Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Alor

Eus Wikimammenn
◄   Bonavantur Potenza Alor Magloar   ►



Ober a rêr hirie, en Kemper, gouel sant Alor, eil eskob Kerne goude sant Korantin, patron Erge-Vihan, Plobannalec, Tremeok ha Tregennek, ha gouel sant Alan, a bignas war gador-eskob Kemper, prest goude sant Alor, hag en deus eleiz a filhored hag a filhorezed en Breiz-Izel.

————


KENTEL


Ar pec’hed


Ar pec’hed a zo eun dra hag e tleomp, eme ar Skritur-Zakr, tec’hel dioutan evel diouz eun aer-viber.

Ar zent, holl a dec’he, gant ar brasan evez, diouz ar pec’hed ha diouz kement tra a welent ennan skeud ar pec’hed ; rei a rênt o bue evit jachan ar bec’herien diwar hent an ifern.

Ha n’eo ket souez, rak pa vezo lavaret mat, n’eus ken droug war an douar nemetan ; n’eus nemetan oc’h ober poan da Zoue ; n’eus nemetan oc’h ober poan d’an den.

Peseurt kemm [1] a zo etre ar berlezen en eur bann-heol hag ar berlezen en he c’hlozen ?

Hini ebet, nemet e ve en daou lec’h dishenvel.

Peseurt kemm a zo etre ar pec’her hag an den daonet ?

Hini ebet, kennebeut, nemet n’emaent ket er memes lec’h ; ar pec’her eo an den daonet war an douar, hag an den daonet eo ar pec’her en ifern.

Skrijus eo sonjal en kement-se.

Tec’homp eta diouz ar pec’hed, gwellan m’hallfomp, ha diouz kement a zoug d’ar pec’hed ; jachomp war an hent mat, dre hon skoueriou, hon c’homzou hag hon fedennou, hon breudeur hag hon c’hoarezed kouezet war hent an ifern, ha lavaromp alïes d’ar Werc’hez Vari :

Torret chaden ar bec’herien,
D’ar re zo dall roët sklerijen.
Pellaet diouzimp pep droug dalc’h-mat
Ha goulennet d’imp pep seurt vad.

Solve vincta reis,
Profer lumen cœcis,
Mala nostra pelle,
Bona cuncta posce.



  1. Kemm, différence.