Neb ne gar ket mamm ar Werc’hez
Eus Breiz-Izel n’eo ket hennez.
ried Joachim, mamm ar Werc’hez, mamm-goz Jezuz, Anna, eo santez muian-karet ar Vretoned.
He hano a deuas en Breiz e kerz kantvejou kentan an Iliz, ha Gwenediz a zavas en park ar Bosenneu, en Keranna, eur chapel en he enor.
Er bla 700, ar chapel-ze, deut da vezan koz, a gouezas en he foull ; koulskoude, tud ar vro a anaveze al lec’h m’oa bet, evit bezan eul lec’h santel ; hag al loened hen douje kenkouls hag an dud, rak bep gwech ma tostaed an alar outan, an ejenned a teue aon d’eze hag a dec’he war o c’hiz.
Er bla 1623, e oa en Keranna eun tieg hep deskadurez, daou-ugent vla d’ezan, eun den eus ar re wellan, e hano Yvon Nikolazig. Pep tra, adalek e vugaleach, en devoa e laket d’ober anaoudegez gant santez Anna : hano e geriaden, konchou ar re goz, miret gante ar zonj eus chapel ar Bosenneu, an treo souezus en devoa gwelet o tigouezout er park-ze. Deut oa da garet kement mamm ar Werc’hez, ma n’he galve mui nemet e vestrez vat.
Adalek miz gwengolo 1623, betek ma oe dizoloët skeuden goz santez Anna, Nikolazig ne reas nemet mont eus an eil burzud d’egile : gwech e kleve trouz eur bobl o vale, gwech e kleve kanerien, eun dudi o selaou, gwech e wele eur c’holaouen goar, gwech eur wreg skedus gwisket en gwenn a ’n em ziskoueze dirakan, douget war eur goumoulen.
D’ar 25 a viz gouere 1624, war-dro unnek heur noz, Nikolazig a oa gourvezet en e garti war eur feusken blouz ; en eun tôl, en kreiz eur sklerijen vras, e wel eun itron gaer : « Yvon Nikolazig, emezi, n’ho pezet aon ebet ; me eo Anna, mamm Mari. Lavaret d’ho person e oa gwechall, arôk m’eo bet savet ar gêriaden-man, er park hanvet park ar Bosenneu, eur chapel savet em enor. Nao-c’hant pevar bla warn-ugent ha c’houec’h miz a zo m’eo kouezet en he foull ; c’hoant am eus e vefe savet a-neve ; c’houi a gemero preder gant an dra-ze ; Doue a fell d’ezan e vefen enoret adarre el lec’h-se. »
Nikolazig a yeas da gaout person Pluneret, an ôtrou Roduez ; heman hen c’hemeras evit eun den troet e spered, hag ar paourkez ozac’h a deuas d’ar gêr nec’het bras.
Santez Anna a deuas adarre da gaout he servijer, hag evit diskouez d’an holl n’eo ket hunvreou oa e lavariou, e reas eur burzud neve en e genver.
En noz etre ar 7 hag an 8 a viz meurz 1625, epad ma oa Nikolazig en e wele, eur c’holaouen goar a sklerijennas e di, ha santez Anna a lavaras d’ezan goustadik : « Yvon Nikolazig, galvet hoc’h amezeien ha heuilhet ar c’holaouen-man. Kaout a refet ar skeuden en douar, hag en doare-ze, ar re a ra gwap ac’hanoc’h a welo ar wirione. »
Nikolazig a zihunas Yan ar Rouz, e vreur-kaer, ha pevar gwaz-all eus Keranna. Ar c’holaouen a gerze en o rôk, tri droatad diouz an douar ; kas a reas aneze d’ar Bosenneu. En em gavet eno en kreiz ar park, e chomas a-zav, e savas e krec’h a-benn ter gwech, hag en em guzas en douar.
Yvon a reas neuze d’e vreur-kaer toullan eno ; heman, gant eur bigel, a ’n em lakas da zevel an douar, ha hepdale e kavas ar skeuden vinniget.
Dudi gwalc’h o c’halon, e stoujont raktal da bedi an Itron santez Anna. Ar vrud eus ar neventi-ze a yeas dre ar vro, evel eul luc’heden. An ôtrou Rosmadeg, eskob Gwened, a lakas ober eun enklask. Pardonerien a ziredas ; miraklou a c’hoarvezas ; hag eun iliz a oe savet, a deuas da vezan darempredet gant tud a bep bro.
Eskibien, prinsed ha prinsezed a zo bet eno o pedi an Itron santez Anna, ha ne ver ket evit lavaret an treo burzudus he deus grêt ar vamm vat-se en kenver he bugale.
Ar roue Loeiz XIII, er bla 1639, a roas da iliz Santez-Anna eun tamm bennak eus relegou he fatronez. Er bla 1792, an dispac’herien a werzas an iliz, a dorras hag a zevas skeuden ar zantez ; he fenn hepken a oe gallet lemel eus an tan ; hen miret a rêr en kichen ar skeuden neve.
Er bla 1815, iliz Santez-Anna a oe prenet ; ha dre m’oa deut da vezan kalz re vihan, diouz an dud a zaremprede anezi, ’z eus bet savet unan neve kalz brasoc’h ha kalz kaeroc’h.
Houman a zo bet konsakret, d’an 8 a viz eost 1877, gant ar c’hardinal Brossais-Saint-Marc, arc’heskob Roazon.
An Tad Santel ar Pab Pi IX en deus digaset ive diou gurunen aour, unan evit santez Anna, eben evit ar Werc’hez a zo ganti.
An ôtrou Becel, eskob Gwened, en deus binniget an diou gurunen-ze, d’an 30 a viz gwengolo 1868.
Santez Anna he deus meur a chapel en eskopti Sant-Brieg ; unan eus ar re vrudetan a zo en Prat. Enni e ve oferennet alïes ’ pad ar bla, ha da ze ar pardon e tired di niver a belerined.
O Mamm ar Vro, o Anna, c’houi hag a zo galloudus meurbed, bezet silvidigez ho Pretoned ; miret ar fe ; kresket ar furnez ; roët ar peuc’h dre ho pedennou santel.