Buhez ar Sent/1912/Mac’harit-Mari

Eus Wikimammenn
◄   Jerard Majella Mac'harit-Mari Lukas   ►


Seitekvet devez a viz Here


Ar Plac’h eürus Mac’harit-Mari
1647-1690


Mac’harit-Mari
Mac’harit-Mari


Mac’harit-Mari Alacoque a deuas er bed en Lhauthecourt, en eskopti Autun, d’an 22 a viz gouere 1647, de ouel Mari-Madalen, hag a oe badezet tri de goude, da genver gouel sant Jakez.

Sklerijennet ha kennerzet gant an Otrou Doue, e valeas war hent ar zantelez adalek he blaveziou teneran. Ne oa c’hoaz nemet eur bugel hag e kave he dudi o chom en iliz, war he daoulin, he daouarn kroaziet, da ginnig he c’halon d’he fried eus an nenv. Ar binijen, evel eur c’harziad spern, a vire dinam bleuniou he gwerc’hded. Da eiz vla e kollas he zad ; he mamm a oa yost gant ar c’hlenved hag ar gozni ; bezan he devoe neuze kalz da c’houzanv abeurz ar plac’hed hag ar mevelien a veze war-dro an ti, mes kemer a reas skouer war an hini a zo dous hag izel a galon, hag en berr amzer, daoust d’ezi da vezan en kreiz ar bed, e pignas uhel en skeul ar zantelez. Da nao bla, e oe roët ôtre d’ezi da dostât evit ar wech kentan ouz tôl ar Zakramant, meulet ra vezo. Bara an Ele a reas da dân karante Doue kregi kement en he c’halon, ma weled, kouls lavaret, ar flammou anezan o sevel betek he genou hag he daoulagad. Bodan rê endro d’ezi ar vugaligou, evit deski d’eze gwirioneziou ar fe.

O vezan roët he ger d’he fried eus an nenv, en em dennas er-mêz eus ar bed, ha da dri bla warn-ugent ec’h eas da leanez da Baray-le-Monial.

Goude bezan grêt le, e oe evit he c’hoarezed eur skouer dispar eus an holl vertuziou ; dous hag izel a galon ; mat da zenti, mat da c’houzanv ; troet gant ar binijen hag ar beden.

Eun devez ma pede dirak ôter ar Zakramant, meulet ra vezo, hon Zalver Jezuz-Krist a roas d’ezi da anaout e vije laouen o welet an devosion d’e Galon-Zakr, he devoa karet kement an dud, o ’n em astenn dre ar bed, hag e roë ar garg d’ezi d’he brudan.

Bezan he devoe eleiz da c’houzanv ; koulskoude, biskoaz ne fallgalonas, ha kaer en devoe an ifern klask stourm outi, e kasas da benn al labour a oa bet fiziet enni. Bezan he devoe al levenez da welet an devosion d’ar Galon-Zakr anaveet dija en he amzer.

Erfin, d’ar 17 a viz here 1690, e nijas d’an nenv evit eured an Oan, ar chadennou a stage anezi ouz an douar o vezan bet torret gant flammou ar garante kentoc’h eget gant ar c’hlenved.

Pi IX a lakas he hano war roll an dud eürus, d’ar 4 a viz Gwengolo 1864.

————


KENTEL


Promeseou Jezuz-Krist d’ar plac’h eürus Mac’harit-Mari


I. — Ar re a vezo devot d’am C’halon-Zakr, me roïo d’eze an holl grasou o deus ezom en o stad.

II. — Me lakao ar peuc’h en o familhou.

III.— Me o frealzo en o holl boaniou.

IV. — Me o diwallo hed o bue, ha dreist-oll war o maro.

V. — Me skuilho ma bennoziou puilh war gement a c’hoantafont ober.

VI. — Ar bec’herien a gavo em c’halon ar vammen hag ar mor divent a drugare.

VII. — An eneou klouar a deuio da vezan birvidik.

VIII. — An eneou birvidik ne zalefont ket da dizout ar zantelez ar vrasan.

IX. — Ma bennoz a vezo war an tier a vezo laket enne, a-wel d’an holl, eun dôlen eus ma c’halon.

X. — D’ar veleien e roïn an tu gwellan da dizout ar c’halonou kaledet.

XI. — An dud a vrudo an devosion-man o devo o hano skrivet em c’halon, ha ne vezo biken lemet diouti.

XII. — Kement hini a gommunio da nao gwener kentan ’r miz, an eil dioustu war-lerc’h egile, o devo gras ar binijen war o zremenvan ; ne varvfont ket heb o zakramanchou, ha kaout a refont em C’halon-Zakr eun digemer laouen ha konfortus en o heur divezan.