erard, mab da Lelio Lavanga ha da Gatel Pica, a deuas er bed en kêrig Potenza, hanter-hent etre Salern ha Mateola, en deiou kentan ar bla 1651.
A vihanik e kare chom pell da bedi dirak tôlen ar Werc’hez, hag ar vamm vat-ze eo a roas d’ezan ar c’hras da viret digailhar, epad e vue, saë wenn e vadeziant. E gasoni ouz ar pec’hed hag e zentidigez ouz e gerent a rê anezan skouer ar vugale ; ne gave plijadur ebet o ’n em veskan en o c’hoariou ; e zudi oa klevet komz eus an Otrou Doue ha kaout skol war gwirioneziou ar fe. Da zaouzek vla, e kemeras kenteliou latin gant eur beleg eus a Botenza, ha da c’houezek vla, e wiskas saë sant Fransez. Neuze e kemeras an hano a Vonavantur.
Pa oe beleget, ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar vro, hag e save trouz etre ar c’hêriou, o klask goût pehini aneze hen mirje ar pellan. Ne veze roët ken hano d’ezan nemet an tad santel : padre santo. E vevanz a oa eus ar re baouran. D’ar gwener e kreske c’hoaz e binijennou ; mogeriou ha leuren e gambr a veze ru gant ar gwad, ken kalet en em skourjeze ; ober a rê skol da vugale ar beorien, ha lakat a reas kement a bec’herien da zizrei ouz Doue ma veze lezhanvet a-wechou roued ar bec’herien : laqueus peccatorum.
Lavaret a reas eun devez d’eur bec’herez vras, en devoa jachet diwar hent an ifern : « Re a c’hoant ho peus bet da blijout d’ar bed, ha Doue a gastizo ac’hanoc’h abalamour da ze : ar c’hrign-bev a zebro ho penn. » Hag en gwirione, pemp bla ha tregont goude, ar wreg-ze a zavas enni eur gouli euzus a grignas he fenn hag a gasas anezi d’ar be.
En noz arôk gouel Maria miz kerdu, e oa o tomman gant e vreudeur, goude bezan kanet an ofis, pa ’n em droas en eun tôl warzu an Tad Thomas a Gerroto : « Breur, emezan, laket urz en aferiou hoc’h ene, rak a-benn daou vla, da genver an de-man, e varvfet. » Hag ar gomz-ze ive a deuas da vezan gwir.
Er bla 1710, an Tad Bonavantur a oe kaset da zevel eur manati neve da Ravello, hag e reas eno, dre e gomzou hag e skoueriou, eur vad divent er vro tro-dro. Eun devez, o vezan kavet eun den lor war e hent, e vriataas anezan gant teneredigez, ha kerkent ar c’hlanvour a ’n em gavas yac’h-pesk.
Koulskoude, an amzer a dostae, evit an den santel, da vont da welloc’h bro. C’houec’h miz arôk e varo, e veze komzou a ze gantan. D’ar 15 a viz here, ec’h eas da govez an ôtrou ’n eskob, hag o kimiadi dioutan e lavare :
— Otrou ’n eskob, eun dra vras am eus da c’hourc’hemenn d’ec’h.
— Grêt eta, eme an eskob.
— Mat, eme an Tad Bonavantur, pa vin maro, klasket, en han’ Doue, da zont war ho tro, eur beleg hag en devo hardiegez awalc’h evit lavaret d’ec’h ar wirione.
En deiou war-lerc’h e kouezas klanv ; d’an eizvet devez eus e glenved, e c’houlennas pardon ouz e vreudeur eus an holl skoueriou fall en devoa roët d’eze. Eun heur arôk e varo, e lavaras ter Ave Maria, hag e roas e ene da Zoue, heb anken, d’ar 26 a viz here 1711.
E gorf, goude e varo, a dôle c’houez vat hag a chômas gwenn evel unan bev ; an ôtrou ’n eskob a reas e zougen en ruiou kêr, ha miraklou eleiz a c’hoarvezas pen-da-ben. Pa oe kaset d’an iliz, e tigoras e zaoulagad hag e stouas e benn dirak ôter ar Zakramant.