Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Nikandr ha Marsian

Eus Wikimammenn
◄   Herve Nikandr ha Marsian Herbot   ►


Triouec’hvet devez a Vezeven


Sant Nikandr ha Sant Marsian
Merzerien (300)



En amzer-ze, e vije stlapet eus an arme ar zoudarded kristen. Bezan e oa daou, Nikandr ha Marsian, hag a gavas gwell koll o renk en arme roue an douar evit en arme roue an nenv.

Dimezet oant o-daou, ha ne oa ket gwall bell c’hoaz, zoken, aboue m’oant bet badezet. Ar gouarner Maxim a reas o digas dirak e lez-varn hag a glaskas ober d’eze kinnig ezans d’an doueou.

Daria, gwreg Nikandr, a oa war al lec’h.

— O ma fried, emezi, diwall da nac’h an Otrou Jezuz-Krist ; na ret ket, en han’ Doue, ar pez a c’hourc’hemenner d’ac’h.

— Penn fall ma ’z oc’h, eme Vaxim, perak ho peus c’hoant da welet ho kwaz o vervel ?

— Evit ma vevo gant Doue da virviken ! emezi.

— Skuiz oc’h gantan ’ta ? eme ar gouarner.

Ar gomz dismegansus-ze a reas d’ar gwad birvi en kalon Daria.

— P’eo gwir e kemeret ac’hanon evit ar pez n’on ket, grêt eta d’in mervel da gentan evit Jezuz-Krist, ma ho peus ive urz da gondaoni ar merc’hed d’ar maro !

Ar brezel ne oa diskleriet c’hoaz nemet eneb ar zoudarded kristen.

— N’hon deus urz ebet hag a zellfe ouz ar merc’hed, eme Vaxim, rak-se ’ta, n’az pezo ket da c’houlenn ; koulskoude, ec’h i d’ar prizon.

Pa oe êt, Maxim a glaskas c’hoaz dont a benn eus Nikandr. Heman a respontas e oa kristen. Neuze, ar gouarner a droas ouz Marsian :

— Ha te, Marsian ?

Marsian a respontas :

— Ar pez a lavar ma c’hamarad, m’hel lavar ive.

— Neuze, eme Vaxim, ec’h efet d’ar prizon, ha hepdale, nemet chench a rafec’h, ho pezo tôl ar maro.

Eur miz goude, e oent digaset adarre da gaout ar gouarner.

— Nikandr ha Marsian, eme Vaxim, amzer ho peus bet d’ober ho sonj ; sentet eta ouz urziou an impalaered.

Ar verzerien ne blegjont ket hag ar gouarner a roas neuze urz d’o dibennan.

— Ar peuc’h ra vezo ganac’h, gouarner ar bed-man ! a lavaras asamblez an daou gondaonet.

Laouen oant o vale d’ar maro, ha trugarekât a rênt an Otrou Doue da vezan roët d’eze ar c’hras da skuilh o gwad evit Jezuz-Krist.

Gwreg Nikandr, neve tennet eus he frizon, a heuilhe he gwaz gant he bugel bihan.

En kichen Marsian, gant e gerent, e oa ive e wreg ; houman a oa paganez hag a hirvoude, hag a roge he dilhad en eur vont gant he hent :

— Kemer true ouzin, a lavare d’he fried ; sell ouz da grouadur bihan, ha n’ez ket d’ober dismeganz warnomp evelse !

— Betek pegeit, eme Varsian, e chomo Satan da zallan da spered ha da galon ! Pella diouzimp ha lôsk ac’hanomp da vale d’ar verzerenti !

Hag e lavaras da Zotikus, eur mignon d’ezan, a valee en e gichen, ober d’e bried mont endro.

Pa oe en em gavet war dachen ar verzerenti, Marsian a zellas endro d’ezan, hag o welet Zotikus, e reas sin d’ezan d’ober d’e bried tostât.

Briata a reas anezi hag e lavaras :

— Pella breman diouzin, emezan, en han’ Doue, rak n’eo ket dereat e welfes ac’hanon o lidan ma merzerenti epad m’eman c’hoaz da ene dindan galloud an drouk-spered.

Briata a reas ive e grouadur hag, o sevel e zaoulagad etrezek an nenv, e lavaras :

— Otrou Doue holl-c’halloudek, kemeret anezan dindan ho skoazel.

Marsian ha Nikandr a roas pok ar peuc’h an eil d’egile ; pa oant o ’n em zispartian evit daoulinan dirak ar bourreo, Marsian a welas Daria, gwreg Nikandr, a glaske, eur wech c’hoaz, gwelet he gwaz ; kinnig a reas an dorn d’ezi d’he c’has da gaout an hini a glaske.

— O ma fried, emezi, bezet kalonek ha dalc’het start ; dek vla am eus tremenet em bro, dispartiet diouzoc’h, o c’hedal kaout digant Doue ar blijadur d’ho kwelet o tizrei. Hen bet am eus, ha breman ho meulan dre ma ret ar pez a ret ; eun enor a vezo evidon bezan pried eur merzer.

Ar bourreo a dostaas ; mouchan reas pennou ar verzerien, ha rei a reas d’eze tôl ar maro. Kement-man a c’hoarvezas er zav-heol, war-dro ar bla 300 goude donedigez Hon Zalver.