Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Raphaël

Eus Wikimammenn
◄   Jezus-Krist hon Dasprener Raphaël Gouenou   ►



Pevare devez warn-ugent a viz Here


SANT RAPHAEL
Arc’hêl



Raphaël eo « louzou Doue, rener an dremenidi, frealzer an tiegeziou ankeniet, hanterour an eureujou santel, medesin ar glanvourien ha mirer an dud kez, war hent risklus ar vue. »

Hano a zo anezan er Skritur-Zakr. Seiz kant vla arôk donedigez Jezuz-Krist, e oa eleiz a Judevien en harlu en Niniv ; en o zouez e oa unan, e hano Tobias, eun deu a zoujanz Doue.

Deut oa da vezan dall, hag o kredi e tostae e varo, e kasas e vab da c’houlenn digant Gabelus, a oa o chom en kêr Rages, an dek talant en devoa prestet d’ezan eur pennad a oa.

Mab Tobias ne ouie ket an hent, mes an arc’hêl Raphaël, o vezan kemeret stumm eur beajour, a ’n em ginnigas d’hen diskouez d’ezan, hag a lavaras d’e dad :

— Bezet dinec’h gant ho mab ; me hen kaso da Rages, hag hen digaso d’ec’h endro, ha gwelet a refet ne c’hoarvezo droug ebet gantan.

— Beach vat eta d’ec’h ho-taou, eme Dobias koz ra vezo Doue hag e êle ganec’h epad an hent. »

P’en em gavas an daou veajour en kichen an Tigr, mab Tobias a c’hoantaas gwalc’hi e dreid en dour ar stêr. Kerkent, eur pez pikol pesk a lammas eus an dour d’e lonkan.

— Otrou, dont a ra warnon, eme an den yaouauk, strafuilhet holl.

— Krog en e ziskouarn, eme an êl, ha jach-han ganit. Tobias a zentas.

— Digor breman anezan, eme Raphaël, ha mir ar galon, ar vestl hag an avu, a zo treo mat d’ober louzou.

Kig an aneval a oe salet, ha kas a rejont anezan gante da zibri en hent. Daou devez warn-ugent goude m’oant êt eus Niniv, en em gavjont en Ekbatan.

— Pelec’h e kavfomp lojeiz aman ? eme Dobias.

— Aman, eme an êl, zo eun den kar d’it, e hano Ragol. Eur bennherez en deus, he hano Sara. Goulenn anezi digant he zad ; selaouet e vi.

War ze ec’h ejont o-daou da di Ragel, ha heman o digemeras gant joa :

— Ma bennoz d’ec’h, ma mab, emezan ; ho tad eo gwellan den a zo war an douar.

Raktal e reas ôzan koan d’an daou veajour ; mes Tobias a lavaras :

— Evidon-me ne zebrin na ne evin, ken ho pezo selaouet ma feden : me a c’houlenn diganec’h ho merc’h Sara da bried. Kerkent an êl a lavaras ive :

— Ne fell ket d’ec’h bezan nec’het, rak Tobias a zo eun den a zoujanz Doue.

Neuze Ragel a lavaras ya, hag o vezan grêt da Dobias ha da Sara rei o dorn an eil d’egile, e pedas Doue Abraham, Izaak ha Jakob, da vinnigan aneze.

Goude-ze en em lakjont ouz tôl da goanian. Tobias ha Sara a dremenas an tri devez kentan eus o eured o pedi Doue, hag an êl a yeas e-unan, epad an amzer-ze, da Rages, da gerc’hat an arc’hant oant deut da glask.

Tobias, dal ma oe roët d’ezan gant Ragel argourou e bried, a ’n em lakas en hent da zistrei d’ar gêr gant Sara ha Raphaël. Heman a lavaras d’ezan :

— Pa vefet en em gavet er gêr, frotet daoulagad ho tad gant vestl ar pesk ho peus lazet, ha raktal e welo adarre ken skler ha biskoaz !

