Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Yan-Fransez Regis

Eus Wikimammenn
◄   Vezo Yan-Fransez Regis Herve   ►


C’houezekvet devez a Vezeven


Sant Yan-Fransez Regis
Eus a Gompagnunez Jezuz (1597-1640)



Yan-Fransez Regis a zo unan eus ar brudetan sent he deus roët Kompagnunez Jezuz d’an Iliz.

Genel a reas en Foncouverte, en eskopti Narbon, d’an 3l a viz genver 1597 ; diskenn a rê eus unan eus gwellan ha brasan tiegeziou al Langedok.

Adalek e vlaveziou teneran, e weled anat ennan ar merkou eus e zantelez da zont. Glan oa a galon ha troet war ar beden. Da naontek vla, e oe digemeret en Kompagnunez Jezuz, hag e skedas enni dre e humilite, e zentidigez, e garante evit Doue hag an nesan hag e zisprizans evitan e-unan.

Er bla 1630, e oe beleget. Dal ma oe peurc’hrêt e studiou gantan, eo em roas holl da labourat evit silvidigez an ineou.

Meneiou garo ar Vivarê, ar Velê hag ar Forez a welas anezan ; redek a rê dreze, dre ar skorn hag an erc’h, an drez hag ar spern, da glask tud hanter-oue ar broiou-ze ; lakat a reas eun niver bras eus an dud-ze, touellet gant geier ar galvinisted, pe gollet gant o zechou fall, da anzao ar gwir fe ha da heuilh ar vue gristen.

Er goanv e prezege war ar mêziou hag en hanv er c’hêriou. Gwellât a reas kalz stad ar vro, en Montpellier hag er Puy. Mont a rê da glask ar bec’herien d’an hospitaliou, d’ar prizoniou, d’o zier.

Divent oa e vadelez en kenver ar beorien. E-unan ec’h ee d’ober an dro evite ; arc’hant, ed, dilhad, gweleou, linseliou, a oa holl treo hag a oa diouz e zoare. 0 zerri a rê en eur gambr a deuas da vezan tensor ar beorien ; estrevit eur wech e lakas an ed enni da greski dre virakl. Lezhanvet oe Tad ar beorien.

Poanial reas ive da dennan diwar hent an dizenor ar merc’hed kez a gerze warnezan. A-benn diou wech, e risklas e vue evit mont war-dro an dud klanv gant ar vosen.

Seul-vui oa mat en kenver e nesan, seul-vui oa kalet en e genver e-unan. Kastizan rê e gorf gant ar gourizou reun, ar chadennou houarn, ar skourjezou yud ; evit gwele n’en devoa nemet eun dôl ; ne gemere na gwin na tamm kig ebet d’e brejou, ha ne zebre nemet ar pez a oa red evit miret outan da vervel gant an naon.

Ne veve nemet evit Doue, ne gomze nemet eus a Zoue, ne zonje nemet en Doue.

Pa veze oc’h oferennan, an tân, a lake e galon da dridal hag e dâl da skedi, a yee ar c’hôr anezan betek kalonou ar re holl a veze en iliz.

Mervel a reas a greiz rei eur mision en Lalouvesk, d’an 31 a viz kerdu 1640.

Diniver e oe an dud a deuas da bardonan d’e ve ha diniver ar miraklou a c’hoarvezas en e genver ; rak-se, war c’houlenn roue Frans ha roue Spagn, hano Yan-Fransez Regis a oe laket war roll ar zent gant ar pab Klemant XII, er bla 1757.

————


KENTEL


Diwar-benn hon c’harante evit an Otrou Doue


Jezuz-Krist en deus karet an dud : diskennet eo war an douar evit bezan o breur, se nascens dedit socium ; en em guzet en deus dindan doareou ar bara, evit bezan o mager, convescens in edulium ; marvet eo war ar groaz evit bezan o hanterour, se moriens in pretium ; hag en nenv e vezo o c’hurunen, se regnans dat in prœmium.

An dud ive a garas Jezuz-Krist. An Ebestel a zilezas o madou, o bro hag o c’herent evit mont d’e heul ; ar verzerien, kentoc’h eget e nac’h, a skuilhas o gwad, pa n’o devoa nemet eur ger da lavaret evit en em denn eus adre krabanou ar maro ; ar zent ne vevent nemet evitan, ne gomzent nemet anezan, ne zonjent nemet ennan.

Hag en de a hirie, n’eus bro ebet ha ne vefe enni mammou o luskellat o bugale en e garante ; n’eus bro ebet ha ne vefe enni tud yaouank hag, abalamour m’hen karont, a gav nerz awalc’h da stourm ouz o gwall dechou ; n’eus bro ebet ha ne vefe enni tud koz, muioc’h a anaoudegez d’eze e-touez ar re varo eget e-touez ar re veo, ha kaeran hano a gavont da lavaret eo hano Jezuz !

Ha ni, daoust ha birvidik eo ive hon c’harante en kenver Hon Zalver ?

Hen anaout a refomp diouz an aked a lakfomp da heuilh e c’hourc’hemennou.