Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Konrad

Eus Wikimammenn
◄   Sant Simeon Sant Konrad Eucher   ►



ar naontekved devez a viz c’houevrer


SANT KONRAD, EUZ A DREDE-URS SANT FRANSEZ
————


Konrad a ioa eunn dijentil euz a gear Plezans enn Itali, hag a dremene he holl amzer, kouls lavaret, o chaseal. Eunn devez m’edo o redet varlerc’h eul loan gouez, hema a ieaz da guzat enn eur vodenn vraz a zrez hag a spern. Evit he gas ac’hano, ar chaseour a roaz urs d’he vevellien da lakaat ann tan er vodenn. Mes ann avel a boulzaz ar flamm larkoc’h, hag ar goueriated divar dro a oue devet kalz traou d’ezho. O velet ann dra-ze, Konrad en em dennaz buhan d’ar gear heb diskouez netra da zen.

Goulskoude ar re a ioa bet devet he zraou a obtenaz digant ar gouarner ma vije great eunn enklask evit gouzout piou en doa lakeat ann tan. Diskredi a rejot var eur paour keaz hag ar paour keaz-ma a oue koundaonet d’ar maro. Pa glevaz Konrad ar c’helou-ze, ne c’hellar mui herzel, kement oa krignet gant rebechou he goustians. Mont a eure raktal d’en em ziskuill he-unan d’ar gouarner enn eur lavaret oa hen ar penn-kaoz euz ann drouk a ioa c’hoarvezet, hag oa prest da zigoll ar goueriated betek ar guennek diveza euz ar gaou en devoa great outho. O veza maz oa eunn den honest hag eunn den a henor, ar gouarner a fiziaz enn he c’her hag hen lezaz da zistrei d’ar gear.

Kerkent e verzaz he oll zanvez, fount hag all, hag he bried a roaz ive ar pez e devoa dioc’h he c’hostez evit sikour paea ann traou a ioa bet devet. Oc’h en em gaout neuze var ann douar noaz, Konrad a anavezaz pegen didalvez eo madou ar bed-ma hag en em droaz holl varzu Doue. He bried en em c’hreas leanez e Plezans, hag hen, heb lavaret kenavo d’he gerent ha d’e vignouned, a ieaz he-unan hag enn noz da Gorvolare, el leac’h ma’z oa menac’h euz a Drede-Urs sant Fransez. Goude beza bet resevet enn Urs-se, a zo hanvet ive Trede-Urs ar Binijenn, ez eaz da Rom da vizita beziou ann Ebestel, hag ac’hano e skoaz etrezek ar Sisiil.

Eno Konrad en em lakeaz da genta da zervicha ar beorien enn hospital Sant-Martin e kear Noto; mes he-unan e veve divar ann aluzenn. Goudeze e oue kemeret enn eunn hospital all a ioa bet savet gant eunn den devot, he hano Guillou Boucher, evit rei boed ha lojeiz d’ann divroidi. Mes re a drouz a gave d’ezhan a ioa enn ti-ze, hag abarz ar fin ec’h en em dennaz var eur menez distro, el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn.

Goulskoude, kaer en doa iun ha kastiza he gorf e peb feson, Konrad a oue tentet enn eunn doare skrijuz ha kasaüz a enep ar burete hag e kenver ann dibri hag ann eva. Mes trec’hi a reaz ar c’hig hag ann drouk-spered enn eur greski he binijennou hag enn eur astenn he bedennou. Pa veze kaset d’ezhan tammou legumach fresk, e leze anezho da goza ha ne douche ket outho ken n’o deveze kollet ho blaz. Eunn devez ma sante enn he galoun c’hoant da zibri muioc’h eged ar c’hustumm, e tiviskaz he zillad hag ec’h en em ruillaz etouez ar spern ken a zivere ar goad diouthan a bep tu. Setu aze penaoz e poanie da vouga ann ioulou fall euz he gorf.

Doue a rekoumpansaz he zervicher o rei d’ezhan ann donezoun a brophesii hag ann donezoun a viraklou. Abalamour da ze e oue istimet, n’e ket hebken gant ar bobl, mes c’hoaz gant ann eskibien hag ann dud a renk huela. Erfin, o c’houzout oa prest da vervel, Konrad a resevaz he zakramanchou diveza ha goudeze ec’h en em daolaz d’ann daoulin dirak he grusifi. Er bostur-ze e roaz he ene da Zoue er bloaz 1351. Meur a virakl a c’hoarvezaz var he vez, hag er bloaz 1625 ar pab Urban VIII a roaz kounje da holl venac’h sant Fransez d’he henori evel sant.

SONJIT ERVAD

Pa lavaraz Konrad d’he vevellien lakaat ann tan enn eur vodenn drez ha spern evit kas eul loan gouez anezhi, n’edo ket enn he galoun ober ann drouk a erruaz goudeze. Evelato e falvezaz d’ezhan paea betek ar guennek diveza kement tra a ioa bet devet, hag evit gallout paea e verzaz he holl zanvez ha danvez he bried. Pebez kentel evit ar re a ra gaou ouz ho nesa, n’e ket hebken defot teuler evez, mes gant eur vouiziegez hag eur volontez parfet. Ar re-ma a dle gouzout n’e ket aoualc’h d’ezho kovez ho fec’hed, n’e ket aoualc’h d’ezho zoken kaout keuz d’ar pec’hed-se ha diouall da goueza ennhan adarre enn amzer da zont ; red e d’ezho ouspenn, ha red grons, rapari hervez ho galloud ar gaou o deuz great. Anez, n’o deuz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue : er baradoz n’euz ket a zor-zigor evit al laeroun.