Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Visant a Baol

Eus Wikimammenn
◄   Kamill Lellis Visant a Baol Jerom Emilian   ►



ann naontekved devez a viz gouere


SANT VISANT A BAOL
————


Visant a ioa ganet e kreiz lanneier ar Gaskogn er bloaz 1576. He dud a ioa labourerien douar, hag a roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen enn he vugaleach. Goudeze e oue lakeat er skol gant ann Tadou euz a Urs sant Fransez, ha d’ann oad a ugent vloaz ez eaz da Doulouz da studia ann theoloji. A benn pemp bloaz goude e oue beleget hag hanvet da bersoun enn eur barrez vad ; mes lezel a reaz ar barrez-se gant eunn all evit en em rei c’hoaz d’ar studi epad pevar bloaz.

Da fin ar pevar bloaz-se en devoue ezomm da vont da Varseill, hag enn eur zont ac’hano dre vor e kouezaz etre daourn ann Turked. Ar re-ma her c’hasaz gantho da Dunis, hag eno e oue guerzet da genta da eur pesketaer, goudeze da eur medisin, hag erfin da eur c’hristen hag en doa breset ar groaz dindan he dreid evit heul fals kredenn Mahomet.

Visant a reaz d’ar c’hristen-ze anaout ar grevuzded euz he faot ha distrei ouz Doue a vir galoun. Neuze e teujont ho daou e Frans, hag ar Zant a oue hanvet da bersoun e parrez Klichi e kichen Paris ; mes araok oa bet e Rom o vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol.

Etre daou ar c’hount hag ar gountez a Gondi her goulennaz da ober skol d’ho bugale, ha dre ali ar c’hardinal Berull Visant a guiteaz he barrez evit kemeret ar garg-se. Prest goude e oue hanvet ive gant ar roue da genta belek ar chaleourien, hag hiviziken ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou a drugarez o deuz ker brudet he hano, n’e ket hebken e Frans, mes, evit lavaret mad, e kement korn zoer bed katholik.

Evit guir, n’ez euz seurt tud reuzeudik ebed, na bihan na braz, na koz na iaouank, na goazed na merc’hed, ha n’en defe ket klasket rei eur zikour bennag d’ezho. Sevel a eure da genta eur goumpagnunez beleien, hanvet neuze Beleien ar Mision hag hirio Lazaristed, evit rei misionou d’ann dud divar ar meaz ; rak kredi a rea, ha n’e ket heb abeg, n’oa ket ar re-ma desket aoualc’h var guirioneziou ar relijion : ar pez a ioa kaoz d’ezho da veva e meur a zizurs, heb gouzout d’ar zur avechou e pec’hent o veva evelse.

Goudeze e savaz eur goumpagnunez merc’hed, hanvet e gallek Merc’hed ar Charite, evit ober skol d’ar vugale baour hag entent ouz ar re glanv enn hospitaliou. Sevel a reaz ouspenn, pe lakaat a reaz sevel tiez a repu evit ar plac’hed iaouank a ioa e riski d’en em goll er bed pe a ioa dija en em gollet, evit ar vicherourien ne c’hellent mui nag he glask nag he c’hounit, evit ann dud a ioa troet ho spered hag evit ar vugaligou nevez ganet, lezet enn abandoun.

Ar vugalikou geiz-ma a ioa stank e Paris d’ann ampoent : ho c’haout a reat dioc’h ar mintin er porchedou, e korn ar ruiou ha var ann deleziou a ioa da bignat er paleziou dioc’h ann dianveaz. Hogen, ar Zant a iea he-unan d’ho dastum enn noz, dre greiz ann erc’h hag ar skorn, a jouche anezho dindan he vantell, hag ho roe goudeze d’ann introunezed devot a ioa en emgarget d’ho loja ha d’ho maga.

Eunn nozvez m’edo oc’h ober tro kear evelse hervez he gustumm, ec’h erruaz gant eur vandenn laeroun hag a c’houlennaz diganthan ar ialc’h pe ar vuez. « — Siouaz ! eme ar belek karantezuz enn eur zispaka he vantell, ganen-me n’euz netra nemed tri grouadur paour hag a zo dare da vervel gant ar riou. » « — Ah ! c’houi eo ann Aotrou Visant, » eme unan euz al laeroun ; ha setu ar re-ma raktal d’en em strinka d’ann daoulin dirazhan enn eur c’houlenn he vennoz.

D’ar mare-ze oa truez guelet e pe stad oa lakeat ar Pikardi, ar Champagn hag al Lorreenn gant ar vrezel, ar gernez, hag ar c’hlenvejou speguz a ioa deuet d’ho heul. Ar Zant ne espernaz ken nebeut nag he boan nag he amzer evit sikour tud ar broiou-ze enn ho dienez, ha d’al Lorreenn hebken ekasaz betek pemp kant mil skoet ha kant mil lur ouspenn. Ann holl o devoa kement a istim hag a respet evithan ma rinse peb hini he ialc’h evit rei arc’hant d’ezhan da ober aluzenn. Kas a eure ive misionerien d’ann Afrik, el leac’h m’oa bet he-unan e kaptivite, ha beteg enezenn Madagaskar.

Ar roue Loiz XIII her galvaz da vont var he dro p’edo enn he glenved diveza, hag a lavaraz d’ezhan goude-ze : « — Ma rafe Doue ar c’hras dinn da barea, ne hanfenn mui den ebed da eskop, nemed tremenet en defe tri bloaz ganehoc’h-hu, Aotrou Visant. »

Enn despet d’ar stad a reat anezhan, ar Zant a ioa bepred humbl ha distag he galoun dioc’h madou hag henoriou ann douar. Ne veve nemed evit Doue, ha ne glaske e peb tra nemed gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Mervel a eure e Paris, d’ar 27 a viz guengolo euz ar bloaz 1660, oajet a bemp bloaz ha pevar-ugent, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Karit ho nesa evel en deuz great sant Visant a Baol. Daoust ma’z oa paour he unan e kavaz ann tu da ober aluzennou braz. Mes, ne zelle ket hebken oc’h ezommou ar c’horf ; mui a druez en doa c’hoaz ouz ann eneou, ha ne baouezaz da labourat evit ho zenna euz lasou ann drouk-spered. Ar guir garantez kristen a roi da bep hini ac’hanhoc’h nerz hag ijin da ober kement all.