Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ronan

Eus Wikimammenn
◄   Anjela Merisi Ronan Marsellin ha Per   ►



ar c’henta devez a viz even


SANT RONAN, ESKOP
————


Ronan a ioa ganet enn Irland, hag a oue beleget ha sakret eskop enn he vro. Ar c’hoant enn doa da veva he-unan gant Doue ha dianavezet gant ann dud a reaz d’ezhan treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Diskenn a eure var douar Leon, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eur plas distro da ober he ermitach. Er plas-se ez euz savet a-c’houdevez eur gear vihan hag a zo hanvet Lokournan euz a hano ar Zant.

Eno e tremene he holl amzer o iun, o pedi hag o vedita. Mes, kaer en devoue klask en em guzat, he zantelez hen diskuillaz. Peorien glanv pe vac’hagnet a ieaz eunn devez da c’houlenn ann aluzenn d’he ermitach. Ronan a respountaz d’ezho oa paour he-unan, ha n’en doa nag aour nag arc’hant da zioueret gantho. Mes rei a eure d’ezho ar iec’hed, ar pez a dalie evitho kalz hiroc’h eged aour hag arc’hant. Ar beorien-ze a vrudaz dre ar vro ar mirakl a ioa bet great enn ho c’henver, hag heb dale ermitach ar Zant a oue darempredet gant eur maread tud.

Hogen, Ronan a gave diez ann dra-ze, ha setu perak e sonjaz tec’het enn eul leac’h all. Treuzi a reaz eta rad Brest, hag o veza eat pemp pe c’houec’h leo larkoc’h var douar Kerne, ec’h erruaz enn eur c’hoat braz, hanvet Koat-Nevet, varnhed teir pe beder leo dioc’h Kemper. Er c’hoat-se e savaz eunn ermitach nevez hag eur chapel da offerenna gant sikour eunn den divar ar meaz a ioa o chom e kichen.

Ann den-ma a iea da velet ar Zant aliesa ma c’helle ; rak plijadur en doa o klevet anezhan o komz euz a Zoue hag euz a draou ann env. Mes he c’hreg, hanvet Keban, n’oa ket henvel outhan. Houma a ioa eur goall vaouez, hag a rebechaz d’he goaz ann amzer a dremene e koumpagnunez Ronan. « — Ann amzer-ze, emezhi, a zo eunn amzer gollet ; n’e ket evelse e c’hounezot bara d’inn-me ha d’ho pugale. » Mont a reaz he-unan da lavaret a bep seurt traou d’ar Zant var digarez ma tistroe he goaz divar he labour. Mes Ronan ne respountaz ket eur ger, hag ann dra-ma a lakeaz anezhi da egari goasoc’h-goaz.

Neuze ec’h inkantaz enn he amezegez ne oa ann ermit-se nemed eur sorser, hag e felle d’ezhan ive ober eur sorser euz he goaz. Mes kement-se zoken ne oue ket aoualc’h evithi. O veza ma kendalc’he ann dud a skiant da gaout istim evit ar Zant, Keban, dallet gant he c’hounnar, a damallaz d’ezhan eunn torfed heuzuz. N’e devoa nemed eur verc’h hag a c’helle beza pevar pe bemp bloaz. Mad, kuzat a eure ar verc’h-ma enn eur c’houffr, ha goudeze e kountaz d’ann holl oa bet debret gant Ronan : « — Rak hennez, emezhi, a c’hoar mont da vleiz pa gar. »

Ann holl a oue spountet ouz he c’hlevet ; mes ar spount-se a reaz d’ar c’hreg fallakr kemeret c’hoaz muioc’h a hardisegez, ha setu hi da Gemper da zougen klemm dirak ar roue Grallon. Eno e vouelaz hag ec’h hirvoudaz kement enn eur c’houlenn venjans evit he merc’h ma ne oue ket ar roue evit miret d’he c’hredi. Grallon eta a ordrenaz raktal digas Ronan d’he gaout, ha pa oue erruet, e laoskaz varnhan daou gi braz a ioa o tiouall he balez. Mes ar Zant a zavaz he zorn, hag a reaz sin ar groaz var ar chas enn eur lavaret : « — Doue r’ho tiarbenno! » Kerkent ann daou gi-ze, e leac’h diskouez ho dent, a deuaz da ober chalantiz d’ezhan enn eur ficha ho lostou, hag ar roue a anavezaz dioc’htu en doa kredet re vuhan ann teod fall.

Neuze Ronan a ziskleriaz ar virionez var ehun. « — Ar verc’h, emezhan, a zo bet kuzet enn eur c’houffr gant he mamm ; mes abaoue eo maro abalamour n’e devoa ket a ear aoualc’h er c’houffr-se. » Ar pez en doa lavaret ar Zant a oue kavet guir, ha Keban a vije bet lakeat he-unan d’ar maro pa n’efe ma’c’h obtenaz Ronan gras evithi. Kounta a reer e roaz ive adarre ar vuez d’he merc’h.

Goude ar mirakl-ma hag ar pez a ioa c’hoarvezet e Kemper, ne oa ken kaoz dre ar vro nemed euz ann ermit santel, hag a bep tu e tirede tud d’he velet. Mes he humilite n’oa ket evit gouzanv ar stad a reat anezhan, ha setu hen hag en em denna enn eur plas all, var douar eskopti Sant-Briek. Eno e varvaz enn eunn oad braz ; mes he relegou a oue digaset da Goat-Nevet, ha divezatoc’h e oue savet eunn iliz gaer var he vez. Ann tiez a zo enn dro d’ann iliz-se a ra eur gear vihan hag a zo hanvet ive Lokornan. Houma eo Lokornan kerne, hag eben Lokournan Leon.


SONJIT ERVAD

Eunn den, eat enn egar, a zo henvel ouz eunn den dall pe ouz eunn den foll. Ne zell mui petra da lavaret na petra da ober. Goudeze en deuz keuz ha mez ; re zivezad siouaz ! Pa zantot ho koad o virvi gant tan ar vuhanegez, hastit affo teuler dour var ann tan-ze, evit miret outhan da ober drouk d’ehoc’h hoc’h-unan ha d’ar re all ; da lavaret eo, hastit affo moustra var ho kaloun evit mouga ar vuhanegez a zo savet ennhi, o sonjal e kentel Hor Zalver : « Deskit ganen ez ounn dous a galoun. »