Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Katell a Sienn

Eus Wikimammenn
◄   Per, Merzer Katell a Sienn Jakez ha Philipp   ►



ann tregontved var ’nn ugent a viz ebrel


SANTEZ KATELL A SIENN, GUERC’HEZ
————


Katell a ioa ginidik euz a gear Sienn enn Itali. Ken devot oa d’ar Verc’hez enn he bugaleach ma’z ea d’ann daoulin da lavaret eunn Ave, Maria, bep kammed a rea o pignat pe o tiskenn ann deleziou enn he zi. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa reaz veu da jom bepred guerc’hez, ha dija d’ann oad-se he brasa plijadur oa pedi Doue, beza he-unan ha kastiza he c’horf dre ar binijenn.

Goulskoude he zad hag he mamm a c’hoanteaz he dimezi pa oue deuet da blac’h iaouank ; mes evit diskouez n’e ket e fortuniou ar bed edo he zonj, Katell a drouc’haz he bleo, eur pennad bleo euz ar re gaera. Neuze he zud a ieaz drouk ennho, hag he c’houndaonaz da ober ar gegin hag al labour all var dro ann ti, evit miret outhi da dremen he holl amzer enn he c’hambr evel a rea diagent.

Mes hor Zalver a lavaraz d’ezhi sevel eunn oratorik e goeled he c’haloun e plas ann hini e devoa enn he c’hambr. « — Eno, eme Jezuz, e c’helli komz ouzinn kouls hag enn da gambr. » Katell a heuliaz ann ali-ze, hag hiviziken, epad ma veze he c’horf o vont hag o tont dre ar gegin, he spered a veze ato gant Doue enn oratorik e doa savet e goeled he c’haloun.

Abarz ar fin he zad hag he mamm a anavezaz santelez ho merc’h, hag a lezaz anezhi da ober he bolontez. Raktal Katell en em roaz holl d’ann oberiou a zevosion hag a binijenn. Iun a rea bemdez; ne zebre morse a gig ha ne eve morse a vin ; dibaot a vech zoken e tebre bara : na veve nemed gant louzeier kriz pe boazet enn dour. Eur c’houriz reun a zouge ive bepred, ha divezatoc’h e kemeraz e plas ar c’houriz-se eur jadenn houarn, tachouigou lemm outhi tro var dro. N’e devoa evit guele nemed eur plankenn noaz, ha c’hoaz a veac’h ma kouske eunn heur bemnoz, kement a vall e deveze da zevel evit medita ha pedi Doue.

D’ann oad a drivac’h vloaz, ez eaz e Trede-Urs sant Dominik, hag ann dra-ma a roaz tro d’ezhi da greski c’hoaz he finijennou hag he devosionou. Chom a eure tri bloaz dioc’htu heb komz ouz den nemed ouz he c’honfesour, hag heb mont da neb leac’h nemed d’ann iliz.

Ann ifern a gounnare o velet Katell o ren eur vuez ker santel, hag ann diaoul a dentaz anezhi enn eur feson skrijuz. Digas a reaz a bep seurt sonjou hag a bep seurt imachou vil enn he spered, hag a bep seurt ioulou fall enn he c’haloun. Avechou e veze evel beuzet he ene enn eur mor a loustoni. Eunn droiad m’oa tentet goasoc’h eget biskoaz, ec’h en em glemmaz ouz Doue enn eur lavaret: « — E pe leac’h edoc’h’ta, va Zalver, epad m’edo ann traou divalo-ze em spered ? » « — Va merc’h, eme Jezuz, me a ioa enn dagaloun. » « — E va c’haloun ! eme ar Zantez; penaoz e c’hellac’h-hu beza eno etouez traou ken hudur? » « — Ann traou-ze, eme hor Zalver, pe boan, pe blijadur a reant d’id ? » « — Oh ! eur boan estranch, eme Gatell. » « — Mad, eme Jezuz, me eo a ioa kaoz ma reant poan d’id; ma ne vijenn ket bet enn da galoun, ez pije kemeret plijadur gantho hag ez pije va offanset. »

Goude beza tremenet tri bloaz heb lavaret ger hag heb mont e neb leac’h, ar Zantez e devoue urs digant hor Zalver d’en em lakaat adarre da zervicha ar beorien hag ann dud klanv evel m’edo ar c’hiz ganthi guech all. Hogen, e Sienn ez oa eur vaouez hag a ioa ken teo al lorgnez var he c’horf ma’z oa bet red he c’has er meaz euz a gear gant aoun na glanvche arre all diouthi. Katell a iea bemdez, noz ha mintin, da velet ar vaouez-se, ha da rei d’ezhi ar pez e deveze ezomm.

Eur vaouez all a ioa debret eur c’hostez euz he stomok gant ar c’hrign-beo, ha den ne veze var he zro. Katell a louzaouaz houma gant ar memes aked hag ar memes karantez m’e devoa louzaouet eben. Eunn devez evelato e vennaz he c’haloun mankout, ker pounner oa ar c’houez a deue euz a c’houli ar vaouez geaz. Mes, evit trec’hi he donjer, ar Zantez a stagaz he muzellou ouz ar gouli heuzuz-se hag a bokaz d’ezhan. Eur vech all, e reaz kaeroc’h c’hoaz. Eva a eure ann dour a ioa bet o voalc’hi ar gouli, ha biskoaz, emezhi, n’e devoa kavet netra ker mad.

Doue a rekoumpansaz feiz ha karantez he zervicherez enn eur garga anezhi a bep seurt grasou dreist-ordinal. Aliez e veze douget a spered er meaz euz ar bed-ma, ha neuze Doue a ziskoueze d’ezhi gloar ar baradoz, poaniou ann ifern hag ar purkator, gened ann eneou a zo e stad a c’hras ha traou all evelse. Beva a eure divar ar gommunion hebken azalek Merc’her al Ludu betek ar Iaou-Bask. Avechou e roe da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont, hag ar miraklou a rea n’oant ket dioc’h kount.

Ar sklerijenn a reseve Katell euz ann env a lakea ann dud habila da gaout istim evithi, hag ar pabed ho-unan a c’houlenne kuzul diganthi hag a heulie he ali. Ar pab Urban VI o veza he galvet da vont da Rom, ar Zantez a glanvaz eno hag a varvaz leun a veritou er bloaz 1380, oajet hebken a dri bloaz ha tregont.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma, o veza bet koundaonet gant he zud da ober ar gegin hag al labour all var dro ann ti, a zavaz eunn oratorik e goeled he c’haloun, hag enn oratorik-ma e kendalc’he da bedi Doue evel a rea kent enn he c’hambr. Mar karfac’h ober eveldhi, e ve eaz d’ehoc’h ive kaout ato sonj euz a Zoue e kreiz trouz ar bed hag ann tregas oc’h euz gant ho labour pe gant ho tiegez, hag ar zonj-se a rafe d’ehoc’h en em ziouall diouz mil bec’hed ha dastum bemdez eunn tenzor a veritou evit ann env.