Mont d’an endalc’had

Ar gewier

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar gevier.



AR GEWIER
____


   Me ’m boa gwelet pevar forc’hel
O tansal en eur scudel.
Ar re-ze danse manific,
Met ar plas a oa bihanic
   Baon biel, biel, biel ! baon biel a baon !

   Ann deiz-all, o tremen eur gêr,
Me welis eno eun dra gaer :
Gwelet ar fubu o torna,
Hac ar c’helienn o tiblouza ;
   Baon biel, etc.....

   Eur c’haz oc’h ober tro al leur,
Peder logodenn euz he c’heul ;
Peder logodenn hac eur raz,
Soudenn ho dije buhez ’r c’haz.
   Baon biel, etc.....

   Hac eul logodenn hac eur raz
O tougenn teill war eur c’hravaz ;
Ma lâre ’l logodenn d’ar raz
Carga d’ezhi, e tougje c’hoaz.
   Baon biel, etc.....

   Me ’m eus gwelt peder logodenn,
Peb a doc houarn war ho fenn,
Peb a gleze euz ho c’hoste,
Hac hi o vonet d’ann arme.


   Me a welis goude eur c’had,
Hac en he zreid eur boto coad,
Ha war he lerc’h al levrini,
Oant ket ’wit tapoud anezhi.
   Baon biel etc.

   Me ’m eus gwelet en Pontreo
Kigna kezec hac hi beo,
Hac ho c’hroc’henn bars ar marc’had,
Ho c’horf er parc o labourad.
   Baon biel etc.

   Me ’m eus gwelet eur gazec wenn,
En eul lannec ’cribad he fenn,
Gant-hi morzol da lac’ha laou,
Credit, me na laran gir gaou.
   Baon biel, biel, biel, baon, biel abaon !


Canet gant Barba Tassel, — Plouaret 1886.

______________