Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Guevrok

Eus Wikimammenn
◄   Onesim Sant Guevrok Simeon   ►



ar seitekved devez a viz c’houevrer


SANT GUEVROK, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz. He dad hag he vamm a lakeaz ho foan d’he ziorren ha d’he skolia guella ma c’helljont, petra bennag n’oa ket goall grenv ar stal gantho. Kerkent ha m’en devoue eunn tammik deskadurez, e reaz fae var ar bed hag e c’hoanteaz mont da vanac’h. Goulenn a eure beza resevet e kouent sant Tugdual, ha resevet e oue. Hogen, ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all.

Etre daou, sant Tugdual en devoue urs digant eunn eal da zont da Vreiz-Izel. Digas a eure ganthan dek pe zaouzek ha tri-ugent euz he ziskibien, ha Guevrok a oue unan anezho. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz ar venac’h santel-ze enn hor bro, ken e kostez Leon, ken e kostez Treger.

Guevrok a jomaz eur pennad gant sant Tugdual e kouent vraz Landreger, ha goudeze e oue karget da zevel eur gouent nevez e kichenn Lanneur ; ar gear-ma a hanvet neuze Kerfeunteun abalamour d’ar feunteun a zo dindan ann iliz parrez. Guevrok a zavaz ar gouent nevez varnhed eul leo hanter dioc’h kear, el leac’h m’ema brema bourg Lokirek, hag a oue abad eno epad c’houec’h vloaz.

Meskaout a rea d’ezhan ez ea re a dud di d’he velet, ha setu hen hag ober he zonj d’en em denna enn eur plas distrooc’h ; rak he vrasa plijadur oa beva he-unan gant Doue. 0 veza eta roet ann dilez euz he garg ha lakeat henvel eunn abad all, e lavaraz kenavo d’he venac’h, a ioa rannet ho c’haloun ha beuzet enn ho daelou hag e skoaz etrezek Leon. Erruout a reaz evelse e parrez Plouzeniel, enn eunn draonienn hag a zo var ann hent da vont euz ar bourg da Gerzent. Enn draonienn-ma, hanvet a-c’houdevez, Traon-Guevrok, e chomaz daou vloaz da ober he ermitach, hag epad ann daou vloaz-se e tremene he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Gant skourrou guez en doa savet eur chapelik da offerenna hag eunn toullik-kambr evithan he-unan.

Mes kaer en doa Guevrok klask beza dianavezet, he zantelez hen diskuillaz. Sant Paol, eskop Leon, o veza deuet da Blouzeniel, a glevaz hano anezhan hag a c’hoanteaz he gas ganthan da Gastell. Argila a eure da genta ; mes sant Paol a reaz kement varnhan ma sentaz erfin. Neuze e oue great chaloni hag hanvet da vikel vraz, hag hiviziken ec’h implijaz he holl amzer o prezeg hag o sikour sant Paol da c’houarn he eskopti. A hent all goulskoude e veve hag ec’h en em viske ken dister ha diagent. Ne zebre peurvuia nemed bara ha louzeier glaz, ha ne eve nemed dour. Setu aze ar boued a roe d’he gorf ; mes he ene a vage dalc’hmad dre ar bedenn a galoun.

Eur zulvez vintin m’edo oc’h ober eur bale var ar meaz, e kavaz eur c’houeriad o trouc’ha drez ha spern da stanka eur ribin. Raktal en em lakeaz d’he skandalat enn eur zigas da zonj d’ezhan oa difennet labourat da zul. Mes ar c’houeriad ne reaz van evit klevet Guevrok hag a gendalc’haz da labourat. Hogen, paea a reaz ann dra-ze ; rak ar fals a jomaz stag ouz he zorn ken na zeuaz da Gastell da c’houlenn pardoun digant Doue ha digant ar Zant.

Eunn devez all, da unan euz a c’houeliou ar Verc’hez, e velaz eur gemenerez iaouank o c’hriat var dreujou he dor. Kerkent ez eaz da lavaret d’ezhi paouez ha respeti ar gouel. Mes ar gemenerez a respountaz n’e devoa nemed he micher evit beva hag e renke kaout boued d’ann deiziou gouel evel enn deiziou all. A veac’h e doa komzet evelse ma oue seizet-holl heb gellout finval nikun euz he izili. Neuze ec’h anavezaz he faot, hago veza iunet epad eiz dez, e pedaz ar Zant da vont d’he guelet. Guevrok a ieaz hag a bareaz anezhi dioc’htu enn eur ober sin ar groaz varnhi. Abalamour da ze e peder sant Guevrok ouz ar remm hag ouz ann droug izili.

E memor euz ar mirakl-ma, ar gemenerez a roaz he zi d’ar Zant, ha Guevrok a reaz anezhan eur chapel enn henor d’ar Verc’hez. E plas ar chapel-ze, var a gounter, e oue savet divezatoc’h iliz ha tour kaer Kreisker.

Sant Guevrok a glauvaz e Landerne enn eur ober tro ann eskopti, hag a varvaz leun a veritou var dro ar bloaz 547 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ama e velomp pegement a gaz en deuz Doue oc’h al labour da zul. Doue a ro d’ehoc’h ar c’houec’h devez euz ar zizun evit labourat peb hini ac’hanhoc’h hervez he stad hag he vicher. Mes ar zul avad en deuz miret evithan, ar zul a fell d’ezhan a-grenn a ve implijet enn he zervich. Implija eta ar zul enn ho servich hoc’h-unan a zo laerez ann Aotrou Doue ; labourat da zul a zo ober ar memes tra evel pa ne anavezfac’h mui ann Aotrou Doue evit ho Mestr. Eur c’hristen a dlefe kaout mall ato da velet ar zul o tont, abalamour repoz ar zul a zigas d’ezhan da zonj hag a ro d’ezhan eunn tanva euz ar repoz heb fin a zo ouz he c’hortoz er baradoz. P’en deuz eur c’hristen tremenet ar zul e servich Doue, e kav he ene dioc’h ann noz iac’heat ha laoueneat hag he gorf a zo diskuiz da staga adarre d’al labour epad ar zizun varlerc’h.