Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Jerard Majella

Eus Wikimammenn
◄   Konogan Jerard Majella Mac’harit-Mari   ►


C’houezekvet devez a viz Here


Sant Jerard Majella
1726 - 1755


Sant Jerard Majella
Sant Jerard Majella


J erard-Mari Majella a deuas er bed d’ar c’houec’h a viz ebrel 1726, en Muro, ugent leo diouz Napl.

E dad a oa kemener.

Adalek e vlaveziou kentan, plijadur Jerard oa bezan oc’h ober ôteriou bihan hag o tesrevel lidou an Iliz. En kichen Muro eman chapel Kapotignano, elec’h mac’h enorer eur skeuden eus an Itron-Varia, ar Mabig Jezuz ganti war he brec’h. Da bemp bla, Jerard a yeas di eun devez, ha kerkent ha ma oa daoulinet, ar Mabig Jezuz a ziskennas diwar brec’h e vamm da zont da c’hoari gantan, hag a roas d’ezan eun dorz vara gwiniz. Ar bugel, laouenik holl, a gasas ar prof d’e vamm : « Piou en deus roët an dra-ze d’it ? » a c’houlennas houman.

— Mab eun itron gaer on bet gantan o c’hoari, » eme ar bugel.

An dra-ze a ’n em gavas ouspen eur wech. War-dro e seiz vla, Jerard en devoa c’hoant bras da vont da gommunian. Eun devez e tostaas ouz an dôl zantel ; ar beleg a oa o rei ar gommunion a gavas anezan re yaouank, hag a chômas hep rei d’ezan an hosti santel. Ar c’hrouadur a yeas er-mêz eus an iliz, an daerou en e zaoulagad. En noz war-lerc’h, an arc’hêl sant Mikêl a deuas da zigas d’ezan bara an Ele. Eur wech-all ma oa war e zaoulin, harp ouz an ôter, eur bugel bihan a deuas eus an tabernakl hag a roas d’ezan ar gommunion. Da zek vla, Jerard a oe roët ôtre d’ezan da azezan ouz tôl ar Zakramant. Adalek neuze e kommunias sul-gouel ha beb eil devez war ar zun.

Da c’houezek vla, goude bezan desket e vicher a gemener, Jerard a yeas da vevel gant an ôtrou Albini, eskob Lacedonia. Rannan rê e bae en ter loden, unan evit e dud, eun all evit ar beorien, hag an trede evit anaon ar purgator.

Da varo e vestr, ec’h eas en Urz leaned sant Ligori. Bezan e oe eur skouer evit an holl.

Bemde en em skourjeze. Dougen a re eur gouriz-houarn endro d’e ziouc’hroazel. Lakat a rê louzeier c’houero en e voed, d’e lein ha d’e goan. D’ar zadorn, e yune diwar bara ha dour. Ne gomze nemet pa veze lec’h da greski gloar Doue, d’ober vad d’an nesan ha pa veze ezom bras. Lavaret a rê : « Tu a roër d’imp da vezan sent ; gwaz a ze evidomp ma chomomp da vreinan er pec’hed. Ma ’n em gollomp, e kollfomp Doue, hag eur wech kollet Doue, petra chomo ganimp ? »

Pevar bla so oa êt da relijius, pa oe tamallet en gaou en eun doare kazus. Ne glaskas ket en em zifenn, daoust pegen es oa d’ezan hen ober. Daou viz goude, e vistri a deuas da anaout ar wirione. Neuze sant Ligori a reas evellen e veuleudi : « Goude na vefe vertu-all ebet ken en Jerard, nemet ar re hon deus gwelet an daou viz divezan, e vefe trawalc’h evit ma c’hallfen lavaret gant gwirione eo eur zant bras. »

Tremen a reas goanv 1754-1755 en Kaposel, ha laket e oe eno d’ober ar vicher a borcher. Bemde, daou-c’hant den ezommek, da nebeutan, a deue da c’houlenn an aluzen da zor ar gouent. Kaer en dije rei, Jerard a gave bepred da rei.

Awalc’h oa d’ezan en em gaout dirak ôter ar Zakramant pe dirak ôter ar Werc’hez, evit lakat e spered d’en em veuzi en Doue ; e gorf a deue neuze da vezan ken berv gant ar garante, ma tomme an houarn dioutan, ha ken skanv ma nije evel eul lapous.

Hen, ha n’en devoa ket grêt e studi, en devoa war dreo ar bed-all muioc’h a zeskadurez eget ar brasan doktored. Anaout a rê treo an amzer da zont ha treo kuzetan ar galon ; ouspen eur wech eo bet gwelet, war an dro, en daou lec’h dishenvel. Eul levr bras a vije grêt ma vije c’hoant da rei hano kement klanvour a bareas. Mervel a reas d’ar 16 a viz here 1755, o ren e navet bla warn-ugent. Pi X, d’an 11 a viz kerdu 1904, a lakas e hano war roll ar zent.

————


KENTEL


Doue a gomz d’an den : d’an den eo selaou Doue


I. — Doue a gomz d’an dud drezan e-unan. Komz a reas da Adam ha da Eva en liorzou baradoz an douar ; komz a reas da Voyzez war gern ar Sinaï ; komz a reas d’ar Judevien, epad tri bla, dre e Vab muian-karet Jezuz-Krist.

Doue a gomz d’an dud dre an dud dibabet gantan d’ober ar c’hefridi-ze, dre ar pab, dre an eskibien, dre ar veleien.

Doue a gomz d’an dud dre ar Skritur-Zakr ha dre al levriou santel.

Doue a gomz d’an dud dre an diavêz, dre gomzou a lennont pe a glevont.

II. — Doue a gomz d’an dud dre sonjezonou hag a dreuz o ene.

Treo zo hag a dremen en hon c’horf hep gouzout d’imp ; ar c’hlenved hag ar yec’hed, an tomm hag ar yen a zo treo a deu hag a ya drezomp, hep gouzout d’imp, kouls lavaret. Evelse e tremen ive, en goueled hon ene, kant ha kant sonjezon santel hag a lavar d’imp : « Gra an dra-man ; gra an dra-hont, » hag eo red d’imp teurel evez oute hag ober impli aneze.

III. — Doue a gomz d’an dud pa vezont en gortoz anezan ; Doue a gomz d’an dud pa vezont an nebeutan en gortoz d’e glevet.

Per, Jakez ha Yan a oa war an ôd o tresan o rouejou, pa deuas Jezuz d’o fedi da vont d’e heul.

Doue a gomz d’an dud en meur a zoare, ha dalc’h-mat, hag evit bezan war hent ar baradoz, n’eus nemet selaou mat e vouez ha senti outi.

Pa ne selaouer ket anezan, e teu ha ne gomz ket ken ; tec’hel e ra pa ne zenter ket outan.

O Jezuz, pa ne gomzet ket d’imp, pebez tenvalijen ! Pa ne vec’h ket tost d’imp, pebez yenien ! Grêt eta ma vefomp war evez da selaou ho komzou, d’o adtremen ’n hon spered ha da zenti oute : A neglectu inspirationum tuarum, libera nos, Jesu.