Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Viktor

Eus Wikimammenn
◄   Samson Viktor Martha   ►


Eizvet devez warn-ugent a viz Gouere


SANT VIKTOR
Pab (185-197)



Viktor, mab da Felix, a oe ganet en Afrik. Pignal a reas war Gador sant Per, er bla 185.

Kommod a oa neuze impalaer en Rom. En e amzer, a drugare Doue, an Iliz a c’hellas kaout ar peuc’h dre ar bed holl. E-touez tud e lez, e oa eleiz a gristenien ; Marcia, e bried, daoust ne ver ket evit lavaret e vije badezet, a gare an Otrou Doue hag a gemere preder gant an Iliz ; lakat a reas ar c’halloud he devoa da dalvezout evit ober vad d’ar gristenien.

Mont a reas zoken, eun de, betek gervel ar pab Viktor da zont d’al lez, hag e c’houlennas outan hanoiou ar verzerien a oa o labourât en mengleuziou ar Sardaign. Viktor a roas ar roll aneze d’ezi. Marcia a yeas gantan da gaout he fried hag a c’honezas delivrans ar verzerien ; ar beleg Hyasent a oe karget da gas da c’houarner ar Sardaign kemennadurez an impalaer.

Setu eta eun êsa grêt en blaveziou divezan an eilvet kantved, gant an Iliz ha gant ar Gouarnamant, evit en em glevet.

Epad an trede kantved, gwad ar verzerien a redo adarre ; ar c’hleze a vezo tennet c’hoaz ; koulskoude, ne vezo ket dalc’h-mat o lugerni ’uz da benn ar gristenien, evel m’oa bet epad an daou gantved kentan. Lôsket didrabas gant enebourien an diavêz, an Iliz he devoe da stourm, en amzer-ze, ouz ar Vontanisted, enebourien an diabarz. Montan a oa eun assyrian a veve war-dro hanter an eilvet kantved, hag a deuas da gredi, goude e vadeziant, e oa dibabet gant ar Spered-Santel evit digas eur relijion neve war an douar, strisoc’h eget ar relijion gristen. Gourc’hemenn a rê d’e ziskibien yuniou bras hag alïes ; difennet a oa d’eze addimezi, ha tec’hel arôk ar verzerenti.

An eskibien a ziskuilhas abred faziou ar Vontanisted ; merzerien Lyon, eus o frizon, a skrivas diwar o fenn d’ar pab Eleuther ; Viktor o c’hondaonas.

En amzer-ze ive, e savas trouz etre eun nebeut ilizou eus ar zav-heol hag an holl ilizou-all eus ar bed, diwar-benn an deiou ma tleed lidan goueliou Pask.

Ilizou ar zav-heol, evit ober diouz sant Yan, a lake goueliou maro ha rezureksion Jezuz-Krist d’ar 14et ha d’ar 16et devez eus a loar veurz. An ilizoù-all, evit ober kentoc’h diouz an ebestel Per ha Pôl, a lake aneze d’ar 14et ha d’ar 16et devez eus a loar veurz, pa gouezent da wener ha da zul, ha d’ar gwener ha d’ar zul war-lerc’h hepken, pa gouezent da zeveziou-all eus ar zun.

Dre-ze, alïes awalc’h, goueliou Pask n’en em gavent ket da vezan lidet er memes amzer er zav-heol hag er c’huz-heol. Viktor a deuas a benn da lakat eskibien ar zav-heol da heuilh giz Rom.

Mervel a reas er bla 197, hag e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per.

————


BOKED


Evel m’eman ar c’horf a-unan gant an ine, hag an ine a-unan gant ar c’horf, evelse, ar Gouarnamant a dle bezan a-unan gant an Iliz, hag an Iliz a-unan gant ar Gouarnamant.

An disparti etreze, ma c’hall bezan talvoudus evit an Iliz, pa glask ar Gouarnamant ober re e vestr, ne dle na n’hall ket peurbadout : eun amzer a deu hag e renkont rei adarre an dorn an eil d’egile, ha neuze, evit an eil hag egile, pep tra a ya war well.