Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Aleksis

Eus Wikimammenn
◄   Ann Introun-Varia Garmes Aleksis Kamill Lellis   ►



ar seitekved devez a viz gouere


SANT ALEKSIS
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue lakeat er skol gant ar vistri habila ha santela euz he amzer ; rak he dud a ioa pinvidik-braz, ha tud a zoujans Doue oant ive. Pell oant bet heb kaout bugale, ha mar o devoue erfin eunn heritour, e c’heller lavaret e oue hema ar frouez euz ho fedennou hag euz ho aluzennou. Rak ne ehanent dac’houlenn ar c’hras-se digant Doue, ha bemdez e savent teir zaol enn ho falez evit rei da zibri d’ann dremenidi, d’ann intanvezed ha d’ann emzivaled keiz, ha d’ann holl dud klanv hag ezommek.

Ho mab a ioa bet hanvet gantho Aleksis, hag o veza n’o devoa ken mab nemethan, e sonjchont he fortunia pa oue deuet enn oad. Hen n’oa ket troet var ann dra-ze ; goulskoude ne gredaz ket lavaret nann, hag evit senti ouz he dud e timezaz da eunn dimezell a lignez huel ha devot eveldhan. Mes, da zeiz he eured, dioc’h ann abardaez, e tec’haz euz ar gear dre guz goude beza chenchet he zillad. Araok en doa roet d’he bried eur voalenn hag eur zeizenn euz ar re gaera, enn eur lavaret d’ezhi : « — Kemerit ann dra-ma evel eur merk euz ar garantez am euz evidhoc’h, ha dalc’hit mad ato da zoubla da volontez Doue. »

O veza kavet e porz-mor Rom eul lestr prest da ziblas evit mont d’ann Azii, Aleksis a lammaz ebarz, hag al lestr-se her c’hasaz da Laodisee. Ac’hano e skoaz da gear Edes, el leac’h ma c’houlloaz he ialc’h hag he c’hodellou etre daouarn ar beorien, evit beva he-unan divar ann aluzenn. Neuze ec’h en em lakeaz da vizita var he droad ann ilizou hag ar chapeliou a ioa muia brudet, e kostez ar Zao-Heol, dre ar miraklou a ioa choarvezet pe a c’hoarveze c’hoaz ennho, ha goudeze e tistroaz da Edes.

Epad ann amzer-ze, he dad, he vamm hag he bried a ioa nec’hed maro o velet ne deue mui var ho zro. Kas a rejont tud d’he glask e kement korn a ioa er bed, kouls lavaret ; rak bez’ o doa tri mil esklav enn ho zervich. Mes nikun euz ann dud-se ne c’hellaz klevet menek anezhan.

Goulskoude Aleksis, o veza distro da gear Edes, a jome nos-deiz da astenn he zorn ha da bedi Doue e porched eunn iliz savet enn henor d’ann Introun Varia. Abarz ar fin, imach ar vec’hez a gomzaz ouz tenzorier ann iliz, hag a lavaraz d’ezhan : « — Ar paour a zo aze er porched a zo eur zervicher braz da Zoue ; red e ve d’ehoc’h rei d’ezhan guelloc’h lojeiz. » Ar brud euz ar burzud-ma o veza eat dre gear, ar Zant en devoue aoun na vije great re a stad anezhan, ha setu hen ha pignat er c’henta lestr a gavaz evit en em dennae kear Tars er Silisii. Mes ann avel a boulzaz al lestr varzu Rom, hag eur vech digouezet eno, Aleksis a zonjaz n’en devoa Doue he zigaset di var he giz nemed evit rei tro d’ezhan da c’hounit eur viktor gaeroc’h c’hoaz varnhan he-unan.

Mont a eure eta raktal da c’houlenn digant he dad, enn hano Jezuz-Krist, eur plasik da dremen ann nemorant euz he vuez. He dad n’hen anavezaz ket, ker chenchet oa, hag a lavaraz da unan euz he zervicherien loja anezhan el leac’h ma karje ha pourvei d’he holl ezommou. Ar zervicher-ze hen lojaz enn eunn toull striz ha tenval a ioa er porz dindan deleziou ar palez, hag ann toull tenval-ma a oue ti ar Zant betek he varo. Ne deue ac’hano nemed evit mont d’ann Iliz ; di avad ez ea aliez, ha ne vanke morse da gommunia da zul. Seitek vloaz oa bet o redet bro enn eur glask he voued, hag epad seitek vloaz all e vevaz evelse egiz eur paour e palez he dad.

Bez’ en doa kalz da c’houzanv euz a berz servicherien ar palez. Ar re-ma a roe d’ezhan avechou taoliou dorn ha taoliou treid ; avechou all, e chachent var he varo ha var he vleo, hag avechou all c’hoaz e stlapent varnhan ann dour a veze bet o skaota. Evelato muioc’h a boan en doa c’hoaz o velet glac’har he dad, daelou he vamm, hag o klevet huanadennou he bried. Meur a vech e oue dare d’he galoun mankout ; mes gant sikour gras Doue e oue bepred treac’h d’ann natur ha d’ar goad.

Eunn devez, Doue a ordrenaz d’ezhan skriva histor he vuez. Senti a eure dioc’h-tu, ha prest goude e varvaz enn eur zelc’her pleget etre he zaouarn ar paper m’en doa skrivet varnhan he hano hag hano he dud, hag ar pez en doa great abaoue m’oa bet tec’het euz ar gear betek m’oa distroet da c’houlenn repu evel eur paour keaz.

Hogen, ne c’houfe den lavaret peger mantret e oue he dad, he vamm hag he bried, pa oue dispaked ha lennet ar paper-ze a zalc’he etre he zaouarn. Diroll a rejont da vouela ha da hirvoudi ken a dregarne gantho kement korn a ioa er palez. « — Aleksis ! Aleksis !! » eme he dad hag he vamm.

« — Va fried ker, eme ar verc’h-kaer, perak eta n’on euz-ni ket hoc’h anavezet kentoc’h? Perak n’e ket bet falvezet d’ehoc’h da vihana en em rei d’eomp da anaout araok ho maro? »

Goulskoude Doue en doa dija diskleriet santelez he zervicher dre eur burzud a ioa c’hoarvezet enn iliz epad m’edo ar pab oc’h offerenna dirak ann impalaer. Raktal ar pab hag ann impalaer a deuaz ho-unan da Velet korf ar Zant, ha goudeze e teujont ive d’ann enterramant. Divezatoc’h, palez tad Aleksis a oue great eunn iliz anezhan, hag enn iliz-se ez euz c’hoaz hirio eur bazenn bennag euz ann deleziou m’en doa he vab bevet dindanho epad seitek vloaz evel eur paour keaz. Maro ar zant-ma a erruaz e tro ar bloaz 404 pe 414.


SONJIT ERVAD

Doue he-unan eo a lakeaz sant Aleksis da dec’het euz ar gear deiz he eured, hag abalamour da ze n’en devoue ket a bec’hed oc’h ober ar pez a reaz. Mes ann nep a rafe kement all euz he benn he-unan en defe pec’hed braz ; rak lezenn Doue a lavar e renk ann den kuitaat he dad hag he vamm, da lavaret eo kuitaat peb tra, evit beva gant he bried.