◄ Yan-Fransez Regis | Herve | Nikandr ha Marsian ► |
ar-dro ar bla 515, eur Breizad, e hano Hervian, elec’h diskenn gant e genvroïz en Bro-Arvor, a ziskennas en Bro-C’hall.
O vezan ma oa telenner, kaner ha barz, e kavas digemer laouen en lez Childebert, roue Pariz.
Goude bezan tremenet pevar pe bemp bla e-touez ar C’hallaoued, e c’houlennas dizrei d’e vro ; koulskoude, arôk pignal el lestr a dlee e dreizian, e c’hoantaas gwelet ar Vreiz neve, a oad o sevel war dismantrou an Arvor.
Er mare ma oa oc’h ober hent etrezek ar c’huz-heol, en devoe eun hunvre, hag e wele ennan eur verc’h yaouank leun a furnez hag a c’hened ; ar gwel-ze hen strafuilhas meurbed, rak grêt en devoa le da chom dizeme. Mes eur vouez a lavaras d’ezan : « Demdost aman zo eur verc’h, troet war ar c’han ha war ar beden, he hano Rivanon ; eveldoc’h he devoa laket ive en he spered miret he gwerc’hded ; mes c’hoant Doue eo ec’h afec’h an eil gant egile ; he c’haout a rafet e-tal eur feunteun, war lez an hent bras a heuilhet. Eur mab ho pezo, a vezo eur zant bras hag a zalvo eleiz a dud. »
An de war-lerc’h, war-dro Landouzan [1], Hervian a gavas Rivanon ; he zud a oa maro ; he breur Rigour oa he c’hurator. Heman a roas e asant evit an eured, a oe lidet prest goude.
An dimezi-ze a roas d’hon bro unan eus he brudetan bugale, unan eus ar re a verkas an donan e roudou en douar Breiz, a oe, war eun dro, kelenner, manac’h ha sant, a oa hanvet Houarne, en amzer goz, hag a zo anavezetoc’h breman dindan an hano a Herve.
Ar garante he devoa Rivanon evit ar werc’hded, hag ar grizder a deue d’ezi diouz he zud hag o devoa silet enni gant o gwad, a reas d’ezi goulenn ouz Doue ma vije dall he c’hrouadur. Herve a c’hanas dall hag a chomas dall hed e vue.
E vamm hen dilezas ha koll a reas abred e dad.
Adalek e seiz vla betek e bevarzek, e oe skolaet war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all gant eur manac’h e hano Arzian.
Eur wech grêt gantan e studi, ec’h eas da welet e genderv Urfol a oa o vevan en eur c’horn eus ar c’hoad Dônan [2].
Rivanon, en draouien dostan, a rene en he zi he unan eur vue eus ar re strisan. Urfol a c’houlennas outi ha c’hoant he dije da welet he mab. Ar garante a vamm, dihunet erfin en he c’halon, a reas d’ezi digemer Herve gant teneredigez.
Eun nebeut deiou goude e tremenas.
Urfol, ha ne gare nemet ar vue didrouz, a dec’has en goueled ar c’hoad hag a roas d’e genderv e beniti, e di-bidi, e skol hag e skolaerien.
Herve a chomas eno tri bla. Krenn-lavariou deut betek ennomp, a rumm da rumm, a zo bet savet gantan ; setu aman darn aneze :
An neb ne zent ket ouz ar stur
Ouz ar garreg a ray sur ;
Gwell eo deski mabig bihan
Eget destum madou d’ezan ;
An den yaouank en diegi
A zastum poan ’benn e gozni.
Pa glevas oa maro Urfol, ec’h eas da bedi war e relegou hag e lakas e ziskibien hag ar vesaerien o devoa o hentchet da zevel d’ezan eur be bras ha kaer.
Goude-ze e chomas eur pennad en Koathouarne [3] elec’h ma weler c’hoaz e di-bidi hag e feunteun. Ac’hane e valeas warzu gorre-Leon. En Lanhouarne, war douar Innok, e savas eur manati ; en Sant-Nouga, en Gwitevede hag en Keran, ’z eus lec’hiou hag a zoug c’hoaz e hano binniget.
En amzer-ze, e oa o chom en koste Keraez eur roue bihan, e hano Konomor ; sevel a reas c’hoant gantan da vezan roue war Vreiz a-bez. E vennad ne oa ket fall ; fall a oe, avat, an doare a gemeras d’e gas da benn, rak klask a reas lazan Judual, roue an Domnone ; lazan reas e bried Trifina, merc’h Gwerok, kont Gwened. Sant Gweltas a brezegas dre ar vro en e eneb, hag er bla 548, dirak eun niver bras a dud, labourerien, tudchentil ha menec’h, bodet war gern ar Mene-Bre, eskibien Breiz a stlapas Konomor eus a renk ar gristenien.
Herve ne oa ket ’n em gavet kerkent hag ar re-all, mes ne oa grêt netra arôk ma tigouezas ; gedet a oe eun devez pen-da-ben, ar pez a ziskouez an istim a oa evitan er vro.
E tro ar bla 566, e varvas en Lanhouarne, elec’h ma virer c’hoaz darn eus e relegou.
Daoulagad ar c’horf, nemet glan e vefent, ne weler ket mat awalc’h gante ; dal ma vezont pikouzet, ne weler ket koulz ; dal ma vezont koc’hennet, ne weler taken ken.
Evit daoulagad an ene eo henvel ; nemet glan e vefent, ne ver ket evit gwelet gante kennebeut ; ha ma ’z eus kement a dud ha ne welont ket ar skleur zoken eus an Otrou Doue er bed krouet, ha ne welfont ket e c’hloar er bed-all, n’eo nemet abalamour m’o deus lezet ar pec’hed da grammenni kement o ene, ma n’hell ket mui sklerijen an nenv mont betek ennan : dall int, siouaz d’eze !
N’eus ezel ebet hag a ziwallfemp gant kement a evez evel daoulagad hon c’horf ; d’an disteran tra a venn stokan oute, eman hon dorn warneze.
N’eus ezel ebet hag a dlefemp da ziwall gant kement a evez evel daoulagad hon ene.
Dallente ar c’horf er bed-man, daoust pegen poanius eo, n’eo netra en kichen dallente an ene er bed-all.
Bezomp glan a galon hag e welfomp Doue.