Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Konogan

Eus Wikimammenn
◄   Thereza Konogan Jerard Majella   ►


En de-man e rêr ive gouel sant Konogan, diskibl sant Gwenole, hag eskob Kemper war-lerc’h sant Korantin. Eur barouz en hon bro, Treogan, he deus he gemeret da batron : chapeliou an eus en Karnot, en Gronwel hag en Lokarn, en Penhars. Ar zant-man a zo pedet ouz an derzien.

————


KENTEL


Kenteliou santez Thereza


— Komzet nebeut, dreist-oll, pa vefet en kompagnunez vras.

— Bezet laouen gant ar re a zo el laouenedigez ; kemeret peurz en glac’har an dud glac’haret, evit o gonid holl da Jezuz-Krist.

— Na lavaret kammed vad ac’hanoc’h hoc’h-unan, nag eus ho spered, nag eus ho tanve, nag eus ho ligne.. dalc’het sonj hoc’h eus bet an holl dreo-ze digant Doue.

— Gret pep tra evel pa vije Doue test eus hoc’h oberou ; arabad drouk-prezek na selaou ar re-all o trouk-prezek.

— Arabad eo d’ec’h gourdrouz epad ma vezo droug ennoc’h, gortozet ma vezo tremenet ho kouad.

— Sonjet n’eus nemet eun ene da goll pe da c’hounit, ne varvfet nemet eur wech, eo berr ho pue, hag e teu, d’he heul, eun eternite a boan pe a joa.