◄ Lukas | Per a Alkantara | Iann a Genti ► |
r zant-ma a ioa ganet e bourg Alkantara e Spagn, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da
zont. Ne oa c'hoaz nemed seiz vloaz pa oue kavet eunn devez enn iliz o pedi Doue kalounek, var bennou he zaoulin adren ann ogrou. D’ann oad a c’houezek vloaz ez eaz enn Urs sant Fransez, ha bez’e oue raktal enn Urs-se eur skouer a bep seurt vertuziou.
Pa oue echu he bevar bloaz var’nn ugent ganthan, e oue beleget, hag a benn bloaz goude e oue hanvet da zuperior e kouent Introun-Varia-Ann-Elez. Neuze e oue karget da brezeg, hag hen ober a eure gant kement a frouez ma ne c’houfe den niveri ar bec’herien a lakeaz da jench buez. Eur maread tud a guitea ar bed hag ho madou, goude beza he glevet o sarmoun, evit en em rei holl da zervich Doue.
Etre daou e oue kaset da eur gouent all, mes ato evel superior. Ar gouent-ma a ioa enn eur vro c’houez hag enn eul leac’h distro, hag ann dra-ze a blije muioc’h d’ar Zant. Rak ar pez a glaske dreist peb tra oa beza he-unan gant Doue, hag he holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi hag o vedita.
Eunn eston eo ive hag eur skrij zoken klevet hano euz he binijennou. Da genta, ne zave morse he zaoulagad da zellet ouz den, ha ne anaie ar venac’h all nemed dioc’h ho mouez. Beva a rea bepred divar bara ha dour, nemed enn he gozni e kemere, ouspenn, eunn nebeut louzeier hanter-boaz. Ne rea peurvuia nemed eur pred bep tri devez, hag avechou e chome eiz dez dioc’htu heb dibri tamm. O trec’hi ar c’hoant kousket eo en devoue ar goasa krogat evel a anzavaz he-unan oc’h santez Thereza. Goulskoude gounit a eure erfin ar viktor, hag epad daou-ugent vloaz ne gouskaz nemed eunn heur hanter bemnoz azezet var he zeuliou hag he benn harp ouz ar voger. He gambr a ioa ken enk ma n’en doa ket a blas da c’hourvez.
E kreiz ar goanv ha pa veze rusta ann amzer, e talc’he digor prenest ha dor he gambr evit kaout muioc’h a riou, ha ne lakea morse boutou ebed da vont er meaz. Ato ive, pe e vije glao pe erc’h, pe e vije tomm-skaot ann heol, e kerze diskabell, hag ann dra-ma a rea abalamour m’ema Doue e peb leac’h hag evit kemeret skouer dioc’h hor Zalver, ne oa netra var he benn ken nebeut epad he basion. Gant ann dra-ze c’hoaz e touge bepred eur c’houriz houarn enn dro d’he gorf, hag ec’h en em skourjeze he-unan diou vech bemdez a daoliou chadenn.
Ar Zant a ioa deuet evelse da veza ker kastiz ma ne oa mui nemed ar relegou anezhan. Mes Doue hen rekoumpansaz o rei d’ezhan er bed-ma eunn tanva euz a joauzted ar baradoz. Aliez e veze douget a spered betek ann env, hag avechou zoken he gorf a zave dioc’h ann douar dre nerz ar garantez a ioa enn he galoun.
Per a Alkantara a labouraz kalz da lakaat ar venac’h euz he Urs da heul ar reolenn genta a ioa bet roet d’ann Urs-se gant sant Fransez, ha bez’en devoue ann eur da velet eur maread anezho o senti outhan. Sikour a reaz ive santez Thereza da ober ar memes tra evit leanezed Urs Karmes.
Abarz ar fin e kouezaz klanv e kear Avila, hag eno e varvaz e peoc’h d’ann 18 a viz here euz ar bloaz 1562, goude beza resevet he zakramanchoü diveza hag enn eur lavaret ar c’homzou kenta euz ar zalm Laetatus sum : « Plijadur am euz bet o klevet ar c’helou-ma : Mont a raimp da di ann Aotrou Doue. » Diskleriet en doa he-unan da be heur e varvche, ha kerkent ha ma oue tremenet, santez Thereza a velaz a bell he ene o nijal d’ar baradoz. Goudeze ec’h en em ziskouezaz d’ar zantez-ma e kreiz eur sklerijenn gaer ha dudiuz, hag e lavaraz d’ezhi : « — O pinijenn euruz, e deuz meritet d’inn eur c’hloar ker braz. » Sant Per a Alkantara a ioa d’ann ampoent o ren he dri bloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma a zigore dor ha prenest he gambr, pa veze ar goanv enn he c’hoasa, evit kaout muioc’h a riou, ha pe e vije glao pe erc’h, pe e vije tomm-skaot ann heol, ato e kerze diskabell. Penaoz e kredomp-ni eta, pec’herien ma’z oump, ha pec'herien vraz marteze, klemm gant ar ienienn er goanv ha gant ann dommder enn hanv ? E leac’h grozmolat pa gavomp ann amzer re ien pe re domm, kinnigomp da Zoue ar boan on euz gant ann dra-ze, evit paeamant euz ann hini on euz meritet dre hor pec’hejou, hag evelse ar boan-ze a zervicho d’eomp da ober hor purkator er bed-ma ha da greski hon rekoumpans er bed all.