Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Anjela Merisi

Eus Wikimammenn
◄   Ferdinand Anjela Merisi Ronan   ►



ann unan ha tregont a viz mae


SANTEZ ANJELA MERISI, GUERC’HEZ
————


Anjela a ioa ganet e bourg Desenzano enn Itali, er bloaz 1474. O klevet he zad o lenn buez ar Zent, e savaz c’hoant ganthi da gemeret skouer dioutho, ha kerkent hag ann oad a bemp bloaz e leze ar c’hoariou a gostez evit en em denna enn eur gamprik da bedi Doue asambles gant he c’hoar gosa.

Bihanik oa ive c’hoaz pa reaz he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulskoude he c’hamaladezed n’oant ket evit miret da gomz d’ezhi euz ar fortuniou kaer a gavche er bed ; rak brudet oa dija dre he gened, ha bez’ e devoa, dreist holl, eur pennad bleo melen hag a ioa dudiuz da velet. Mes evit diskouez n’e ket plijout d’ann dud eo a glaske, hi a voalc’he bep mintin he bleo gant dour huzil, hag evelse ereaz d’ezho koll ho lufr hag ho sked.

Goude beza great he fask kenta, Anjela n’e devoue mui naoun bara ann douar ; naoun bara ann env avad a ioa dalc’h-mad enn he c’haloun. He zad hag he mamm o veza maro, eunn eontr d’ezhi he c’hemeraz enn he di. Epad m’edo eno, e lakeaz enn he spered mont da ober he ermitach enn eur plas distro bennag ; mes he eontr a viraz outhi. Evit ac’hano, beva a rea e ti he eontr evel eunn ermitez.

Ne zebre morse a gig nemed pa veze klanv, ha ne eve guin nemed da zul Fask ha da c’houel Nedelek ; avechou zoken e chome meur a zevez dioc’htu heb tanva tamm na banne. Dougen a rea bepred eur porpant reun, hag he holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi Doue pe o vedita. Ne gouske nemed var ar c’halet, ha c’hoaz he c’housk a veze ato berr-berr. Eunn droiad, ann drouk-spered a gemeraz furm eunn eal evit he zenti ; mes ar Zantez a anavezaz buhan ann aerouant, hag a reaz d’ezhan tec’het kuit raktal.

Goude maro he eontr, Anjela a zistroaz da vourg Desenzano. Neuze e viskaz sae Trede-Urs sant Fransez, hag ec’h en em roaz muioc’h eget biskoaz d’ann oberiou a binijenn, a zevosion hag a drugarez. Bemdez e kommunie, ha goude ar gommunion e veze aliez savet a spered dreist holl draou ar bed-ma. Beva a rea divar ann aluzenn, hag ar pez a veze a re evithi he-unan a ingale etre ar beorien all. He flijadur oa ive servicha ar re glanv, konsoli ann dud ankeniet, labourat da unani ar re a ioa kasouni entrezho ha sikour tenna ar bec’herien euz a lagenn ar pec’hed.

He c’harantez evit Jezuz-Krist a reaz d’ezhi mont da vizita ar plasou santel a Jerusalem. Mes ne c’hellaz ket guelet ar plasou benniget-se gant daoulagad he c’horf ; rak dallez oa deuet da veza abarz m’oa erruet enn termen euz he beach. Ho guelet a eure evelato gant daoulagad ar feiz, ha ne skuize ket o taoulina hag o pedi var ann douar a ioa bet santifiet dre boaniou ha dre c’hoad he Zalver.

Enn eur zistrei d’ann Itali, Anjela a oue pareet enn eunn taol kount. O veza diskennet e kear Veniz, eskop ar gear-ma a c’hoanteaz he delc’her eno ; mes tec’het a reaz kuit dre guz evit mont adarre da Vresia, el leac’h m’edo o chom eur pennad a ioa araok he beach. Er bloaz varlerc’h ez eaz da Rom da ober he Jubile, hag e oue kaset da gaout ar pab gant unan bennag hag a anaie anezhi. Ar pab a falvezaz d’ezhan he lakaat da zuperiorez enn eunn hospital euz a Rom ; mes ar Zantez a oue guell ganthi distrei da Vresia.

Epad m’edo c’hoaz e Desenzano, santez Ursula a ioa en em ziskouezet dirazhi eunn devez, e penn eur vandenn guerc’hezed guisket e guenn, hag e devoa komzet outhi evelhenn : « — Dalc’hit mad, Anjela ; abarz mervel, c’houi a zavo e Bresia eur goumpagnunez guerc’hezed henvel ouz ar re-ma. » Ar Zantez a zonjaz oa poent d’ezhi brema ober ar pez e devoa lavaret santez Ursula. En em glevet a eure eta gant eunn nebeut merc’hed devot eveldhi evit heul eunn hevelep reolenn a vuez, hag en em zikour ann eil eben da ober skol d’ar vugale baour.

Ar goumpagnunez nevez-ma a verc’hed devot a oue lakeat ganthi dindan patrounach santez Ursula, hag a deuaz divezatoc’h da veza eunn Urs brudet, hanvet Urs ann Ursulinezed.

Anjela a roaz da anaout e padje ann Urs-se betek fin ar bed, ha prest goude e varvaz leun a veritou er bloaz 1540, oajet a c’houec’h vloaz ha tri-ugent. He c’horf a jomas eur miz heb beza enterret, hag epad ann amzer-ze e oa bepred ker fresk ha ker soupl ha pa vije beo.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma a gollaz ar gueled enn eur vont da bardouna da Jerusalem. Meur a hini a vije deuet dioc’htu var ho c’hiz ma vijent bet enn he flas ; mes hi ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha Doue he rekoumpansaz o rei d’ezhi ar gueled adarre p’edo o tistrei d’ar gear. Arabad e d’ehoc’h fallgalouni ken nebeut mar kavit eur gontroliez pe eunn diezamant bennag var hoc’h hent, d’ann ampoent ne glaskit e guirionez nemed gloar Doue ha silvidigez hoc’h ene. Kendalc’hit ato da ober guella ma c’hellot hag abred pe zivezad Doue a raio d’ehoc’h ive beza treac’h d’ar c’hontrolieziou pe d’ann diezamanchou-ze.