Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Pôl ar Groaz

Eus Wikimammenn
◄   Zita Pôl ar Groaz Per a Veron   ►


Eizvet devez warn-ugent a viz Ebrel


Sant Pol ar Groaz
Diazezour Urz ar Basionisted (1694-1775)



Pol a c’hanas d’an 3 a viz genver 1694, en eskopti Acqui, en Itali. Adalek e vugaleach, e karas an Otrou Doue, muioc’h evit ar re-all eus e oad ; e blijadur oa zevel ôteriou bihan ha mont da bedi en o c’hichen ; ober pinijen gant e vreur Yan-Vadezour bla yaouankoc’h evitan. D’ar gwener, en enor da Basion Hon Zalver, ne gemere nemet eun tamm bara.

Ar Werc’hez a ziskouezas d’ezan oa he c’hoant e welet o sevel eun Urz menec’h a zougje dilhad du, en kanvou da varo Hon Zalver.

Seiz vla goude, gant ôtre ar pab Beneat XIII, e tiazeze e Urz neve en Rom, ha d’ar 7 a vezeven 1727, ar pab e-unan hen belege, hen hag e venec’h kentan.

Ger an Urz oa : « Passio domini nostri Jesu-Christi sit semper in cordibus nostris : Ra vezo dalc’h-mat en hon c’halonou Pasion Hon Otrou Jezuz-Krist. »

C’hoant an Urz oa : digas war an hent mat ar bec’herien, an heretiked, ar baganed, ar re holl a oa dianket, ha prezek ar binijen dre skouer, kenkouls ha dre gomz. Ar Basionisted, dre le, a dlee rei d’anaout, muian m’halljent, an devosion da Basion Hon Zalver.

Gwiskamant an Urz a oa du ; bale diarc’hen, gant eur chapeled ouz ar gouriz ; eur galonen wenn war ar peultrin gant ar geriou-man: « Jesu Christi Passio », ha tri dach dindan.

Urz ar Basionisted a greskas, dreist-oll, en Itali hag en Bro-Zôz. Pol ar Groaz a bede heb ehan evit konversion Bro-Zôz. Dal m’en em dôle da bedi, a lavare eun devez, ar rouantelez reuzeudik-se a deue war e spered : « Hanter-kant vla zo breman, hag ouspen, ma pedan evit ma teuio bugale gez ar vro-ze da azezan adarre war barlen hon mamm zantel an Iliz. »

An drouk-spered hag e vevelien a glaskas ober gaou ouz ar Basionisted. Drouk-prezeget e oe dioute da Veneat XIV, a reas ober eun enklask da c’houzout ar wirione. An dra-ze ne dalvezas nemet da lakat santelez Pol ha hini e genvreudeur da skedi muioc’h-mui, hag ar pab, pa welas ne oa bet grêt nemet troadan geier en o eneb, a roas d’eze eun testeni anat eus e garante, o rei d’eze unan eus ilizou brasan Rom da brezek enni Jubile bras 1750.

Ar pabed-all war-lerc’h a garas ive ar Basionisted. Klemant XIV, o vezan klevet oa klanv Pol, ha n’en devoa mui eiz de zoken da vevan, herve an holl vedesined, a c’hourc’hemennas d’ezan parean, en hano ar zentidigez. Ar zant, o klevet petra lavare d’ezan ar pab, a zavas en e goaze. « Ma Jezuz krusifiet, emezan, c’hoant am eus da zenti ouz ho Vikel ! » Ha war an tôl en em gavas pare.

Pol a lavare alïes d’e venec’h bezan aketus d’ar beden ha karet ar baourente.

« Pa oamp tri, emezan, an Otrou a zigase d’imp magadurez evit tri ; pa oamp dek, hon deveze magadurez evit dek ; breman, pa ’z omp niverus, e tigaso magadurez evidomp holl.

» N’hon deus nemet bezan mat, senti ouz hon reolen, ha n’hon devezo diouer eus netra.

» Ma vezet paour, e vefet santel ; ar Basionisted a dle bezan distag diouz an holl dreo krouet. Paour e tleomp bezan a spered ha distag diouz pep tra.

» Ma vezomp tud troet da bedi, Doue a ’n em zervijo ac’hanomp, daoust pegen dister omp, evit ober treo burzudus. »

Sevel a reas ive eun Urz Pasionistezed. Ar manati kentan evite a zigoras e zoriou d’an 3 a viz mae 1771, de ouel ar Groaz kavet.

Pol a Varvas d’an 18 a viz here 1775. Ar pab Pi IX hen lakas war roll ar zent, er bla 1867.

————


KENTEL


Pasion Jezuz-Krist


Ar c’hrusifi a zo eul levr hag a gaver en dorn an holl ; e gaout a rêr en godel pep kristen, en iliz hag er gêr, en kreiz ar berejou hag en kern ar meneziou.

N’eus levr ebet hag a dlefemp digeri ken alïes ha hini Hon Zalver stag ouz ar groaz. Ar gwel eus ar c’hrusifi a zo trawalc’h evit digas en spered ar c’hristen eleiz a zonjezonou mat.

An den eürus Albert ar Bras a lavar eo talvoudusoc’h pleustri war Basion Hon Zalver eget n’eo yun diwar bara ha dour hag en em skourjezan betek ar gwad.

« An Otrou Doue, eme santez Jertrud, a dôl eur zell karantezus war an hini a zonj en e varo ankenius. »

« Pasion Jezuz, eme sant Bernard, a vruzun ar vein, da lavaret eo, ar bec’herien kaledet. »

N’eus ket gwelloc’h skol, eget skol ar Groaz, evit mont da zant. Sonjomp eta alïes er poaniou a c’houzanvas Jezuz evit hon zilvidigez, hag unanomp hon re gant e re, bepred ha bemde.

Eveltan, dougomp hon c’hroaz ; arabad eo he stlejan ; arabad eo he zroc’han ; arabad eo he c’huzet ; dougomp anezi uhel, heb ardou ha hep klemmou. Dre ar groaz e pigner er c’hloar : per crucem, ad lucem.