Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Herve

Eus Wikimammenn
◄   Iann-Fransez Rejis Herve Mark ha Marsellian   ►



ar seizved devez a viz even


SANT HERVE, KLOAREK
————


Ar zant-ma a ioa ganet e maner Lanrioull e Guitevede, teir leo dioc’h Kastell. He dad hag he vamm a ioa ho daou tud a zoujans Doue. Ne oa nemed pemp bloaz pa varvaz he dad ; mes Rivanon, he vamm, ne espernaz netra evit rei d’ezhan eur gelennadurez kristen. Ar paotrik keaz a ioa ganet dall ; mes mard-oa serret daoulagad he gorf, daoulagad he spered a ioa digor mad, e teske ar pez a garie, ha var a gounter, d’ann oad a zeiz vloaz e c’houie dija dindan evor levr ar zalmou hag ann himmou a vez kanet enn iliz.

E tro ar mareou-ze. Doue a reaz meur a virakl enn he genver, hag ann dra-ma a ziskouez peger santel oa dija enn he vugaleach. O veza m’oa dall, e renke kaout unan bennag d’he ren dre ann dorn, hag ann hini a ioa karget euz ann dra-ze a ioa he hano Guiharan. Eunn devez eta m’edo o vont da bourmen gant hema, eur vandenn haillouned a reaz goab anezhan, enn eur lavaret : « — Ma’z ez-te, Dallik ? Ma’z ez-te, Dallik ? »

Ar prophet Elisee guech all, o klevet bugale o krial Moalik varnhan abalamour m’oa disto he benn, enn devoa galvet loaned gouez da zont varnho euz a eur c’hoat a ioa e kichen. Herve ne reaz ket evelse d’ar re a lavare Dallik d’ezhan ; mes goulenn a eure digant Doue ne c’helljent mui kreski, ha Doue a zelaouaz he bedenn : ar vugale-ze a jomaz ato bihan evel korriked.

Goude beza bet kelennet mad gant he vamm, Herve a oue kaset c’hoaz d’ar skol gant eur manac’h santel, he hano Marchian. Chom a reaz seiz vloaz gant ar manac’h-se, ha dont a eure da veza ken habil var ar c’han ha var ar grammer ma’z oa treac’h d’ann holl skolaerien all. Goudeze ez eaz da gaout sant Ulfol, he eontr, a ioa oc’h ober he ermitach enn eunn tu bennag e Leon.

Sant Ulfol a lavaraz d’ezhan: « — Ho mamm a zo klanv ; mes arabad e d’ehoc’h finval ac’hann evit ann dra-ze, p’e guir oc’h euz kement a ziezamant o vale. Me zo o vont d’he guelet da genta, ha dioc’h ma vezo, me deui d’ho kerc’hat ama. Da c’hortoz, achuit al labour a zo da ober var dro va ermitach. »

Sant Ulfol en doa eunn azenn evit ober he labour. Mes eunn devez m’edo Herve o pedi er chapel, ann azenn-ze a oue taget ha debret gant ar bleiz, kaer en doa Guiharan krial var hema. Herve a deuaz er meaz euz ar chapel da c’houlenn petra ioa a nevez ; Guiharan a gountaz d’ezhan, hag ar Zant a zistroaz da bedi. Kerkent, setu ar bleiz a benn herr d’ar chapel, a ioa chomet digor. « — Diouallit! eme Viharan da Herve, ema ar bleiz o vont d’ehoc’h. » « — N’e ket c’hoant ober drouk eo en deuz, eme ar Zant, c’hoant ober vad eo. Krogit ennhan ha stargnit, anezhan e plas ann azenn evit ma raparo ar gaou en deuz great ouz va eontr. » Guiharan a zentaz, hag ar bleiz a lezaz he stargna hag a reaz hiviziken labour ann azenn.

Prest goude, e teuaz sant Ulfol da gerc’hat Herve da vont da gaout he vamm. Houma a ioa dija dare da vervel. Ar Zant en devoue ann eur da reseo he bennoz hag he huanad diveza, ha goudeze e chomaz eur pennad mad el leac’h m’oa bet enterret, da lavaret eo, e Lanhouarne. Eno e veze noz-deiz o pedi var bez he vamm, hag e rea skol d’ar vugale divar dro. Mes ar respet hag ann istim o doa ann holl evithan abalamour d’he zantelez ha d’he viraklou a reaz d’ezhan kaout c’hoant d’en em denna enn eur plas all.

O veza klevfet oa maro sant Ulfol, ez eaz da genta da vizita bez he eontr, hag ac’hano e skoaz da Gastell. Sant Hoardon, eskop ar gear-ma, a roaz d’ezhan ann donzur zantel hag ann Ursiou munud betek ann hini a ro ar c’halloud da gas ann diaoul euz a gorfou ann dud. Neuze en devoue urs digant eunn eal d’en em lakaat adarre enn hent ha da vale etrezek ar Zao-Heol ken na vije lavaret d’ezhan a benn diou vech chom a za. O veza erruet enn eur parkad ed, ec’h azezaz da ziskuiza, ha setu raktal eur vouez o tont euz ann env, hag ar vouez-ma a lavare : « — Chomit aze, chomit aze ! » Herve ne d-eaz ket larkoc’h eta, hag er park-se zoken, e plas ann ed, e savaz eur gouent pe eunn ermitach nevez gant sikour eunn den euz ar vro ha gant ann aluzennou a zastumaz e Kerne ; rag mont a eure ive da ober eur gest e Kerne.

Ar Zant a dremenaz ann nemorant euz he vuez er gouent pe enn ermitach-se, dianavezet gant ann dud, mes anavezet mad gant Doue. Eno e varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 566, goude beza bet he zakramanchou diveza digant eskop Leon. He gorf a oue enterret el leac’h m’edo dija bez he vamm, hag el leac’h m’ema hirio iliz Lanhouarne.


SONJIT ERVAD

Mar d-oc’h ganet divac’hagn, trugarekait Doue evit ar c’hras-se ; mes ne d-it morse da ober goab euz ar re n’int ket ken euruz ha c’houi. Doue eo en deuz lakeat ar re-ma er stad m’emaint, ha rak-se ober goab anezho a ve ober goab euz a Zoue he-unan, hag en em riskla da veza skoet gant he justis evel ann haillouned a reaz Moalik euz ar prophet Elizee guech all hag ar re a reaz Dallik euz a zant Herve.