Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ferdinand

Eus Wikimammenn
◄   Maksimin Ferdinand Anjela Merisi   ►



ann tregontved devez a viz mae


SANT FERDINAND, ROUE
————


Ar zant-ma a ioa mab da Alphons, roue Leon e Spagn, ha kenderv gompez da zant Loiz, roue Frans. Reseo a reaz eunn deskadurez kristen enn he vugaleach, ha d’ann oad a drivac’h vloaz e oue dimezet da Veatris, merc’h da impalaer ann Allemagn, vertuzusa prinsez iaouank a ioa enn he amzer. Ar brinsez-ma a roaz d’ezhan seiz mab ha teir merc’h. D’ann ampoent-se, Ferdinand a ioa dija roue Kastill, ha goude maro he dad e teuaz ive da veza roue Leon.

Hogen, evel he genderv sant Loiz, ar roue-ma a ioa rust enn he genver he-unan, mes leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re all. Gouzout a eure ato beza treac’h d’he dechou fall; lakaat a rea respeti al lezennou, mes prest e veze bepred da bardouni d’ar re o deveze great eur faot bennag, pa ziskouezent kaout keuz d’ar faot-se. Evit ann offansou great d’ezhan he-unan, ne zalc’he kount ebed anezho : ho ankounac’haat a rea dioc’htu.

D’ar mare-ze, eul lodenn vraz euz ar Spagn a ioa c’hoaz etre daouarn ar Mahometaned. Ferdinand ne espernaz netra evit karza ar vro euz ann dud divadez-ma hag euz ho fals relijion. Epad he vuez holl, kouls lavaret, e oue e brezel outho, ha gounit a eure varnho eur maread viktoriou. Mes enn holl brezeliou-ze ne glaske nemed gloar Doue ha silvidigez ann eneou. « — Va Doue, emezhan, c’houi a vel ar pez a zo muia kuzet e goelet ar galoun, c’houi a c’hoar eta n’e ket va gloar va-unan eo a glaskann, mes ho kloar-c’houi hebken. Nann, n’e ket astenn va rouantelez eo a fell d’inn, mes kas pella ma c’hellinn ann anaoudegez euz hoc’h hano santel ha benniget. »

Lamet a reaz evelse kalz keariou ha kals douarou digant ar Mahometaned, hag er c’heariou pe var ann douarou-ze e savaz ilizou hag eskoptiou nevez. Bez’ez oa evit he zoudarded eur skouer a bep seurt vertuziou, ha c’hoant en doa e vijent holl ken devot hag hen. Iun a rea evel eur manac’h hag aliez e tremene ann noz o pedi Doue, dreist holl derc’hent ann deiziou ma veze menek d’en em ganna.

E penn ann arme e veze douget ato imach ar Verc’hez evit rei nerz ha fizians d’ar zoudarded, hag ar Zant he-unan a zouge enn he gerc’henn eunn imach all bihanoc’h. Pa veze o vont d’ann emgann var varc’h, e stage ann imach-ma oc’h kroummellenn he zibr, ha p’en deveze gounezet ar viktor, ne vanke morse da lavaret oa dre c’hras Doue hag ar Verc’hez en devoa he gounezet.

Ferdinand a ioa evel eunn tad evit he zujidi, ha biskoaz ne falvezaz d’ezhan kreski ann taillou var digarez herzel ouz mizou ar vrezel. « — Ne rinn biken ann dra-ze, emezhan; Providans Doue a bourveo a hent all. Muioc’h a aoun am euz rak malloz eur baourez geaz eget rak eunn arme vraza Vahometaned. »

Ar roue santel-ma a zouge ive eur c’houriz reun enn dro d’he gorf. Edo o sonjal mont betek ann Afrik da ober brezel da enebourien ar feiz kristen pa gouezaz klanv d’ann oad a dri bloaz hag hanter-kant Goulenn a eure raktal he zakramanchou, ha pa velaz ann Aotrou Doue o tont enn he gambr, ec’h en em daolaz er meaz euz he vele evit kommunia var bennou he zaoulin. Eur gordenn a ioa ganthan enn dro d’he c’houzoug hag eur grusifi enn he zorn. Pa oue enn he angouni, e lavaraz d’ar veleien lavaret al litaniou hag ann Te Deum, hag a veac’h oa echu ar pedennou-ze ma tremenaz e peoc’h d’ann 30 a viz mae euz ar bloaz 1252. Ar pab Klemant X hen lakeaz e renk ar Zent er bloaz 1671.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a rea dougen imach ar Verc’hez e penn he arme pa veze o vrezelekaat, hag he-unan e touge enn he gerc’henn eunn imach all bihanoc’h. Kemerit skouer diouthan, tud iaouank, pa vezit galvet da vont d’ar vrezel. Dougit ive neuze enn ho kerc’henn ar skapular pe eur vetalenn mirakuluz bennag enn henor d’ar Verc’hez. Ar skapular pe ar vetalenn-ze a raio muioc’h a vad d’ehoc’h eged ho fuzuillou ; rak ma ne viront ket ato ouz ho korf da veza tizet gant ann tennou pe gant ar bouliji, e virint da vihana ouz hoc’h ene da veza kollet da viken. Mamm Doue, o velet ho tevosion hag ho karantez enn he c’henver, ne vanko ket da obten evidhoc’h digant he Mab ann holl grasou a zilvidigez m’o pezo ezomm anezho.