Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Simeon

Eus Wikimammenn
◄   Sant Guevrok Sant Simeon Konrad   ►



ar trivac’hved devez a viz c’houevrer


SANT SIMEON, ESKOP HA MERZER
————


Simeon a ioa mab da Gleophas ha niz da zant Joseph. Diskenn a rea eta euz a lignez ar roue David, hag hervez al lezenn oa kenderv gompez d’hor Zalver. N’euz douetans ebed ne oue ive unan euz he genta diskibien ; test e oue euz he viraklou, ha da zeiz ar Pantekost edo gant ann Ebestel hag ar Verc’hez Vari pa ziskennaz varnho ar Spered-Santel.

Simeon ne guiteaz ket ar Judee ; chom a eure gant sant Jakes, eskop Jerusalem, evit he zikour da c’hounit ar Iuzevien da feiz Jezuz-Krist. Mes sant Jakes a oue lakeat d’ar maro er bloaz daou ha tri-ugent. Simeon a ioa var al leac’h epad m’edot oc’h he laza a daoliou mein, hag o klevet anezhan o pedi evit he vourrevien, en devoue ann hardisegez da grial ouz ar re-ma a bouez-penn : « — Petra rit? Ne glevit-hu ket ann den mad-se o pedi evidhoc’h ? » Goudeze e oue choazet he-unan evit delc’her plas sant Jakes.

0 veza eskop, Simeon a implijaz he holl amzer o krenvaat ann dud fidel er feiz hag o prezeg ann Aviel d’ar re ne anaient ket c’hoaz ar relijion gristen. Mes tostaat a rea ar mare ma tlie erruout gant Jerusalem ar pez en doa lavaret hor Zalver ar vech diveza m’oa eat di araok he basiôn hag he varo. « — O Jerusalem, en devoa lavaret hor Zalver enn eur vouela, eunn devez a zeui ma vezi goasket a bep tu gant da enebourien. Da ziskar a raint betek ann douar, ha ne lezint ket ennoud daou vean ann eil var c’horre egile, abalamour n’ec’h euz ket koumprenet oa plijet gant Doue dont d’az guelet. »

Ar Iuzevien a veze dalc’h-mad o klask en em zevel a enep ar Romened. Ar re-ma a skuizaz gantho abarz ar fin, hag a gasaz eunn arme vraz da gemeret Jerusalem. Titus, mab ann impalaer Vespasian, a ioa e penn ann arme. Kear holl a oue dismantret dre ann tan hag ar c’hleze, ann templ a oue lakeat e poultr hag e ludu, ar Iuzevien a oue guerzet evel esklaved, hag e plas ann tiez hag ar mogeriou ne oue mui nemed eur bern atrejou.

Goulskoude Doue ne falvezaz ket d’ezhan e vije paket he zervicherien e kreiz ar strafill hag ann dismantr skrijuz-se. Pell araok m’oa digouezet Titus hag he arme dirak Jerusalem, en doa lavaret da zant Simeon tec’het kuit ac’hano gant ar gristenien. Sant Simeon en devoa sentet dioc’htu, hag a ioa en em dennet gant ann dud fidel enn tu all d’ar Jourden. Eno e chomjont keit ha ma padaz ar vrezel.

Pa oue echu, ar gristenien a zistroaz da Jerusalem gant ho eskop, hag a zavaz tiez nevez e plas ar re a ioa bet pilet. Ann niver anezho a greske a zeiz da zeiz, hag ar miraklou a c’hoarveze enn ho zouez a reaz da eur maread Iuzevien anaout Jezuz-Krist evit ho Zalver hag ho Doue. Simeon a zride he galoun o velet ar relijion oc’h en em astenn, ha kendelc’her a eure da c’houarn he eskopti gant eur furnez hag eur zantelez vraz betek ann oad a c’houec’h-ugent vloaz.

Ne c’houezer ket penaoz ne oue ket sonjet ennhan epad ann enklask a reaz ann daou impalaer Vespasian ha Domisian euz ann dud a ziskenne euz a lignez ar roue David : lezet e oue neuze e peoc’h. Enn amzer ann impalaer Trajan avad, e oue diskuillet d’ar gouarner Attikus. Hema a eseaz da genta lakaat anezhan da ginnig ezans d’ann doueou faoz, enn eur gomz outhan dre gaer. Mes ar Zant a respountaz raktal n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eunn Doue, hag o klevet ar respount-ma ar gouarner a roaz urs d’he skourjeza betek ar goad ha d’he vourrevi heb truez ebed epad meur a zevez dioc’htu.

Simeon a c’houzanvaz ann tourmanchou-ze gant eunn nerz kaloun hag a lakea ann holl da veza souezet. Ne goumprenet ket penaoz e c’helle eunn den, deuet d’ann oad-se, beza ker kalet ouz ar boan. « Eur mirakl eo, » a lavare dija meur a hini. Attikus a goundaonaz erfin ar Zant da vervel var ar groaz. Ar zetans-ma a reaz eur joa vraz da Zimeon, ha betek he huanad diveza ne ehanaz da veuli ha da drugarekaat ann Aotrou Doue. He verzerenti a erruaz er bloaz seiz ha kant goude donedigez hor Zalver.

SONJIT ERVAD

Jezuz-Krist a ziskouezaz he garantez e kenver sant Simeon, he genderv, o choaz anezhan abred evit unan euz he ziskibien, hag o rei d’ezhan goudeze ar c’hras da veza eunn eskop santel ha da gaout eur maro henvel ouz he hini. Setu aze ive penaoz e tleomp karet hor c’herent: red e d’eomp klask dreist peb tra silvidigez ho ene, hag ober ar pez a zo enn hor galloud evit ho zikour da veva ha da vervel santelamant.