Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Martha

Eus Wikimammenn
◄   Viktor Martha Gwilherm   ►


Navet devez warn-ugent a viz Gouere


SANTEZ MARTHA
Gwerc’hez, Itan kantved



Martha a oa ginidik eus Bethani, eur gêriaden hag a zo eul leo vihan diouz Jeruzalem : c’hoar oa da Vari-Vadalen ha da Lazar.

Meur a wech he devoe an enor da rei digemer da Zalver ar bed en he zi.

Eun devez ma oa deut d’o gwelet, Mari, en harz e dreid, a selaoue e gomzou.

Martha, o vezan n’oa nemeti oc’h ôzan lein, a chômas a-zav dirak Jezuz hag a lavaras d’ezan :

— Otrou, ne dôlet ket plê e lez ma c’hoar pep tra ganin d’ober ? Leveret eta d’ezi sikour ac’hanon !

Jezuz a lavaras d’ezi :

— Martha, Martha, nec’het ha tregaset oc’h gant kalz treo. Hogen, eun dra hepken a zo red. Mari he deus dibabet al loden wellan ha ne vezo ket tennet diganti.

Eur pennad goude, Lazar a gouezas klanv. E c’hoarezed a gasas tud da lavaret da Jezuz :

— Otrou, an hini a garet a zo klanv.

O vezan klevet ar c’helou-ze, Jezuz a lavaras d’e ziskibien :

— Ar c’hlenved-ze ne denn ket d’ar maro, mes da c’hloar Doue, evit ma vezo meulet mab Doue drezan.

Hogen, Jezuz a gare Martha, he c’hoar Mari ha Lazar. P’en em gavas en Bethani, Lazar a oa laket er be abaoue pevar devez.

Martha a lavaras d’ezan :

— Otrou, ma vijec’h bet aman, ma breur ne vije ket bet maro ; koulskoude, gouzout a ran breman e roio Doue d’ec’h kement tra a c’houlennfet digantan.

Jezuz a lavaras d’ezi :

— Da vreur a zavo beo.

— Me oar, a respontas Martha, e savo beo d’ar rezureksion, en de divezan.

Jezuz a lavaras d’ezi :

— Me eo ar rezureksion hag ar vue. An hini a gred ennon, ha pa vefe maro, a vevo ; hag an neb piou bennak a vev hag a gred en non, ne varvo ket da viken. Kredi a rez-te an dra-ze ?

— Ya ! Otrou, kredi a ran ez oc’h ar C’hrist, Mab an Doue beo, a zo deut er bed-man.

Goude bezan lavaret ze, ec’h eas kuit hag e c’halvas goustadik he c’hoar Mari, en eur lavaret :

— Ar Mestr a zo aze hag a c’halv ac’hanout.

P’en em gavas an diou c’hoar, Jezuz a c’houlennas oute :

— Pelec’h ho peus laket anezan ?

— Otrou, emeze, deut ha gwelet. Ha Jezuz a ouelas, hag e lavaras :

— Lemet ar men.

Martha, c’hoar an hini maro, a lavaras :

— Otrou, c’houez fall a zo gantan, rak eman aze abaoue pevar devez.

Jezuz a lavaras d’ezi :

— Ha n’am eus ket lavaret d’it e weli gloar Doue mar kredez ?

Hag e c’hourc’hemennas da Lazar sevel eus ar be, ha Lazar e zentas outan.

C’houec’h devez arôk e varo, Mab Doue a oe pedet da goanian en Bethani, en ti Zimon al lor, ha Martha a oa o serviji tôl. Goude-ze n’eus kelou ebet anezi ken en Aviel.

Gouzout a reomp e teuas, goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, da chom da Vro-C’hall ; lakat a reas sklerijen ar fe da baran war ôchou Marseilh ; mervel a reas d’an devez goude he c’hoar, en he fempvet blavez ha tri-ugent. Miret a rêr he relegou en Taraskon.

————


BOKED


Unum est necessarium. Eun dra hepken zo red : kaout fe en Jezuz-Krist ha reizan hon bue herve ar fe-ze.

Hag e vefec’h kaeran, galloudusan, speredekan ha pinvidikan den zo war an douar, ma n’ho peus ket a fe, oc’h reuzeudikan den a zo o vale.