Ar bleiz ha marc’h ar miliner

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



AR BLEIZ HA MARC’H AR MILINER
____


Arru hanter ar miz,
D'ar reo da vont da c’hliz,
D’ar prajeïer da c’hlaza,
D’ann tossenno da rouza.
Ar bleiz da guitad ho loch,
Cass ganthan livr ha cartouren,
Ewit poéza he festigen.
Ar bleiz o lampad ’bars ar prad,
O wélet eno eur marc’h mad :
— Lar d’in pe ’z ont bouzar pe dall,
Pe didruez ouz ar re-all ?
— Me ê marc’h ar milino,
Portéer an holl zammo,
’Zo digasset aman ’wit ann noz,
Keit e-man an dud o repoz.
Me ’m eus eur c’horeden, c’hor deuz c’hor,
Hac a c’hor epad ar bloa,
Na diminui tamm na ra.
— Sao da droad eta, marc’h infam,
Ma welin en petra ’ch out cam !
Ar marc’h o sevel he droad cleiz,
O larc’h eur flipad gant ar bleiz !
— Aman, ’me ar bleiz, on tapet
O vont da veudeusin kezec !
Gwech-all, a oan meudeusin mad,
Ewit coz saout, coz kezec kignat...


Marc’harit Fulup, — 1886.

______________