◄ Itron-Varia ar Salet | Janvier | Maze ► |
anvier, ginidik eus Napl, trede eskob Benevent, a oe distaget loened goue d’e lonkan, abalamour ma ne felle ket d’ezan nac’h Jezuz-Krist. O vezan ne rênt droug ebet d’ezan, e oe dibennet en Pouzzol, gant c’houec’h kristen-all : Sosius, Festus, Dider, Prokulus, Eutychius hag Akusius, en amzer an impalaer Dioklesian, er bla 305.
Ar gristenien a gemeras preder da zastum o relegou ; korfou sant Prokulus, sant Eutychius ha sant Akusius a chomas en Pouzzol ; re sant Festus ha sant Dider a oe kaset da Venevent ; hini sant Sosius a oe roët da iliz Mizen ; erfin, kêr Napl he devoe korf sant Janvier. Beneventiz hen diframmas digante hag hen miras epad pemp kant vla ; mes d’an 13 a viz genver 1497, ar roue Ferdinand a reas d’eze rei he zenzor d’e gêr-benn. Eskern ha ludu an eskob merzer a zo miret abaoue en Napl, en eur chapel dindan an ôter vras ; en eur chapel-all e virer e benn hag e wad.
Ar gwad-ze a virer en eur vured stouvet kloz. Peurliesan e ve dizec’h ha kalet ; mes seitek gwech er bla, a greiz ma ve an dud en iliz o pedi, e ve gwelet o tanaoât hag o tont da vezan henvel ouz gwad beo.
Kaeroc’h zo ; ar vured, peurliesan, ne ve ket kalz ouspen hanter-leun ; mes en miz mae e weler ar gwad o kreski enni, hag o terc’hel da greski, a-wel d’an holl, epad nao devez ; da fin an naved, ar vured a ve leun betek he goug, a-wechou zoken, e ve leun betek ar stouf, hag e chom evelse betek miz gwengolo war-lerc’h.
En miz gwengolo, e c’hoarve eun neventi-all : ar gwad a deu da izelât. Goueliou miz gwengolo a bad eiz de dioustu, adalek an 19, de-ar-bla merzerenti ar zant. En devez-ze, kerkent ha ma ve tanaoaet ar gwad, e ve leun ar vured gantan, evel d’an de divezan eus goueliou miz mae, mes raktal en em lak da izelât. A-wechou e tisken en pemp pe c’houec’h munut, a-wechou-all, e lak eun devez, hag a-wechou zoken, ne goac’h oll nemet da fin an eizved. Rak-se ’ta, ar gwad-ze a danaoa, a vrasa hag a vihana e vent ; pa bouezer ar vured eman enni, hag a zo stouvet kloz pell amzer zo, e weler e teu he fouez da vrasât ha da vihanât, diouz ma sav pe mac’h izela enni ar gwad.
Eun dra-all ’zo c’hoaz, hag a c’hoarve en Pouzzol, el lec’h ma oe merzeriet an eskob santel, eul leo hanter diouz Napl. Eno, en magor an iliz savet war dachen ar verzerenti, e virer eur men a eiz santimetr ha tregont a hed, war c’houec’h santimetr ha tregont a lec’hed, pikou ru tenval ha pikou briz warnezan. Hogen, diou wech er bla, ar pikou briz a deu da vezan ru, hag ar pikou ru tenval a deu da vezan ru-beo. Ar burzud-ze a c’hoarve just d’an heur ma ve gwad sant Janvier o tanaoât en Napl.
Ar pevar dra burzudus-ze, e tremen tri aneze en Napl hag ar pevare en Poussol, a ra ar pez a hanver mirakl sant Janvier.
Eur mirakl eo hag a zo deut skridou betek ennomp, diwar e benn, abaoue ar bla 1389, hag eur mirakl eo hag a c’hall c’hoaz gwelet kement hini a gar mont da bardonan da Napl.
Ar gwad, eur wech kaledet, n’eman ket ar c’hiz gantan da danaoat ; hogen, hini sant Janvier, abaoue ar bla 1389, a zo deut d’hen ober 10.000 gwech bennak, da lavaret eo, seitek gwech bep bla, an eil bla ’n egile.
Daoust m’eo stouvet kloz goug ar vured, pouez ha ment ar gwad a weler o vrasât hag o vihanât beb eil ; an dra-ze ive a zo eun neventi hag a zo dreist hon spered, rak eun dra, evit kreski ha ponnerât, en deus ezom e teufe treo-all d’en em veskan gantan, pe d’en em stagan outan.
Ar pez a welomp o c’hoarvezout en Napl n’eo ket herve lezennou an natur ; Doue hepken eta a c’hall hen ober, ha mirakl sant Janvier a zo eur gwir virakl.
Arabad eo e vefe goest ar gourdrouzou da lakat ac’hanoc’h da grenan. Dalc’het slart en ho fe. Ma lakomp hon holl fizianz en Doue, o vefomp trec’h da gounnar hon enebourien.