amson a deuas er bed en Breiz-Veur, er bla 480, hag a oe skolaet en Laniltud. Dubrik, eskob Kaer-Leon, hen belegas. War ôtre sant Iltud, en em dennas en manati Enez-Pir ; ac’hane ec’h eas d’an Iverzon, da rei an dorn da zant Gweltas da zevel a-neve ar relijion er vro-ze.
Eno e reas eleiz a viraklou, hag e konvertisas eleiz a ineou. Divezan tra a reas a oe tennan an drouk-spered eus korf eun abad ; heman a oe ken eürus goude e zelivrans ma roas e vanati da Zamzon, ha ma heuilhas anezan da Vreiz-Veur.
Dizro d’e vro, e reas d’e holl gerent mont da leaned ha da leanezed : e dad, e vamm, e bemp breur, e eontr, e voereb, e gendirvi.
Kas a reas e eontr Umbrafel da c’houarn ar manati a oa bet roët d’ezan gant an abad iverzoniad en devoa pareet diouz an drouk-spered.
Goude-ze, o vezan kemeret gantan Ammon, e dad, an abad iverzoniad-ze hag eur manac’h-all eus a Laniltud, en em dennjont o fevar d’ober pinijen en eur c’hoad don, war lez ar Savern.
En em guzet en devoa eno ken mat ma ne oa den evit gouzout pelec’h e oa. E genvroïz, enkrezet holl gantan, ha gant aon na vije maro, a furchas holl goajou ar vro ken a gouezjont warnan.
Neuze e oe grêt d’ezan kemer stur eur manati, savet gant sant Jermen, ha prest goude, Dubrik hen sakras eskob.
Meur a vla goude, da Zul-Fask, eur vouez deut eus an nenv a lavaras d’ezan treuzi ar mor ha diskenn en Breiz-Vihan.
En em lakat a reas raktal en hent, ha douaran reas en aber Gwioul, en Breiz-Uhel, war-dro ar bla 548.
Eno e savas e beniti, a deuio gant an amzer da vezan manati hag eskopti brudet Dol [1]. Embann a reas kerkent ar c’hefridi en devoa bet.
« Dont a ran er vro-man, emezan, digaset gant Doue da brezek Aviel Jezuz-Krist, da dennan an dud eus ar gaou hag eus ar pec’hed, ha da zeski d’ar boblou n’eus doue-all ebet nemet ma Doue. »
Kroui a reas dre ar vro eleiz a vanatiou hag a barouziou, hag en o fenn e lakas e ziskibien. Epad ma rede an Domnone, e klevas kelou eus ar c’hanvou a oa enni. He roue, Iona, a oa o paouez bezan lazet gant Konomor, muntrer e bried Trifina hag e vab Tremeur, ha Judual, mab Iona, a oa dalc’het pell diouz Breiz, en lez ar roue Childebert.
Samson, pa glevas an dra-ze, a yeas da Bariz, ha dre hirr amzer, e teuas a benn da dennan Judual eus adre daouarn Childebert.
Pa zigouezas mab Iona war douarou an Arvor, an Domnone a-bez a zavas evit en em lakat dindan e urziou ; brezel a zavas, ha Konomor a oe lazet en Plouneour-Mene, e-tal ar Releg (555).
Samson a chomas eur pennad en kichen Judual, hag e zikour a reas da zigas ar peuc’h en e rouantelez.
Difennour ar bobl hag ar gwir, Samson a varvas war-dro ar bla 565.
Chapeliou en deus en hon bro, en Plougasnou, eu Plouaret, en Pleuveur-Bodou, en Pleudel, en Plouha, en Kemper, ha meur a iliz-parouz war e hano, evel Keriti ha Lanvellek. Pedet eo evit an drouk-izili.
Eun devez tremenet er zioulder a dalv gwell eget mil bla tremenet en lez ar rouane.
Sant Per Selestin.
- ↑ Adalek ar bla 848, betek ar bla 1199, eskob Dol a oe arc’heskob Breiz, ha gwir en devoa da zougen ar pallium.