Pater Jann

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



PATER JANN
____


      — Pater noster, Jann ;
      — Pater noster, mamm, e-mé Jann.
      — Ha dimezet oc’h, Jann ?
— Ia dimezêt awalc’h, dimêt da vates eur bêlec !
      — O pegen gwaz, Jann !

— Gwaz abed, eme Jann, hi devoa parkigou,
      Ha me am boa c’hadigou.

      — O pegen gwell, Jann !

— Gwell a-bed, eme Jann, tri farcad kerc’h am boa
      Hac a ies hol en drog.

— O pegen gwaz, Jann !

— Gwaz a-bed, eme Jann, tri forc’hellic am boa,
      Hac am boa bewet gant-he.

      — O pegen gwell, Jann !


— Gwell a-bed, eme Jann, o poac’had ar iot goadigennou,
      E tewiz ma biz.

      — O pegen gwaz, Jann !

— Gwaz a-bed, eme Jann ; ober a ris eur gest,
      Hac a oe savet tri di.

      O pegen gwell, Jann !

— Gwell a-bed, eme Jann ; o sevel ann diweza,
      A oe bornet ma groeg.

      O pegen gwaz, Jann !

— Gwaz a-bed, eme Jann, pa eo laret gant Doue :
      « Gwell eo beza born eget dall ! »

______________