Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Mark ha Marsellian

Eus Wikimammenn
◄   Herve Mark ha Marsellian Juliana Falkonieri   ►



ann trivac’hved devez a viz even


SANT MARK HA SANT MARSELLIAN, MERZERIEN
————


Mark ha Marsellian a ioa daou vreur o chom e Rom, dimezet ho daou, ha bugale d’ezho. Ho zad hag ho mamm a ioa c’hoaz paianed, hag ho friejou a ioa ive paianezed ho diou ; mes hi a ioa kristenien leun a feiz, hag abalamour da ze e ouent prizouniet dre urs ar prefet Kromaz, bourrevet e meur a feson hag erfin koundaonet d’ar maro. Goulskoude ho zad a obtenaz ma vije gortozet eur miz abarz ho dibenna ; esper en doa, emezhan, da ober d’ezho adori ann idolou epad ann am-zer-ze.

Ho mamm eo a eseaz da genta lakaat anezho da nac’h ho feiz. Dont a reaz d’ar prizoun, liou ann dizesper var he zal hag he bleo guenn dispak var he diouskoaz. Enn eur dostaat ouz ann daou vreur, e rogaz he zae var he stomok, hag e tiskouezaz d’ezho poull he c’haloun enn eur lavaret : « — Setu aze ar galoun e deuz ho maget, ar galoun m’oc’h bet kousket varnhi ken aliez a vech enn ho pugaleach. Te, Mark, eo az poa ar muia karantez evidon, ha te, Marsellian, ar muia doujans. Ah! mamm reuzeudik ma’z ounn, koll a rann va daou vab, hag hi ho-unan a zo kaoz euz ho maro! »

Kerkent ec’h erruaz ive ho zad, douget var divreac’h he zervicherien ; rak klanv oa. He benn, guenn evel eur sin, a ioa goloet a boultrenn. « — Va bugale, emezhan d’ann daou vreur, deuet ounn da lavaret kenavo d’ehoc’h p’e guir oc’h euz c’hoant da vervel. Evelse eta, tad paour ma’z ounn, ar pez am boa lakeat a gostez evit va liena va-unan a zervicho d’ho liena-c’houi! O va bugale ger, o c’houi a zo koustet kement a boan d’inn da zevel ha da skolia, hag a rea goudeze va joa dre ho spered hag ho teskadurez, petra en deuz great d’ehoc’h beza ken diskiant enn eunn taol kount ha karet kement ar maro ? »

Ho friejou a deuaz erfin d’ho zro, ho bugaligou gantho etre ho divreac’h : « — Siouaz! emezho, piou a vezo mestr var ar vugale-ma hiviziken ? Ha ni, piou a renkimp-ni da zervicha ? Hag ho tiez, etre daouarn piou e kouezint ? Daoust ha c’houi a vezo kriz ha dinatur aoualc’h evit ober fae var daelou ho tad hag ho mamm, var daelou ho kragez hag ho pugale, ha mont hoc’h-unan da astenn ho kouzoug d’ar bourreo ? »

O klevet ar c’homzou-ze, hag o klevet er memes amzer ar prizoun o tregarni gant hirvoud ha gouelvan ho zad hag ho mamm ; ho friejou hag ho bugale, Mark ha Marsellian o doa beac’h oc’h herzel mui hag ho c’haloun a venne mankout. Mes sant Sebastian a ioa eno, hag ar zant-ma a roaz d’ezho eunn nerz nevez. « — Soudarded Jezuz-Krist, emezhan, sonjit er gurunenn gaer a zo ouz ho kortoz enn env, ha ne d-it ket da drei kein d’ar baradoz dre druez ha dre garantez evit ho tud. Ah! ma anavezfe ar re-ma ar virionez egiz m’he anavezit, e leac’h lenva, dridal gant ar joa eo a rafent hirio. Hi a gred n’euz netra goude ar maro ; mes ma c’houfent ez euz eur vuez all goude houma, me zo sur e rafent ive kement a zo enn ho galloud evit meritout ar vuez-se. »

Ar pez a lavare sant Sebastian a ioa guir. Tad, mamm, gragez ha bugale Mark ha Marsellian, o veza bet kelennet gant ar zant-se var ar relijion gristen, a zigoraz ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. Dre ar miraklou a rea, Sebastian a lakeaz ive mestr ha mestrez ann ti, a zerviche da brizoun d’ann daou vreur, ha betek zoken ar prefet Kromaz, da zilezel servich ann doueou faoz. Neuze Kromaz, deuet da veza kristen, a lezaz Mark ha Marsellian da zistrei d’ar gear.

Mes prest goude e oue kroget ennho adarre dre urs ar prefet Fabian, a ioa bet hanvet e plas Kromaz, hag enn dro-ma e ouent staget ouz eur vezenn var bouez tachou hirr ha lemm sanket enn ho zreid. Ar prefet a lavaraz d’ezho : « — Chom a reot evelse ken n’o pezo kinniget ezans d’ann idolou. » Mes, e leac’h respount, hi en em lakeaz da gana ar zalm : « Ecce guam bonum et quam jucundum habitare fratres in unum ! Pegen dous ha pegen dudiuz eo evit breudeur beza evelhenn asambles! » A benn peder heur var’nn ugent goude, Fabian a roaz urs da dreuzi ho c’hostez gant eunn taol lans, ha dre ar gouli a reaz ann taol lans-ma ho eneou a nijaz rak ehun d’ar baradoz. Ho merzerenti a erruas e tro ar bloaz 286.

SONJIT ERVAD

Tad, mamm ha gragez ann daou zant-ma ne espernjont netra evit ober d’ezho adori ann doueou faos ; mes ann daou vreur kalounek, kennerzet gant sant Sebastian, a jomaz bepred stard enn ho feiz. Pegement a dud siouaz! a ia a enep ho c’houstians hag a verz ho ene dre eunn doujans pe eur garantez milliget, gant aoun da zisplijout d’ho c’herent, da eur mestr pe da eur mignoun! Eur c’hristen ne dle anaout na kar, na mignoun, na tad, na mamm, pa c’houlenner diganthan eunn dra bennag kountrol da lezenn Doue : he zever eo neuze senti ouz Doue heb ober van ebed evit klevet ann dud.