Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Jakez ha Philipp

Eus Wikimammenn
◄   Katell a Sienn Jakez ha Philip Athanaz   ►



ar c’henta devez a viz mae


SANT JAKEZ HA SANT PHILIPP, EBESTEL
————


Etouez ann Ebestel ez oa daou zant Jakez. Ann hini zo he c’houel hirio a rear anezhan Jakez Ar Minor, abalamour ma oue galvet gant Hor Zalver varlerc’h egile, d’ann eil bloaz ma prezegaz he Aviel; marteze e oa ive ar iaouanka. Hema a ioa breur da zant Jud ha kenderv gompez da Jezuz-Krist.

En em daolet oa d’ar binijenn azalek he vugaleach. Ne zebre morse a gig, ha ne eve na guin, na netra a gement a c’hell mezvi. Bale a rea ato diarc’henn ha ne zouge nemed dillad lien. Ne drouc’he morse he vleo ken nebeut, ha keit e chome da bedi var bennou he zaoulin ma’z oa deuet ar re-ma da veza ker kalet ha kroc’henn eur c’hanval. Ar Iuzevien o doa he leshanvet ar Just abalamour d’ar zantelez euz he vuez.

Hor Zalver, o veza savet euz a varo da veo, en em ziskouezaz er Galilee da ouspenn pemp kant euz he ziskibien ; mes en em ziskouez a reaz ive da zant Jakez enn he bart he-unan. Var a gounter, ann abostol-ma en doa great veu da jom heb dibri bara ken n’en devije guelet he Vestr adarre leun a vuez. Jezuz a ginnigaz d’ezhan eunn tamm bara enn eur lavaret: « — Debrit hema, va breur, savet eo Mab ann den euz a varo da veo. »

Goude merzerenti sant Stephan, sant Jakez a oue lakeat da eskop e Jerusalem, ha gouarn a eure he eskopti epad nao bloaz var’nn ugent gant kement a furnez hag a zantelez ma’z oa karet ha respetet gant ann holl. Ar Iuzevien ho-unan en em ganne avechou o klask poket d’he zae, pe o klask touch outhi hebken. Mes, o veza ma c’houneze eur maread anezho da feiz Jezuz-Krist, ar belek braz Ananus a gemeraz kaz outhan hag her galvaz dirak ar varnerien. Ar re-ma a lavaraz d’ezhan : « — Ar bobl a fazi divar benn ar Mesias; d’eoc’h-hu eo he zifazia ; rak ann holl a zo prest da gredi ar pez a leverot. »

Neuze e oue great d’ar Zant pignat var lein ann templ, ha pa oue erruet eno, ar pharizianed hag ann doktored euz al lezenn a griaz outhan : « — O Just, livirit d’eomp brema petra renkomp da gredi. » Ann abostol kalounek a respountaz raktal a vouez huel : « — Jezuz, Mab ann den, a zo hirio azezet enn env enn tu deou da Zoue he Dad, hag eunn devez e teui var eur goabrenn da varn ar bed holl. » Ann doktored euz al lezenn hag ar pharizianed a ieaz enn egar o klevet ar respount-se, ha setu hi ha pignat ive var c’horre ann templ ha pilat ar Zant ac’hano d’ann traon.

Goulskoude ann Abostol ne oue ket lazet enn eur goueza. Sevel a reaz c’hoaz var bennou he zaoulin enn eur lavaret evel he Vestr : « — Pardounit d’ezho, va Doue, rak ne c’houzont ket petra reont. » Mes eul labourer euz a gear a oue digernez aoualc’h evit he beurgas a daoliou morzol. He verzerenti a erruaz er bloaz 62 goude donedigez hor Zalver.

Sant Philipp a ioa ganet e Bethsaid er Galilee. Dimezet oa, mes ann dra-ze ne vire ket outhan da veza eunn den devot hag a zoujans Doue. Jezuz-Krist her c’havaz var he hent enn eur zont dioc’h kostez ar Jourden, hag a lavaraz d’ezhan mont d’he heul. Philipp a zentaz var ann heur, ha divar neuze ne guiteaz mui hor Zalver. Er bloaz varlerc’h’e oue great abostol.

O klevet Jezuz o komz divar benn he Dad, da fin ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, sant Philipp en devoue ann hardisegez da lavaret d’ezhan : « — Mestr, diskouezit d’eomp ho Tad, hag ann dra-ze a vezo aoualc’h evidomp. » Mes hor Zalver a respountaz ker buhan : « — Philipp, ann nep am guel-me a vel ive va Zad. Penaoz eta e c’hellit-hu lavaret: Diskouezit d’eomp ho Tad ? »

Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, ann abostol-ma a ieaz e kostez ar Sithii da brezeg ann Aviel, hag ar vro-ze holl kouls lavaret a oue gounezet ganthan d’ar feiz kristen. Erruout a reaz erfin e kear Hierapolis er Phrijii, hag eno e kavaz enn eunn templ eunn aer-viber ken teo hag he vreac’h hag a veze adoret gant ar bobl. Sant Philipp en em lakeaz da bedi Doue, ha kerkent e varvaz ann aer. O velet kement-se, beleien ann templ hag ar pennou braz euz a gear a grogaz enn Abostol hag her c’hasaz d’ar prizoun. Goudeze e oue skourjezet enn eur feson didruez, koundaonet da veza staget ouz ar groaz ha lazet a daoliou mein. He verzerenti a c’hoarvezaz e tro ar bloaz 80.


SONJIT ERVAD

Sant Philipp a lavaraz d’hor Zalver: « — Diskouezit d’eomp ho Tad, hag ann dra-ze a vezo aoualc’h evidomp. » Ene kristen, ha lavaret a c’hellit-hu kement all ? Ha lavaret a c’hellit-hu ive eo aoualc’h d’ehoc’h anaout Doue, guelet Doue ? Ha ne c’hoantaife-hu, ha ne glaskit-hu morse netra er meaz euz a Zoue? Pegen nebeut zo, etouez ann dud devot zoken, hag a c’hell lavaret gant guirionez : « Doue a zo aoualc’h evidon. » Goulenn a reer digant Doue madou ar bed-ma, iec’hed, nerz ha buez hirr ; mes nag hi zo rouez ar re a c’houlenn diganthan evel sant Aogustin ar c’hras d’he anaout ha d’en em anaout ho-unan ! O kalounou diez da garga ma n’o deuz ket aoualc’h gant Doue ! O kalounou reuzeudik mar klaskont ho euruzded er meaz euz a Zoue !