Canomp ann Nouel

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanomp an Nouel.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 168)



CANOMP ANN NOUEL
____


Canomp ann Nouël, en penn ann ti !
Per pe avalo a vanq d’in ;

Per, pe avalo, pe arc’hant,
Pe ar verc’h-henan, mar gê coant ;

Ha mar gê coant, roët ’neï d’in,
Ha mar gê vil, coc’h ewit-hi.

Canomp ann Nouël da Nedelec !
Arri ê ’r paour-kès Herve Brozec,

Hac he vissac’hic ’zo war he chouc,
He votoïgo, dour ha fanc tout ;

Chomet ê divezad da vale,
Ewit clasq brigons d’he vugale.

Canomp ann Nouël da Nedelec !
Toul ec’h ê he zê hac he roched :

Eun tam kig-sal ewit pesseliad,
Hac eun andouillenn ewit griad !

Canomp ann Nouël da Nedelec !
Arri ê ’r miliner d’ho cuelet ;

Mar na ret d’ezhan he dizro mad,
Hen hen dô zonj deuz ho sac’had.


Polic Ar C’halvez.
Innosant. — Trevou, 1889.