Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Gouenou

Eus Wikimammenn
◄   Raphaël Gouenou Bonavantur Potenza   ►



Pempvet devez warn-ugent a viz Here


Sant Gouenou
Eskob (VIet kantved)


Sant Gouenou
Sant Gouenou


Tudoghil eo ar c’hentan Breizad a zo bet hano anezan en Bro-Leon. En em gaout a reas er vro en blaveziou kentan ar VIet kantved, ha sevel a reas e di-bidi en kastel Gollob, en kreiz tre an Aber-Ac’h hag an Aber-Binniget. Bezan en devoa tri grouadur : daou bôtr, Gouenou ha Majan, hag eur verc’h, Tudona.

Majan a dreuzas an Aber-Benniget hag a yeas da chom el lec’h dudius m’eman breman c’hoaz ar chapel a zoug e hano.

Tudona a yeas da vevan pemp leo bennak ac’hane, en goueled ar C’hoad-Donan.

Gouenou a ziskennas etrezek Brest, hag a zavas e beniti ’n eul lec’h goue, diou leo diouz ar gêr-ze, en tu an hanter-noz. Ar roue Konomor, eun de ma oa o chaseal, a zigouezas gantan kouezan war Gouenou ; goulenn a reas digantan e hano, eus a be vro e teue, penôs e rê da vevan, ha dizro d’ar gêr, e tiskuilhas d’e dud santelez ar manac’h en devoa kavet oc’h ober e dro.

Nebeut goude, eleiz a dud yaouank a c’hoantaas kemer skouer diwar Gouenou ha bevan gantan. Konomor, o vezan klevet kelo a ze, a roas douar awalc’h d’ar zant da zevel eur manati ha da vagan e venec’h.

An abad santel, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou, a renas ervat e venec’h. Tol evez a rê, dreist pep tra, da viret d’eze o brud vat, hag abalamour da ze plac’h ebet n’halle lakat he zreid er manati.

War a lavar ar re goz, ec’h azezas eur pennad war gador-eskob Leon hag e oe ar pastor mat a oar diwall e zenved diouz ar bleiz hag o magan gant frouez ar gwir zantelez.

O vezan êt da Gemperle d’ober eur bale da welet sant Korbasius, eur mignon d’ezan, e oe lazet gant eur morzol o kouezan diwar eur voger e oad o sevel.

E gorf a oe sebeliet en Kemperle. Divezatoc’h e oe digaset e relegou d’e vanati. Douget e vezont bep bla endro d’e vinihi, da genver pardon bras ar Yaou-Bask. Duked Breiz o-unan a c’houlennas an enor d’o dougen ; an ôtrou Charlez Bleiz hen greas, er bla 1342 ; an ôtrou Yan V, er bla 1417 ; an ôtrou Per hag e eontr, an ôtrou Arzur, er bla 1455.

En blaveziou kentan ar XVIIet kantved, e oe savet en Gouenou kaeran iliz a zo war-dro Brest.

Ar zant-man an eus chapeliou en Plien, en Priel hag en Plouillio. Bezan eo patron Sant-Goueno, en Breiz-Uhel.

————


KENTEL


Ar fe


N’oufemp birviken sevel ilizou re gaer, na kanan re uhel meuleudiou ar zent koz o deus, evel sant Gouenou, digaset er vro-man tensor ar fe.

Ar fe eo ar penn-kentan, ar men-diaze hag ar wrizien eus hon holl zantelez.

Ar men-diaze a lavar muioc’h eget ar penn-kentan, hag ar wrizien, muioc’h eget ar men-diaze. Gwir eo, ar men-diaze eo ar penn-kentan eus an ti, mes bezan eo, ouspen, ar pez a zoug an ti a-bez, ha dougen a zo muioc’h eget kommans. Evelse, ar wrizien a zo ive penn ar wezen ; dougen a ra ar wezen ; bezan eo ive ar pez a ro bue d’ar skourrou, d’ar bleuniou ha d’ar frouez, ha rei bue a zo muioc’h eget dougen.

Heb ar wrizien, n’eus ket a wezen ; heb ar men-diaze, n’eus ket a di ; heb ar penn-kentan, n’eus netra. Evelse, heb ar fe, ar c’hristen n’eo kristen ebet ; heb ar fe, n’hall den plijout da Zoue. Dre ar fe eo e teuomp da garet hon enebourien ; panevert d’ezi, hon dije kasoni oute ; dre ar fe eo e teuomp da gazout plijaduriou ar bed ; panevert d’ezi e karjemp aneze ; dre ar fe eo e teuomp da ankouât eun dismeganz zo bet gret d’imp ; panevert d’ezi, e klaskjemp en em venji ; dre ar fe eo e teuomp da vinnigan an Otrou Doue en hon foaniou, da garet ar baourente hag ar binijen ; panevert d’ezi, hon dije bet rukun oute.

Ar fe a zo didalve heb an oberou. Pac’h efomp dirak hon barner ne vezo ket awalc’h d’imp gallout lavaret : « kristen oan ; fe am oa ; » red e vezo d’imp bezan goest da lavaret kerkent : « hag o vezan m’am oa fe, am eus distaget ma c’halon diouz treo touellus ar bed ; am eus stourmet ouz ma zechou fall ; am eus yunet, am eus pedet, am eus grêt aluzen, n’am eus lôsket a-goste hini eus ma deveriou. »

Kement hini a c’hello komz, en doare-ze, war e varo, a vezo lavaret d’ezan gant ar barner bras :

« Euge, serve bone, intra in gaudium Domini tui : Deus, servijer mat, deus da gemer peurz en levenez da Otrou.»