Buhez ar Sent/1913/Iann-Fransez, Rejis

Eus Wikimammenn
◄   Jermana Kousin Iann-Fransez Rejis Herve   ►



ar c’houezekved devez a viz even


SANT IANN-FRANSEZ, REJIS
————


Iann-Fransez a ioa ganet enn eskopti Narboonn e Frans er bloaz 1597. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa glevaz he vamm eunn deiz o lavaret hano euz a boaniou ann ifern, hag ann dra-ze a skoaz eunn taol pounner enn he galoun. Divar neuze ne zonjaz nemed d’en em ziouall diouz ar pec’hed evit ma c’hellje mont d’ar baradoz. He vrasa plijadur oa pedi Doue, hag eunn devosion dener en doa ive evit ar Verc’hez Vari.

D’ann oad a drivac’h vloaz e kouezaz goall glanv, ha pa oue pare, e reaz eur retred evit anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhan gant Doue. Er bloaz varlerc’h e c’houlennaz beza resevet enn Urs ann Tadou Jezuisted, ha kerkent e oue remerket etouez ar re all evel eur skouer a humilite, a zentidigez hag a bep seurt vertuziou. P’en devoue great he veuiou, e oue kaset da Gahors, ha goudeze da Dournon, da achui he studi. Hogen eno oa dija ker brudet dre he zantelez ma lavaret anezhan pa veze guelet o vont gant ar ruiou : « — Sell, setu ahont Eal ar skolach. »

Iann-Fransez o veza bet beleget en em daolaz holl da labourat evit silvidigez ann eneou. Epad dek vloaz dioc’htu e roaz misionou er Vivare, er Vele hag er Forez, ha ne c’houfe den lavaret pegement a heretiked a c’hounezaz evelse d’ar feiz katholik, na pegement a bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Ar goanv a dremene var ar meaz, hag ann hanv er c’heariou. Dalc’h-mad e veze o redet varlerc’h ann denved dianket. Var ar meaz ez ea d’ho c’hlask er c’hoajou ha var ar meneziou, dre ar glao hag ann erc’h, hag a dreuz ar steriou, ar poullou dour hag ar c’herrek goloet a zrez hag a spern. Er c’heariou, e klaske anezho enn hospitaliou, er prizouniou, var ar plasennou ha betek enn ho ziez.

Bez’en devoue kalz da c’houzanv euz a berz ann heretiked hag ann dud fall ; mes pardouni a rea d’ezho a greiz kaloun. Eunn droiad, unan bennag a oue fallakr aoualc’h evit rei eunn taol dorn d’ezhan var he voc’h. « — Bennoz Doue d’ehoc’h ! eme ar Zant; ma’c’h anavezfac’h ac’hanon, e velfac’h e veritann goasoc’h c’hoaz. » Eunn droiad all, tri zen iaouank direol a ioa ouz he c’hortoz var ann hent evit he laza. Iann-Fransez a ieaz d’ho c’haout, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Petra ! me zo prest da skuill va goad evit savetei hoc’h eneou, ha c’houi a fell d’ehoc’h en em zaoni o lamet va buez diganen ! » Ann tri zen iaouank a jomaz mantret o klevet ar c’homzou-ze. Neuze ar Zant ho briataz evel eunn tad tener, hag ho aliaz stard d’en em unani gant Doue. Kovez a rejont ganthan ho zri, hag hiviziken e ouent tud iaouank fur hag a skouer vad.

Petra bennag ma’z oa dous ha chentil e kenver ar re all, Iann-Fransez a ioa bepred rust enn he genver he-unan. Ne ehane da gastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Dougen a rea ato eur c’houriz reun ha chadennou houarn, ha ne gouske nemed var eur plankenn pe var ann douar noaz. Ne eve morse a vin, ha ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhan da vervel gant ann naoun.

He garantez evit ar beorien a ioa ker braz ma’z ea he-unan da glask ann aluzenn evitho. A benn diou vech ive e risklaz he vuez evit mont var dro ar re a ioa klanv gant ar vosenn. Mes ann dra-ze c’hoaz ne d-eo netra e skoaz ar garantez en doa evit Doue. Lavaret a c’heller gant guirionez ne veve nemed evit Doue, ne gomze nemed euz a Zoue, ne zonje nemed e Doue. Pa veze oc’h offerenna ouz ann aoter, he galoun a verve kement gant tan ar garantez-se ma’z ea ann dommder anezhi betek kalounou ar re all, ha m’ho lakea ive da virvi.

Doue a rekoumpansaz he zervicher oc’h ober eur mirakl kaer enn he genver. Eunn devez, en devoue eul lamm o pignat var eur menez, hag e torraz he c’har. Goudeze e reaz c’hoaz diou leo var bouez eur vaz, ha pa erruaz e penn he veach, ez eaz d’ann iliz da govez. Pa oue echu ganthan, e tiskouezaz he c’har, ha ne oa mui anat oa bet torret : pare neat oa.

Erfin, o veza kouezet klanv enn eur bourg a eskopti Vienn, ar zant-ma a lavaraz d’he goumpagnoun : « — Na me zo euruz, va breur ! Setu Jezuz ha Mari o tont d’am c’herc’hat evit va c’has gantho d’ar baradoz ! » Prest goude e varvaz e peoc’h d’ann deiz diveza euz ar bloaz 1640, epad m’edo o ren he bevar bloaz ha daou-ugent.

SONJIT ERVAD

Sant Iann-Fransez Rejis a reaz eur retred evit anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhan gant Doue. Setu aze petra dlefac’h da ober ive, tud iaouank, abarz en em staga dre eul liamm ha n’euz nemed ar maro hag a c’hellfe he derri. It d’ar retred da c’houlenn kuzul ha sikour digant Doue. Eno Doue a roio sklerijenn d’ho spered ha nerz d’ho kaloun, ha mar d-eo he volontez e chomfac’h er bed, e tesko d’ehoc’h er memes amzer ann tu d’en em zantifia dre ar grasou braz a zalc’h prest evidhoc’h e sakramant ar Briedelez.