Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Itron-Varia ar Salet

Eus Wikimammenn
◄   Jozef Kopertino Itron-Varia ar Salet Janvier   ►


Naontekvet devez a viz Gwengolo


Itron-Varia ar Salet
1846
Itron-Varia ar Salet
Itron-Varia ar Salet

D’an 19 a viz gwengolo 1846, sadorn an daouzek deiou, er blavez-ze, da heur gousperou kentan Itron Varia ar seiz glac’har, ar Werc’hez a deurvezas en em ziskouez da zaou vesaër bihan, Maximin Giraud, oajet a unnek vla, ha Melani Calvat Matthieu, oajet a bevarzek vla, a oa o chom er Salet, en kichenik Grenobl. Ginidik oant o-daou eus a Gorps, ha neve deut oant da chom d’ar Salet.

D’an 18 a viz gwengolo, en em weljont evit ar wech kentan. An de war-lerc’h, en em gavjont adarre o-daou, abredik mat, an eil gant egile. An amzer a oa kaer, hag e pignjont da ziwall saout o mistri war mene Planeau. War-dro kreiste, ec’h ejont da gemer o fred war mein renket evel skabellou, tro-war-dro d’eur feunteun êt da hesk, hanvet er vro ar feunteun vihan. Goude bezan bet oc’h evan dour en feunteun ar wased, a rede uheloc’h, e tiskennjont hag en em doljont da gousket war ar c’hlazen, eur pennadik an eil diouz egile, seier o bara en o c’hichen.

War-dro div heur hanter bennak, Melani, dihunet da gentan, a lavaras da Vaximin : « Deomp da welet pelec’h eman ar zaout, » hag e treuzjont ar waz, hag e kavjont o loened gourvezet ouz koste mene Gargas. Diskenn a rejont raktal da gerc’hat o zeier ; Melani a valee da gentan. En eun tôl, e chom a-zav, sebezet, o welet dirazi eur sklerder o kargan an draouien ; ha hi da lavaret d’ar pôtrig : « Deus buhan ’ta, da welet petra zo du-hont ! » Hag o vezan tostaet, e kavjont eun itron gaer, azezet elec’h ma oant bet o tibri o lein, he zreid ganti er feunteun dizec’het. Melani a oe strafuilhet : « O ma Doue ! » emezi, hag e lôskaas he baz da gouezan. « Dalc’h mat d’az baz, a lavaras d’ezi Maximin, abalamour d’it d’en em zifenn, ouz red. »

Neuze an itron gaer a zavas en he zav, a groazias he daouarn war he feultrin, ha gant eur vouez flour evel hiboud an dour, e lavaras : « Tostaet, bugale ; n’ho pezet aon ebet ; me zo deut aman da zigas d’ec’h eur c’helou bras. » Hag o vezan grêt eun nebeut kammejou, en em gavas el lec’h m’oa bet ar vugale oc’h ober o hun-kreiste, hag e lavaras d’eze, an daerou o kouezan puilh eus he daoulagad : « Ma ne fell ket d’am fobl plegan, e vezo red d’in lezel brec’h ma Mab da gouezan warnan..... ken ponner eo, ma n’on mui evit he dougen. Roët am eus d’ec’h c’houec’h devez evit labourat ; miret am eus ar zeizvet, hag e zo poan ouz hen rei d’in ; an dra-ze eo a bonnera brec’h ma Mab.

» Ar re a ve en hent gant ar c’hirri n’int ket goest da doui nemet dre hano ma Mab ; setu aze an daou dra a bonnera kement e vrec’h. Mac’h a an eost da goll, n’eo nemet abalamour da ze. Hen diskouezet am eus d’ec’h warlene, dre an avalou-douar ; n’ho peus grêt van ebet, ar c’hontrol eo ; pa gavec’h avalou brein, e pec’hec’h hag e touec’h dre hano ma Mab. Derc’hel a refont da vreinan, hag a-benn Nedeleg ne vezo ken.

