Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Athanaz

Eus Wikimammenn
◄   Jakez ha Philipp Athanaz Ar Groaz Kavet   ►



ann eil devez a viz mae


SANT ATHANAZ, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a gear Aleksandrii enn Ejipt, hag a oue enn he amzer ar piller krenva euz ann Iliz ha brasa difennour e devoue ar feiz. He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue, hag a roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen enn he vugaleach. Goudeze e reaz he studi gant sant Aleksandr, hag o veza m’en doa eur speret lemm, e teuaz heb dale da veza habil var skianchou ar bedihag habiloc’h c’hoaz var ar skianchou sakr. Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou betek ann Urs a avieler. Sant Aleksandr a ioa d’ann ampoent eskop e Aleksandrii, hag en doa kement a istim evithan ma ne rea netra heb goulenn he ali. He gas a eure ganthan da gonsil Nisee.

Konsil Nisee a oue asamblet dre urs arpab er bloaz 325 evit diarbenn herezi pe fals kredenn ann Arianed. Ar re-ma a ioa eur rumm heretiked hag a lavare n’en doa ket Jezuz-Krist eur memes natur gant Doue ann Tad, ha rak-se n’oa ket e guirionez Doue evel ann Tad. Athanaz a ziskouezaz d’ezho ker sklear n’oa ket eunn neudenn ehun ennho ha ne oa nemed gevier ha fallagriez oc’h ho heul ma’z oa ann eskibien souezet-holl ouz he glevet. Ann Arianed avad a gemeraz kement a gaz outhan ma n’en devoue hiviziken peoc’h ebed dioutho betek fin he vuez, kouls lavaret.

A benn pemp miz goude, e varvaz sant Aleksandr, hag Athanaz a oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz. Ann eskop nevez ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Mes ann heretiked ne jomjont ket pell heb klask trabas outhan. Tamali a rejont d’ezhan a bep seurt traou : betek laer, muntrer, avouitrer ha sorser e oue lakeat gantho. Athanaz n’en devoue ket a veac’h o tiskouez ez oa ken aliez a c’haou hag a c’her er pez a gounte ann Arianed divar he benn; mes he enebourien a reaz kement var ann impalaer Konstantin ma oue koundaonet evelato da guitaat he eskopti ha d’en em denna e kear Trev enn Allemagn.

Goulskoude ann impalaer a zavaz keuz ganthan da veza koundaonet ar Zant d’ann harlu, ha kerkent hag ar bloaz varlerc’h Athanaz en devoue kounje da zistrei da Aleksandrii. Pa erruaz eno, e oue great kement a henor d’ezhan ma ne vijeket bet great muioc’h d’ann impalaer he-unan. Mes ann dra-ze a lakeaz ann Arianed da egari outhan muio’h-mui, hag abarz nemeur e renkaz kuitaat he eskopti evit ann eil guech.

Enn dro-ma e teuaz da Rom da gaout ar pab Jul, hag ac’hano ez eaz da Vilan da velet ann impalaer Konstant: ann impalaer Konstantin a ioa maro eunn tachad a ioa. Ar pab hen digemeraz gant ar respet dleet da eunn eskop hag en doa dija gouzanvet evit ar feiz, hag ann impalaer Konstant hen digemeraz evel eur zant. Ann impalaer-ma a skrivaz evithan d’he vreur Konstans, a ioa ann Ejipt enn he lodenn rouantelez, hag Athanaz a c’hellaz distrei adarre da Aleksandrii.

Mes ann impalaer Konstans o veza troet neat gant ann Arianed, ar Zant a oue great brezel d’ezhan goasoc’h eget biskoaz. Neuze e kuiteaz he eskopti evit ann drede guech evit mont da veva dindan guz etouez ermited ann Ejipt hag ann Thebaid, ha chom a eure kuzet evelse epad c’houec’h vloaz dioc’htu. Lod a lavar e tremenaz ann amzer-ze enn eur puns seac’h, el leac’h ma teue eur mignoun da zigas d’ezhan pe a dra da zibri.

Athanaz a zistroaz da Aleksandrii goude maro ann impalaer Konstans. Mes enn amzer ann impalaer Julian e oue harluet evit ar bederved vech, ha prest zoken e vije bet lamet he vuez diganthan. Ann impalaer-ze o veza bet lazet er vrezel, ar Zant a c’hellaz distrei d’he eskopti. Mes pa bignaz ann impalaer Valens var ann tron, e renkaz kuitaat Aleksandrii evit ar bemped vech. Ann dro-ma ne d-eaz ket a bell : chom a eure kuzet e bez he dad, a ioa e kichen kear. Goulskoude ar bobl ne ehane da c’houlenn he eskop, hag ann impalaer Valens, o c’houzout ann dra-ze, a grogaz aoun ennhan : a benn pevar miz e roaz kounje da Athanaz da gemeret adarre gouarnamant he eskopti.

E kreiz ann holl drubuillou-ze, ar Zant a gavaz c’hoaz amzer da skriva eur maread levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel hag evit difenn ar feiz katholik. A hent all, eme zant Gregor a Nazians, he vuez a ioa eur mellezour a bep seurt vertuziou hag eur skouer evit ann holl eskibien. Mervel a reaz e peoc’h er bloaz 373, c’houec’h vloaz ha daou-ugent goude m’oa bet hanvet da eskop.

SONJIT ERVAD

Sant Athanaz a zo bet goall-gaset e peb feson epad he vuez; mes ive peger braz n’eo ket hirio he c’hloar hag he rekoumpans er baradoz ! « — En em istimit euruz, eme Jezuz-Krist enn Aviel, pa viot goall-gaset gant ann dud, pa livirint a bep seurt traou ac’hanhoc’h ha pa gountint gevier divar ho penn abalamour d’inn-me. Ra zrido neuze no kaloun gant ar joa hag al levenez; rak ho rekoumpans enn env a vezo braz meurbed. »