Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Kamill Lellis

Eus Wikimammenn
◄   Aleksis Kamill Lellis Visant a Baol   ►



ann trivac’hved devez a viz gouere


SANT KAMILL LELLIS
————


Kamill a ioa ganet e rouantelez Napl enn Itali er bloaz 1550. Bihanik oa c hoaz pa varvaz he dad hag he vamm, hag o veza n’en doa mui den ebed d’he gelenn, ec’h en em lezaz buhan da veza trec’het gant he dechou fall. Enn he iaouankiz ec’h heuliaz ann arme ; mes ken troet oa var ar c’hoari ma kollaz heb dale kement tra en devoa, betek zoken he gleze, he vantell hag he roched. Neuze e renkas astenn he zorn evit beva, petra bennag ma’z oa a lignez nobl, ha goudeze ec’h en em lakeaz da zarbar ar vansounerien a ioa o labourat e Siponto enn eur gouent euz a Urs sant Fransez.

Doue a ioa eno ouz he c’hedal. Eunn devez, unan euz ann Tadou a gomzaz outhan gant kement a nerz ma tirollaz da vouela gant eur c’heuz braz d’he bec’hejou, hag enn eur c’houlenn pardoun euz a greiz he galoun. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, ha raktal e sonjaz kuitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue. Kamill a ioa d’ann ampoent o ren he bemp bloaz var ’nn ugent.

Ann Tadou euz a Urs sant Fransez hen resevaz enn ho c’houent ; mes eur gouli en doa enn he c’har hag a viraz ne oue dalc’het. Goulskoude ar gouli-ze a deuaz da zerra, hag e oue resevet adarre ; mes laosket e oue da vont kuit evit ann eil guech abalamour he c’houli a ioa digoret a nevez. Neuze e skoaz da Rom, el leac’h ma’z oa eunn hospital evit ann dud klanv n’euz pareans ebed evitho. Enn hospital-ma e kavaz repu, hag e tremenaz pevar bloaz o servicha ar re o devoa eur c’hlenved bennag henvel ouz he hini. Noz-deiz e veze var ho zro, hag he-unan e rea ho gueleou, e skube ho c’hamprou hag e louzaoue ho gouliou. Mes muioc’h a zoursi a gemere c’hoaz euz ho ene eged euz ho c’horf, ha pa vezent toc’hor, ne esperne netra evit ho zikour da gaout eur maro mad. Abarz ar fin e oue lakeat da vestr var ar zervicherien all ha karget euz a c’houarnamant ann hospital.

Hogen, ar zervicherien all ne reant ho labour, ann darn vuia anezho, nemed evit gounit arc’hant, hag ann dra-ze a rea kalz poan da Gamill. Setu perak e sonjaz sevel eur goumpagnunez a dud a volontez vad evit entent ouz ar re glanv dre garantez hebken evitho hag evit Doue. Hor Zalver a ziskouezaz pegement e plije ar zonj-ma d’ezhan, enn eur astenn he zivreac’h etrezek ar Zant divar eur grusifi, hag evit he c’has da benn, Kamill en em lakeaz dioc’htu er skol etouez ar vugale, petra bennag m’oa dija daou vloaz ha tregont ; rak ankounac’heat en doa ann nebeut en doa desket enn he vugaleach. Gant sikour gras Doue ne oue ket pell evit ober he studi, hag o veza bet beleget en devoue erfin ann eur da zevel, n’e ket hebken eur goumpagnunez a dud a volontez vad, mes eunn Urs nevez a venac’h evit servicha ar re glanv, ha dreist holl ar re a veze var ho zremenvan.

Kamill n’en devoue, da genta, nemed daou goumpagnoun ; mes niver ar re-ma a greskaz kement ma ouent stank abarz nemeur e kement korn a ioa enn itali. Hen a oue lakeat da zuperior varnezho holl ; mes rei a reaz ann dilez euz he garg evit kaout muioc’h a amzer da entent ouz ar re glanv ; rak eno edo he holl blijadur. Ho zervicha a rea peurvuia var bennou he zaoulin abalamour ma vele Jezuz-Krist he-unan e peb hini anezho.

Ken dous, kel laouen ha ken truezuz oa ouz ann holl ma oue leshanvet ann Eal. Evit guir, ann elez her c’harie evel ho breur ; rak he ziouall a rejont dioc’h meur a zrouk enn eur feson burzuduz. Goulskoude, mar d-oa ato chentil e kenver re all, ez oa, er c’hountrol, bepred rust enn he genfer he-unan. Kement e kastize he gorf dre ar binijenn ma ne oa mui nemed ar relegou anezhan.

Var fin he vuez en devoue pemp klenved hirr ha poaniuz, hag ar c’hlenvejou-ze a hanve Pemp trugarez Doue. Mervel a eure erfin e peoc’h gant hanoiou Jezuz ha Mari var he vuzellou, d’ar 14 a viz gouere euz ar bloaz 1614, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa ken troet var ar c’hoari enn he iaouankiz ma kollaz kement tra en devoa, ha ma renkaz goudeze astenn he zorn evit beva. N’e ket difennet ober eur c’hoari honest bennag evit diskuiza dioc’h al labour pe diverra ann amzer ; ar pez zo difennet eo staga re ar galoun ouz ar c’hoariou hag en em lakaat e riskl da goll re a arc’hant. Evelse, eunn devezour pe eur mevell, hag a risklfe er c’hoari da zul kement guennek en deuz gounezet var ar zizun, en defe zur pec’hed ha pec’hed braz ; mes ann dud pinvidik a c’hoarife outhan o defe c’hoaz goasoc’h pec’hed. Ann eil rumm hag egile anezho a gafe guelloc’h dispign d’ober euz ho arc’hant. Nag a voal-euriou a ziguez varlerc’h ar c’hollou braz great er c’hoari !