Zon soubenn al lès

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son Souben al lez.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 166-168)



ZON SOUBENN
AL LÈS
____


Sonet ’ta sonerrien,
Sonet, ha sonet cre !
E-man soubenn al lès
O vont war ann trebe.

Pa vô mouguet ann tan
Ha lazet ar goulaou,
Droo ann dud nevez
Deuz ’r memès tu ho daou.

Sonet ’ta sonerrien,
Sonet ha sonet franc
E-man soubenn al lès
O vônet war ar banc.

Sonet ’ta sonerrien,
Ha sonet, sonet slezr !
E-man soubenn al lès
O vônt war ann dâlfèr.


N’eo ket a dôlio daouarn
A ve piket ar men,
N’eo ket a ’dolio morzed
A ve formet ann denn.


Chanté par Googen


____________