» Ma karont dizrei ouz Doue, ar vein hag ar c’herreg a droio en ed, hag an avalou-douar a zavo a vil-vern en douarou. »

Neuze an itron gaer a c’houlennas ouz ar vugale :

— Ha mat e ret-hu ho pedennou, bugale ?

— Oh ! nan, itron, emeze, ken didroïdel ha tra, n’o greomp ket kaer.

— Oh ! ma bugale, emezi, red eo lavaret mat ho pedennou, noz ha beure ; pa n’hallfet ket lavaret hirroc’h, leveret, da vihanan, eur Bater hag eun Ave Maria, ha p’ho pezo amzer, e vezo red d’ec’h lavaret muioc’h.

» Ne ve en oferen nemet eur plac’h koz bennak ; ar re-all a labour bep sul, epad an hanv, hag er goanv, pa n’ouzont ket petra d’ober, ec’h eont d’an oferen d’ober gwap ouz ar relijion.

» Epad ar c’hoaraïz, e weler aneze o vont d’ar gigeri evel chas.

» N’ho peus ket gwelet a ed korbonet ? »a c’houlennas an itron gaer.

— Oh ! nan ! eme ar vugale.

— Te, da vihanan, emezi da Vaximin, teus gwelet eur wech, en douar ar C’horn, gant da dad. Perc’hen an dachen a lavare d’az tad : « Deut da welet ma ed korbonet », hag ec’h ejoc’h gantan ho-taou. Kemer a reas daou pe dri benn ed etre e zaouarn, ha d’an disteran e wraske warneze, ec’h ênt en ludu. Pa oac’h c’hoaz eun hanter-heur diouz Korps, da dad a roas d’it eun tamm bara, en eur lavaret : « Sell, pôtr, debr bara c’hoaz er bla-man ; mes n’ouzon ket piou hen graio da vla, ma talc’h an ed da vont da fall en doare-ze. »

— Oh ! ya, itron, eme Vaximin, sonj am eus breman. Hag ar Werc’hez a gimiadas diouz an daou vesaër, en eur lavaret : « Mat, ma bugale, c’houi a roio da anaout an treo-man d’am fobl a-bez. »

Ar vrud eus ar pez o devoa gwelet ha klevet Maximin ha Melani a yeas, evel eul luc’heden, dre ar vro. Eskob Grenobl a reas ober eun enklask, ha d’an 19 a viz gwengolo 1851, e kasas eul lizer da gristenien e eskopti da lavaret d’eze e c’helled kredi, hep mar ebet, e oa en em ziskouezet Mamm Doue war mene ar Salet.

D’an 19 a viz gwengolo 1879, an iliz savet el lec’h m’oa bet gwelet ar Werc’hez a oe konsakret gant an ôtrou Paulinier, arc’heskob Bezanson, hag an de war-lerc’h, an ôtrou kardinal Guibert, arc’heskob Pariz, a gurunas, en hano Leon XIII, skeuden neve Itron-Varia ar Salet, dirak 15.000 pardoner.

En eskopti Leon, e-tal Montroulez, an ôtrou a Germenguy en deus laket sevel eur chapel eus ar re goantan en enor da Itron-Varia ar Salet.

————


En de-man, en em gav ive gouel sant Sezni, eskob en Iverzon, mare ar Vet kantved ; bezan eo patron Guisseny (Bro-Leon), elec’h m’eman e ve, ha Trezeny (Bro-Dreger). En Trezeny e ve grêt e bardon an trede zul a viz gwengolo.

————


BOKED


Dallet oamp holl ha mêvet gant ar pec’hed,
Heb aon na mez e torremp ho lezen,
Ha red vo c’hoaz d’ar c’hurun ha d’al luc’hed
Diskouez e zo eur mestr a-us d’hon fenn ?
True, ma Doue,
Hon c’heun zo bras,
Savet ar Frans hepdale
Ken uhel ha biskoaz