◄ Per a Alkantara | Iann a Genti | Ursula ► |
r zant-ma a ioa ganet e bourg Kenti, er Pologn, a dud honest hag a zoujans Doue. Eur paotrik fur ha devot oa dija enn he vugaleach, ha pa oue enn oad, e oue kaset d’ar skol ha zoken d’ar skolach. Goudeze ez eaz da Grakovii da studia ar philosophi hag ann theoloji, hag eno e oue resevet doktor. Neuze e oue karget da rejanti d’he dro.
Hogen, ar rejant-ma ne glaske ket hebken ober tud habil euz he skolaerien ; mes klask a rea dreist peb tra ober anezho tud vertuzuz ha kristenien vad. O veza bet beleget, e labouraz gant muioc’h a aked eget biskoaz d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. He galoun a ioa rannet o sonjal pegement e veze offanset bemdez ann Aotrou Doue, hag ar zonj-se a rea d’ezhan diroll da vouela a greiz lavaret he offerenn. Enn eur gemmesk evelse he zaelou gant goad Jezuz-Krist, ne ehane da c’houlenn truez ha pardoun evit ar bec’herien.
Etre daou e oue hanvet da bersoun, hag er garg nevez-ma ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou he barrisioniz. Bez’ ez oa dreist holl tad ar beorien, hag alies e roe d’ezho lod euz he zillad ha betek he voutou zoken, p’en em gavent ganthan var ann hent. Neuze e laoske he vantell da goueza betek ann douar evit ne vije ket remerket e teue divoutou d’ar gear.
Eur zulvez vintin, enn eur vont d’ann iliz, e velaz eur paour keaz astennet var ann erc'h, hag hen enn noaz kouls lavaret. Raktal Iann a denn he zoudanenn evit he lakaat enn dro d’ar paour keaz-se, ha goudeze e kas hema ganthan d’ar presbital hag e ra d’ezhan azeza ouz he daol da zijunia.
Mes ar Zent o deuz bet aoun ato rak ar gount o devije da renta da Zoue euz ann eneou a veze fiziet ennho. Ann aoun-ze a grogaz ive e Iann a Genti, ha setu hen eunn devez ha kuitaat he barrez evit mont adarre da rejanti. Mes he zeveriou a rejant ne virent ket outhan da labourat evit silvidigez he nesa, hag ann amzer a jome ganthan, goude beza great he skol, a implije holl o sarmoun, pe o pedi hag o vedita.
Ar pez a denerea he galoun dreist peb tra oa ar zonj euz a basion hor Zalver, hag evit lakaat ar zonj-se dounoc’h c’hoaz enn he spered, ez eaz he-unan da Jerusalem. Eno, ann ioul en doa da veza merzer a reaz d’ezhan prezeg ann Aviel d’ann Turked ; mes, kaer en devoue, ne c’hellaz ket gounit ar gurunenn a verzerenti.
Ar zant-ma a ieaz ive peder guech da bardouna da Rom dre zevosion evit Kador sant Per, hag evit ober he burkator er bed-ma, evel a lavare he-unan. Ann holl veachou-ze a reaz var he droad, eur pakadik traou ganthan enn he zorn pe dindan he gazel. Eunn droiad, eur vandenn laeroun a ziframmaz diganthan ar pakadik traou-ze, enn eur c’houlenn ha n’en doa netra all ebed. Iann a respountaz nann ; mes goudeze e teuaz da zonj d’ezhan ez oa eunn nebeut peziou aour griet enn he vantell, ha kerkent e redaz da lavaret d’al laeroun en doa ankounac’heat ar peziou aour-ma, Al laeroun a jomaz mantret oc’h he glevet, hag a lezaz he aour ganthan. He bakadik traou zoken a rojont d’ezhan ive enn dro.
Iann a denne ann tamm euz he c’hinou evit terri he naoun d’ar paour, ha ne ehane da gastiza he gorf dre ar binijenn. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun, ne gouske nemed var ann douar noaz ha ne zebre nemed ar pez a renke da zibri evit chom beo. Epad ann tregont vloaz diveza euz he vuez e reaz ato vijil. Goude he skol, ne vanke morse da vont d’ann iliz da adori ar Zakramant, meulet ra vezo, hag he spered a veze dalc’h-mad gant Doue. Mervel a eure, karet ha respetet gant ann holl, d’ar 24 a viz kerzu euz ar bloaz 1473, oajet a zek pe c’houezek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou, araok ha goude he varo.
Ar zant-ma, epad m’edo o rejanti, ne glaske ket hebken ober tud habil euz he skolaerien ; mes klask a rea dreist peb tra ober anezho tud vertuzuz ha kristenien vad. Setu aze ive, tadou ha mammou, pe seurt mistri a dleit da joaz ato evit ho pugale. Ne c'houzanvit morse e ve roet d’ezho eunn deskadurez ha ne ve ket diazezet var ar relijion ; rak eunn hevelep deskadurez a ve eunn ampoezoun evit ho ene. Livirit ive bepred, enn eur drei eunn tammik komz mamm sant Loiz guech all : « — Guell eo ganen guelet va bugale maro eged ho guelet o vont da baianed. »