◄ Iann a Genti | Ursula | Hedvij ► |
rsula a ioa ganet e Bro-Zaoz d’ar mare ma’z oa c’hoaz hanvet ar vro-ze Breiz pe Vreiz Vraz, abalamour n’ez oa c’hoaz ennhi nemed Bretoned. He zad a ioa roue, ha ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue hag he skolia hervez he renk. Ar brinsez iaouank e devoa eur spered lemm, hag a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchcou ; mes he deskadurez ne oa netra e skoaz he vertuz hag he furnez.
Bro-Zaoz pe Vreiz Vraz a ioa d’ann ampoent dindan galloud impalaer Rom, hag ann impalaer-ma a zalc’he eno eunn arme evit miret ouz ar vro d’en em zevel enn he enep. Enn amzer ann impalaer Grasian, jeneral ann arme-ze oa Maksim, hag hema a lakeaz enn he benn didroni Grasian evit beza impalaer enn he blas. Ann arme a goummande e Bro-Zaoz pe e Breiz Vraz a droaz holl ganthan, ha setu hen ha treuzi ar mor gant ann arme-ze evit dont da Frans, el leac’h m’en doa Grasian eunn arme all. Maksim a drec’haz pe a c’hounezaz ive ann arme all-ma, ha raktal e oue anavezet evit impalaer e Frans evel ma’z oa dija e Bro-Zaoz.
Neuze e falvezaz d’ezhan rekoumpansi ar Vretouned a ioa deuet ganthan euz ann tu all d’ar mor evit he zikour da ober brezel da C'hrasian. Rak diskennet oa var douar Frans gant eunn arme a gant mil den ; mes ar zoudarded-se n’oant ket holl soudarded romen : eunn dek pe zaouzek mil Bretoun a ioa ive enn ho zouez, ha kabiten ar re-ma oa Konan Meriadek.
Hogen, Maksim a rekoumpansaz ar Vretouned hag ho c’habiten enn eur rei d’ezho ar vro a zo etre Roazon hag ann Naoned dioc’h eur penn, ha Brest ha Montroulez dioc’h ar penn all. Ar vro-ze a ioa hanvet Arvorik d’ann ampoent ; mes abaoue eo hanvet Breiz Vihan pe Vreiz hebken ; rak pell zo ne reer mui nemet Bro-Zaoz euz a Vreiz Vraz.
Konan Meriadek hag ar Vretouned all a ioa deuet asambles ganthan da heul Maksim a gemeraz peb hini he lod euz ar beg douar a ioa roet d’ezho. Mes var ar beg douar-ma oa rouez ann dud d’ar mare-ze, ha goulskoude Konan hag ar Vretouned all a ioa c’hoaz potred iaouank ann darn vuia anezho, hag o doa c’hoant da fortunia.
Ann impalaer Maksim en doa c’hoant ive e timesjent, ha setu hen ha skriva da Vreiz Vraz da c’houlenn merc’hed evitho. Evit Konan, ho c’habiten, ann impalaer a c’houlenne dre he hano ar brinsez Ursula, merc’h d’ar roue Dionok.
Eunn hevelep goulenn ne oue ket kavet dizoare e Breiz Vraz, ha raktal e oue klasket e kement korn a ioa er vro merc’hed iaouank da zigas da Vreiz Vihan. Ar roue Dionok he-unan a roaz he asant evit he verc’h, hag unnek mil blac’h iaouank a oue dastumet e kear Loundrez ha lakeat goudeze asambles gant Ursula el listri a ioa eno ouz ho gedal.
Mes, pa oue diblaset al listri-ma, e savaz goall amzer hag avel gountrol, hag e leac’h mont etrezek Breiz Vihan, e ouent poulzet etrezek ann Allemagn. Erruout a rejont enn eur porz-mor hag a ioa ennhan d’ann ampoent eunn arme a baianed, deuet dioc’h kostez ann Hanter-Noz da zikour ann impalaer Grasian d’en em zifenn a enep Maksim.
Ar guel euz a gement all a listri karget a verc’hed iaouank a lakeaz goad ar baianed-se da virvi gant tan ar goall ioulou. Mes ar Vretounezed kalounek, kelennet ha kennerzet gant Ursula, n’o devoue nemed eur vouez evit lavaret oa guell gantho mervel eget koll ho guerc’hded. Ar baianed a ieaz enn egar o klevet ann dra-ze, hag ho lazaz holl betek ann diveza. Ho merzerenti a erruaz d’ann 21 a viz here euz ar bloaz 383, hag ho c’horfou a oue enterret e Kologn gant kalz a respet.
Santez Ursula a aliaz eunn niver braz a verc’hed iaouank da vervel kentoc’h eget koll ho guerc’hded. Mervel a rejont holl, mes mervel a rejont chast ha dibec’h. Deskomp dre eno pebez istim a dleomp da gaout evit ar burete. Ar pez a reaz Santez Ursula hag he c’houmpagnunez, perak n’her grafemp-ni ket kent eget koll eunn tenzor kaer dreist holl vadou ar bed-ma. Truez eo guelet pegen aliez ec’h en em laka ann dud iaouank enn danjer.