◄ Itron-Varia ar C’huzul mat | Zita | Pôl ar Groaz ► |
ita a c’hanas er bla 1218, en eun ti diwar ar mêz, demdost da ger Lucq, en Itali.
Kentan hano a zeskas d’ezi he mamm, a oe hini Jezuz, ha kentan tra a zeskas d’ezi ober oe juntan daou zorn, sevel he daoulagad etrezek an nenv ha lavaret : « Hon Tad hag a zo en nenv, karet mat ho pugel. »
Pa rê eun dra bennak ha ne oa ket mat, he mamm, evit he gourdrouz, a lavare hepken : « Ma merc’h, ar pez a rez ne ra ket a blijadur da Zoue » ; kerkent, ar c’hrouadur a baoueze.
D’he daouzek vla, he zad a lavaras d’ezi : « Ma merc’h, emezan, red eo d’imp en em zispartian ; da vamm a zo kabac’h ; ezom hon deus eus da zivrec’h ; en em erbed ouz Doue hag e vezo da skoazel ’n ez holl ezommou ! »
An de war-lerc’h, Zita a yee da Lucq da zerviji. En em gaout a reas da gouezan en ti eur marc’hadour pïnvidik, e hano Fatinelli, eleiz a zervijerien dindannan. Eur mestr mat, nemet oa eun tamm ter. Zita a oe bepred sentus outan, evel ouz he zud, ha dereat bepred en he c’homzou, goude ma vijed dizoare en he c’henver.
Ar pez a lavared d’ezi ober a veze grêt, ha war an tôl ; an dorn el labour hag ar galon en Doue, hennez oa he ger.
Pe e vije o labourat dirak he mestr, pe pell diouz e zaou-lagad, memes tra ’oa ; dont a reas he mistri da gaout enni pep fizianz. Kement-se ne rê ket afer ar zervijerien-all a deuas da gaout aon na vije diskuilhet ganti o zroiou kamm. Setu m’en em lakjont da drouk-prezek diwar he fenn hag o drouk-prezegerez a oe selaouet. Zita, goude bezan bet an hini gwelet gwellan, a deuas da vezan an hini gwelet fallan. Hag an dra-ze a badas meur a vla ; ar vatez santel, elec’h en em glemm, a drugarekae Doue da vezan roët d’ezi eul loden eus e groaz da zougen.
Eun devez ma oa o vont da rei eun davancherad restajou bara d’ar beorien, e kavas he mestr war he hent, a c’houlennas outi, war eun ton garo, petra oa ganti o vont adarre eus e di.
Zita, o tigeri he davancher, a lavaras : « Bleuniou int, emezi ; » hag en gwirione, ar bara a oa troët en bleuniou eus ar re vraoan. Derc’hel a reas gant he hent ; p’en em gavas gant ar beorien, ar bleuniou a oa troët adarre en bara. Ar burzud-ze a lakas Fatinelli da gemer adarre kement a fizianz en e blac’h ma roas d’ezi e vugale da zevel.
Zita he devoa grêt le da chom gwerc’hez, hag he devosion da Vamm Doue a roas d’ezi grasou nerzus awalc’h d’hen miret epad he bue. Eun devez, unan eus ar re a oa servijerien er memes ti ganti a glaskas he dougen d’an droug ; mes ar verc’h santel, aonik peurliesan, koulskoude, a gignas gant he ivinou dijod an divergont-se.
He devosionou ne rent ket d’ezi lezel he labouriou d’ober. Lavaret a rê : « Eur zervijerez lezirek, arabad ober eur plac’h devot anezi, rak an dud eus hon renk hag a c’hoanta diskouez bezan devot, n’int nemet falz-devodezed pa ne vezont ket troët war al labour ! »
Mervel a reas da dek vla ha tri-ugent (1288). Korden sant Fransez a oe kavet endro d’ezi, goude he maro, stardet kement ganti endro d’he c’horf ma oa goloet gant he c’hroc’hen.
Ar miraklou a c’hoarvezas war he be a oe ken niverus ma teuas ar c’hiz da zon kleier iliz Sant-Fridien, bep-hini a c’hoarveze.
Eun devez, eun den a vor, Mandriano Torsello, o welet kas eur paourkez mac’hagnet war he be, a ’n em lakas d’ober gwap eus an dougerien : « Bah ! emezan, kaset an den-ze d’an douar hag e pareo buhannoc’h. »
Var an tôl, e teuas mut hag an de war-lerc’h ar beure e oe gwelet o vont da iliz Sant-Fridien, unan eus ar re gentan, ha war bennou e zaoulin war ve ar zantez, e c’houlennas outi e bardon. Goude-ze ec’h eas, diarc’hen ha diskabel, eur gorden endro d’e c’houg, d’ober tro ilizou-all kêr. Pa zizroas da iliz Sant-Fridien, e teuas ar gomz d’ezan.
Pell a hent a zo etre an dud ; darn a zo yaouank ha darn a zo koz ; darn a zo bras ha darn a zo bihan ; darn a zo gouiziek ha darn a zo dizesk ; darn a oar en em denn ha darn ne ouiont ober netra ; n’eus ket daou den henvel.
Evit ma yelo ar bed endro, pep-hini a renk bezan en e renk : al labourer-douar en e diegez ; ar c’halve en e di labour ; ar marc’hadour en e stal ; an doktor e-mesk e levriou ; ar mlliner en e vilin, hag al laer en e brizon.
Pep-hini en e vicher, hag an treo a yelo en dro ! Mar doc’h eta servijerien, bezet servijerien vat :
Tud a lealded, na gemeret ket tra ho mestr evidoc’h ho-unan ; na roët ket anezan d’eun all ; na lezet ket ar re-all d’e gemer ; na lezet ket anezan da vont da goll ; grêt evitan evel a rafec’h evit ho tra ho-unan ;
Tud a gonsianz, a labouro kouls pa ve ar mestr war al lec’h evel pa ne ve ket ;
Tud a zoujanz, a viro brud vat ar mestr hag a vezo bepred dereat en e genver ;
Tud a zentidigez, a raio diouz o mestr keit ha ma c’hellfont ober dioutan, hep dizenti ouz ar mestr bras a zo en nenv.
Bezet servijerien vat, karet ho renk, en em dennet enni evit ar gwellan, ha Doue a gavo ennoc’h danve mistri vat ; sevel a refet e keit ma vezo re-all o tiskenn. Doare ar bed eo : lod o vont da vistri, lod o tont da zervijerien.