Koulskoude, Anna, gwreg Tobias koz, enkrezet oll, a yee bemde war eun dosen uhel da welet ha ne welje den o tistrei. Erfin e remerkas a-bell ar veajourien, hag e tizroas da lavaret d’he gwaz : « Setu da vab o tont. » Kerkent ar c’hi, hag a oa bet ive en hent, a lammas en ti, en eur harzal laouen, hag a ’n em lakas da fichan e lost ouz Tobias koz. Heman a zavas raktal da vont da benn hent d’e vab. P’en em gavjont an eil gant egile, en em vriatajont gant teneredigez, hag ar mab a reas d’e dad evel m’oa bet gourc’hemennet d’ezan gant an êl ; raktal Tobias koz a welas skier, hag e klaske gouzout petra da rei d’e vadoberour ; mes heman a respontas :

— Trugarekaet an Otrou Doue, dre mac’h eo bet trugarezus en ho kenver. Ar beden, ar yun hag an aluzen a dalv muioc’h eget holl denzoriou an douar. Selaouet, Tobias koz : pa bedec’h en eur ouelan, ha pac’h ec’h en noz da zebelian ar re varo, me a gase ho peden betek an nenv ; rak me eo Raphaël, unan eus an Ele a ve bepred en o zav dirak trôn an Otrou Doue.

O klevet ar c’homzou-man, an daou Dobias a oe estlammet oll, hag en em strinkjont d’an douar. Mes an êl a lavaras d’eze :

— Ar peuc’h ra vezo ganec’h ; n’ho pezet aon ebet ; Doue an eus ma digaset davedoc’h ; trugarekaet anezan ha kanet e veuleudiou.

O vezan komzet evelse, Raphaël a dec’has, ha n’hen gweljont mui : nijet oa adarre d’ar baradoz.

————


KENTEL


Petra eo ar beden ?


Ar beden eo ar chaden vurzudus a stag an nenv ouz an douar ; ar beden eo an ere santel a skoulm ar pez a welomp er bed-man ouz ar pez ne welomp ket eus ar bed-all ; ar beden eo al liamm sakr a stag an den ouz Doue.

Dister da welet, ar beden eo nerzusan galloud a zo war an douar. Hag en gwirione, petra zo oc’h ober anezi ?

I. — Oc’h ober ar beden zo eur gomz. Hogen, n’eus netra war an douar ken nerzus hag eur gomz, Gant eur gomz, Doue en deus krouet ar bed ; hag abaoue, ar bed ne baouez da vont endro ; gant eur gomz, Jezuz-Krist en deus savet an Iliz, hag abaoue, an Iliz ne baouez da greski. Gant eur gomz, e c’hallomp ober plijadur ; gant eur gomz, e c’hallomp glazan ; gant eur gomz, e c’hallomp ober eur vad divent ; gant eur gomz, e c’hallomp derc’hel d’ober droug keit ha mac’h ey ar bed endro.

II. — Ar beden a zo komz eun ene, hag an ene eo ar pez kaeran en deus krouet dorn ijinus an Otrou Doue, goude an Ele.

III. — Ar beden a zo komz eun ene dasprenet gant gwad Doue, da lavaret eo, komz eun ene hag a zo diou wech krouadur da Zoue ; krouadur d’ezan dre e ijin, ha krouadur d’ezan dre e wad. Ha dre-ze, pa ve eun ene o pedi, gwad Doue e-unan a c’haller da lavaret eo a gas e glemmou etrezek an nenv.

Penôs neuze e c’hallfe Doue chom hep selaou ar pedennou kaset gant eun ene etrezek eunan ?

Pa ve eur c’hrouadur o klemm, e vamm a glask, buhannan ma c’hall, an tu d’e ziboanian, abalamour ar gwad a ve o redek en gwazied ar bugel eo a verv ive en kalon ar vamm, ha p’en deve poan ar bugel, ar vamm a ve poaniet ive kerkent.

Evelse, pa glemm eun ene, Doue kennebeut ne chom ket, na n’hall ket chom bouzar ouz e glemmou, rak e wad eo a glemm etrezek an nenv, ha karante an holl mammou eus an douar, en kenver o bugale, n’eo nemet eur skeuden dister eus ar garante heb he far a zoug Doue da bep-hini ac’hanomp.

Ha zoken, pa vezo lavaret mat, pa deu eun den da bedi, n’eo ket eur mab hepken eo a zo o klemm ouz e dad ; Doue eo a deu da c’houren outan e-unan, rak, dre e c’hras, ar Spered-Santel a zo o chom en hon eneou, ha mar deo Doue an Tad ar c’halloud, Doue ar Spered-Santel eo ar garante, ha pa deu ar c’halloud da c’houren ouz ar garante, ar garante a ve bepred trec’h. Ar beden eo nerzusan tra a zo er bed.