Buhez ar Sent/1894/Ubald

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Per Selestin Ubald Donasian ha Rogasian   ►



ann eil var ’nn ugent a viz mae


SANT UBALD, ESKOP
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Gubio enn Itali, hag a deuaz enn he iaouankiz da veza habil-braz var ar

skianchou sakr ha var skianchou ar bed. Pa oue enn

oad da zimezi, e oue kinniget d’ezhan fortuniou kaer ; mes ober a reaz fae varnho evit en em rei holl da zervich Doue.

O veza bet beleget, ec’h ingalaz he zanvez etre ar beorien hag ann ilizou, hag ec’h heuliaz eur pennad ar reolenn a vuez a vire eur rumm chalonied hag a reat anezho Chalonied euz a Urs sant Aogustin. Mes etre daou e varvaz eskop Gubio, hag e oue choazet evit delc’her he blas.

Eur vech eskop, Ubald ne jenchaz netra enn he feson da veva. Bez’ e oue ato ken humbl ha ken dic’hloar ha kent, ha ken dister enn he viskamant. Henvel oa oc’h eunn den hag a ioa maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan. Iun a rea aliez, ne zebre nemed boued groz ha n’en doa ken guele nemed eur c’holc’hed kologant eur c’hoz pallenn var c’horre. Ann dra-ze a ioa aoualc’h evithan p’e guir e tremene ann darn vuia euz ann noz o pedi hag o vedita. A hent all, e laboure heb ehana da zavetei ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Mez ar pez a remerket ennhan dreist he vertuziou all oa he zousder hag he basianted.

Eunn droiad m’edot o tresa mogeriou kear, ar vansounerien a ieaz eunn tammik re lark var douar ann eskopti. Ar Zant a ziskouezaz d’ezho dre gaer ar gaou a reant outhan ; mes ar mestr a zavaz drouk ennahn, hag en em lakeaz da lavaret a bep seurt traou d’ann eskop. Abarz ar fin zoken e roaz d’ezhan eur vountadenn hag her pilaz ennr eur bern pri-raz. Ubald en em dennaz kuit heb lavaret ger ; mes pa glevaz ar bobl petra ioa c’hoarvezet, e tirollaz eunn abadenn all. Ar bobl a c’houlenne ma vije lakeat ann divergont-se etre daouarn ar Justis. Mes ar Zant a ziskleriaz ne oa nemethan hag en devije guir d’he varn. Hogen, e leac’h he varn, e vriataz anezhan gant karantez enn eur lavaret : « — Plijet gant Doue pardouni d’eoc’h ar faot oc’h euz great bremaik, hag ann holl bec’hejou a c’hellfe beza c’hoaz var ho koustians! »

Eunn droiad all e savaz freuz e kear, Ann dud,
rannet e diou gostezenn, a glaske en em zrailla hag en em

laza ann eil egile, kement a gounnar a ioa ennho. Ar Zant a redaz raktal d’en em deuler etre ar c’hlezeier noaz, hag en em lezaz da goueza d’ann douar egiz pa vije bet goall dizet. Kerkent ar re a ioa oc’h en em gann a zonjaz o doa marteze lazet ho eskop hag a ziskrogaz euz ho armou. Neuze Ubald a lavaraz d’ezho n’en devoa drouk ebed, ha dre he zousder ordinal e lakeaz adarre ar peoc’h entrezho.

Eur vech all c’hoaz, ann impalaer Frederik Baro-Rouz a ioa o paouez kemeret ha dismantra kear Spolett, hag a c’hourdrouze ober kement all da gear Gubio. Mes ar Zant a ioa eunn tad prest ato da zifenn he vugale, eur pastor prest ato da zifenn he zenved. Mont a eure he-unan da ziarbenn ar prins-se, ha komz a reaz outhan ker brao ma’c’h obtenaz gras evit he bobl.

Doue en doa roet da Ubald ann donezoun a viraklou. Meur a zen klanv a bareaz dre he bedennou ha dre nerz sin ar groaz. Eunn devez goulskoude ne falvezaz ket d’ezhan parea eunn den dall, a ioa deuet da c’houlenn ar gueled diganthan. « — Ar gueled, eme ar Zant, a ve noazuz d’hoc’h ene. Gouzanvit a galoun vad ann dallentez-se ; ne bado ket pell, ha goudeze e velot Doue enn env ker sklear hag ar re all. » Ar c’heaz dall a oue joa ganthan klevet ar c’homzou-ma ha ne c’houlennaz mui kaout ar gueled.

Sant Ubald a oue klanv dalc’h-mad epad ann daou vloaz diveza euz he vuez; mes he glenved ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr hag a sked d’he basianted. Mervel a eure leun a veritou d’ar 16 a viz mae euz ar bloaz 1160, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, e leac’h en em venji euz a eunn den hag en doa manket a respet d’ezhan, her briataz gant karantez enn eur lavaret : « — Plijet gant Doue pardouni d’ehoc’h ar faot-se! » Nag a dud zo hirio, er c’hountrol, hag a zalc’h kasouni ouz ho nesa evit ann distera tra, avechou abalamour da eur ger o deuz koumprenet fall, avechou all abalamour n’euz ket bet great stad aoualc’h anezho ! Hag ann dud-se a jom mouzet epad pell amzer heb sellet ehun hag heb komz ouz ar re

m’o deuz kaz outho. Hogen, ann dra-ze n’e ket beza kristen eo. Ma ne

c’hellit ket, evel ar Zent, diskouez karantez d’ar re o deuz great drouk pe boan d’ehoc’h, arabad e d’ehoc’h ken nebeut diskouez kasouni ; rak ma tiskouezit kasouni, e roit da anaout ne fell ket d’ehoc’h pardouni, ha ma ne bardounit ket d’ho nesa pa en deuz hoc’h offanset, ne viot ket hoc’h-unan pardounet gant Doue.