Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Per a Veron

Eus Wikimammenn
◄   Pôl ar Groaz Per a Veron Katel a Zienn   ►


Navet devez warn-ugent a viz Ebrel


Sant Per a Veron
Merzer (1206-1252)



Per a oa ginidik eus a Veron, en Itali. E gerent a oa manicheaned. Hogen, ar Vanicheaned a oa en amzer-ze ar pez m’eo ar Franmasoned en amzer-man. Troet war an hent fall evel ma oant, tud Per ne c’houlennent ket gwell eget gwelet o mab o vont d’o heul.

A drugare Doue, en Veron ne oa mestr-skol ebet diouz o zu, ha Perig, er-mêz eus ar gêr, a dapas eur gelennadurez vat ha kristen. Eun abarde ma oa o tont eus ar skol, ec’h en em gavas gant eur eontr d’ezan, eun advokad, manichean penn-kil-ha troad.

— Petra teus desket hirie ? emezan.

Hag ar bugel, ken dinec’h ha tra, da lavaret :

— Me a gred en Doue, an Tad Holl-C’halloudeg, krouer an nenv hag an douar...

— Ro peuc’h, eme ar eontr, war eun ton garo, ro peuc’h.

Mes ar c’hrouadur dispont a yeas betek penn e gentel.

— N’eo ket gwir ar pez teus lavaret, eme an advokad ; Doue en deus krouet an nenv, mes an diaoul eo en deus krouet an douar !

Ar Vanicheaned a glaske rei da gredi e oa daou Zoue, unan hag a grouas an nenv ha kement a zo ennan, hag eun all a grouas an douar ha kement a zoug.

Touellerez Satan eo he devoa laket ar greden-ze d’en em astenn. C’hoant en devoa, an êl lorc’hus zo anezan, da vezan adoret ha servijet evel doue, evel doue ar bed-man, doue ar blijadur, doue an hudurnez, doue al lonkerez, doue ar gwall-dechou, hag ar re a vije bet e zervijerien er bed-man a vije e sklavourien er bed-all.

Perig a respontas d’e eontr :

« An diaoul, emezan, n’eo nemet eur c’hrouadur dizent, zo laket gant Doue en pinijen hag a chomo en pinijen epad an holl eternite. »

An advokad, yennet gant eur bugel seiz vla, a reas e glemm d’an tad : « Arabad eo kas ken ar pôtr-ze d’ar skol, emezan, rak, anez, e heuilho ar relijion gristen, e teuio da vezan desket hag e raio gaou bras ouz hon c’hostezen ! »

An tad a c’hoarzas o klevet e vreur : « Kredennou eur c’hrouadur seiz vla, emezan, daoust hag ezom zo d’ober van oute ? »

Koulskoude e tennas e bôtr eus skol gristen Veron hag e kasas anezan da skol-veur Bologn ; mes hounnez a oa ken kristen-all, ha deskadurez kalz uheloc’h a veze roët enni.

Eno, pell diouz e dud, Per a ’n em stagas da vat ouz lliz Rom ; ober a reas anaoudegez gant sant Dominik, ha, da c’houezek vla, e c’houlennas gwiskan saë e Urz. Eur wech beleget, en em dôlas da brezek dre an Itali-uhellan.

E zantelez hag e viraklou a harpe e gomzou hag a roë d’eze eun nerz dispar. Alïes an ilizou a veze re vihan diouz an dud a zirede d’e selaou, hag e veze red d’ezan mont da brezek war ar plasennou.

Ar Vanicheaned, a golle gantan dre mac’h ee, a deuas da gaout kement a gâs outan, ma rojont arc’hant da zaou zen fall evit e lazan. D’ar 5 a viz ebrel 1252, Per a oa o vont eus a Rom da Vilan, pa oe darc’haoet gantan, en Barlasina, eun tôl bouc’hal en e benn. An den santel a gouezas d’an douar hanter-varo, hag o c’hlebian e vizied gant e wad, e skrivas war an douar : « Me a gred en Doue. »

Ar muntrer-all a zarc’haoas eun tôl-all gant ar zant, a yeas betek ar galon hag e lazas mik.

Per n’en devoa c’hoaz nemet c’houec’h vla ha daou-ugent. War e ve e c’hoarvezas kement a viraklou ma oe laket e hano war roll ar zent, eur bla hepken goude e varo, gant ar pab Innosant IV.

————


KENTEL


Ar Franmasonerez


Ar Franmasonerez a zo eur vreuriez euzus, mar zo unan, a labour dre guz ha gwasan m’hall, da ziskar ar relijion, an tiegeziou hag ar rouanteleziou.

He izili a gemer an hano a Franmasoned, abalamour, war a lavaront, o c’harg eo sevel a-neve templ Salomon. Red eo mont dre ar Venec’h ru betek ar Vanicheaned evit kaout ar vammen aneze.

Al loc’hen gentan a zavas ar Franmasoned er Frans a oe grêt en Pariz er bla 1725 ; hanter-kant vla goude, e oa ouspen pevar-ugent dre ar vro ; kant hanter-kant vla goude, er bla 1875, e oa 400 lochen ha 400.000 Franmason ; dre ar bed holl, e c’hell bezan 12.000 lochen, daou pe dri villion a Franmasoned o tarempredi aneze.

Ar Franmasonerez a zo bet kondaonet :

D’ar 27 a viz ebrel 1738, gant ar pab Klemant XII ;
D’an 18 a viz mae 1751, gant ar pab Beneat XIV ;
D’an 13 a viz gwengolo 1821, gant ar pab Pi VII ;
D’an 13 a viz meurz 1825, gant ar pab Leon XII ;
D’ar 25 a viz gwengolo 1865, gant ar pab Pi IX ;
Ha d’an 20 a viz ebrel 1884, gant ar pab Leon XIII.

Ar Franmasoned a zo tud ha n’heller ket hanter ziskuilh o fallagriez, nag hanter stourm oute. I eo o deus digaset dispac’h 1789 ; i eo o deus laket dibennan ar roue Loeiz XVI ; i eo a had, heb ehan, an dismantr dre ar rouanteleziou ; i eo a hij hag a zihij Kador sant Per, gant eur gounnar-ifern, en esper he diskar ; i eo o deus krouet, en o lochennou hudur, kement lezen fallakr a wask ar gristenien ; i eo o deus digaset lezen an divors (1884), evit dismantr an tiegeziou ; lezen ar skol dizoue (1882), evit koll ar vugale ; lezen an disparti (1905), evit mougan an Iliz.

An Iliz ne vezo biken diskaret, kaer o devo ar Franmasoned hag o mestr, an drouk-spered, skei warni, abalamour m’eman dorn Doue ouz he derc’hel en he zav ; mes diouz ma poanio he bugale da viret he gourc’hemennou, da anzao he C’hredo ha da zifenn he gwiriou, e lufro muioc’h pe nebeutoc’h.