Buhez ar Sent/1912/Jozef Kopertino

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Gouliou sant Fransez Jozef Kopertino Itron-Varia ar Salet   ►


Triouec’hvet devez a viz Gwengolo


Sant Jozef Kopertino
1603-1663



Jozef Desa a zo unan eus ar zent a nec’h ar muian an dud dife, kement a vurzudou a reas en e vue. Genel a reas en kêrig Kopertino, en eskopti Nardo, en rouantelez Napl, d’ar 17 a vezeven 1603.

E vamm a zavas anezan ervat ; d’an disteran fazi a rê, e veze gourdrouzet : dal ma c’hallas bale, e blijadur oa bezan war-dro an ilizou hag an ôteriou ; en eur c’hornig eus ti e dud e savas eun ôter vihan ; elec’h mont da c’hoari gant bugale-all e oad, e chome dirazi da lavaret e rozera.

Goude bezan bet eur pennad er skol, ec’h eas da gereer, ha da seitek vla, dre ne gave ket ar vicher-ze diouz e zoare, e c’houlennas digemer en manati sant Fransez ; mes ne oa ket eiz miz ma oa ennan, ma oe tôlet er-mêz, evel eun den ha ne oa mat da netra. Koulskoude, e vamm, war bouez pedi hag aspedi, a deuas a benn da c’hallout kaout dor-zigor evitan en della Grotella ; eno e wiskas saë sant Fransez, ha zoken, daoust pegen nebeut a zeskadurez en devoa, e oe beleget, abalamour d’e zantelez, d’ar 4 a viz meurz 1628.

Goude e velegiach, e tremenas pemp bla hep dibri eun tamm bara ha heb evan eur banne gwin ; ne gemere d’e brejou nemet fa ha gwriziou louzou ; en em skourjezan rê bep noz, ken ma vane e alan ennan, ha dougen a rê eur gouriz reun, goloet a vroudou.

Neuze eo e c’hoarvezas gantan ar burzudou a vrudas e hano ; a greiz oferennan, a greiz bale hag, a-wechou zoken, a greiz dibri, pa gleve hano eus a Jezuz pe eus a Vari, pe pa lake e spered gant gened ha karante an Otrou Doue, e veze dibradet diouz an douar, hag e chome evelse pennadou mat en êr, e zaoulagad troet warzu an nenv. Kement-se a c’hoarvezas dirak milierou tud, re vat ha re dife, ha zoken, eur wech, dirak ar pab Urban VIII e-unan. Eur ger a-beurz e vistri a veze awalc’h evit ober d’ezan diskenn d’an douar, ha neuze e veze gwelet e zioujod o ruzian hag e zaerou o redek.

Ken alïes e c’hoarveze ar burzud-ze, ma c’heller lavaret e tremenas an hanter eus e vue dibrad diouz an douar.

Izel oa a galon, ha c’hoant en deveze da dremen dirak an dud evit eur pec’her bras. Eun devez e kavas war e
hent eur c’hrouadurig tri bla, a valee krog en dorn e vamm ; Jozef a blegas da bokat d’ezan :

— Bihanig, emezan, lavar breman eveldon : ar breur Jozef a zo eur pec’her bras, hag a verit mont d’an ifern.

Ar bugel, daoust ne oa ket c’hoaz distagellet kaer e deod, a lavaras kerkent, gant eur vouez skler :

— Ar breur Jozef a zo eur zant bras hag a verit mont d’ar baradoz.

Jozef a reas sin da jachan war e skouarn, hag en eur gomz treutoc’h outan, e klaskas e lakat da lavaret eveltan ; mes ter gwech dioustu, ar c’hrouadur a lavaras ar memes tra.

Goude bezan tremenet c’houezek vla en della Grotella, ec’h eas, epad trizek vla, da chom da Asiz. Eno en em diskouejod kri en e genver, mes ar miraklou a dalc’he bepred. Neuze Urban VIII a reas e gas da vanati Petra Rubea. Pa oe lavaret d’ezan mont di, e teuas da chanch liou : « Petra, emezan, d’ar prizon e fel d’ec’h kas ac’hanon ’ta ? » Mes dioustu e voustras war e galon hag ec’h eas en hent, al levenez war e dâl, hag ar mousc’hoarz war e vuzellou. En em gavet en Petra Rubea, e oe difennet outan gwelet eur c’hristen, a-ziavêz eus tud ar manati. Ne c’houlennas biskoaz perak e oad ken striz en e genver. Evit chom hep bezan doaniet gant treo zo, eo red bezan roc’h pe Doue, eme sant Jerom : vel saxum, vel Deus. Ar breur Jozef ne oa na roc’h na Doue, mes eun den ne oa ken anezan, kennebeut. Deut oa ha ne gave blaz ebet na gant ar pez a zebre, na gant ar pez a eve. Kaer a oa bet klask kuz ar zant ouz an dud, an dud a deue a vil-vern da glask ar zant. Pa weljod an dra-ze, e oe kaset en kuz da Fossombron ; mes ar miraklou en devoa grêt betek neuze ne oant netra en kichen ar re a reas epad an tri bla a dremenas en Fossombron. Dont a rêr da vezan henvel ouz ar pez a garer, a lavar Oze : Facti sunt sicut ea quœ dilexerunt. Jozef ive a deuas, evel Doue, da anaout an amzer da zont hag an treo kuzetan, ken an dud en stal a bec’hed o devoa aon o tostât outan.

D’ar 7 a viz genver 1655, o vezan ne gave ket ar c’hloc’her a zilhad-oferen eus al liou m’oa red kaout evit oferennan en de-ze, ar breur Jozef a lavaras d’ezan digas dilhad du, rak emezan, en Rom ar pab a zo o paouez mervel. Ha gwir oa.

D’an 10 a viz gouere 1657, ar zant a oe kaset erfin da Osima, elec’h ma roas e ene kaer da Zoue, d’an 18 a vis gwengolo 1663.

Beneat XIV a lakas anezan en renk an dud eürus, dek vla ha pevar-ugent goude, ha Klemant XIII, en renk ar zent, er bla 1767.

————


BOKED


Karet Doue : an neb en deus ar garante-ze a zo pinvidik awalc’h, goude ma n’hen gouvefe ket.

Sant Jozef Kopertino.