Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Per Selestin

Eus Wikimammenn
◄   Bernardin a Sienn Per Selestin Ubald   ►



ann unan var ’nn ugent a viz mae


SANT PER SELESTIN, PAB
————


Per Selestin a ioa ginidik euz ann Itali. He dad hag he vamm n’o devoa nemed poan ho divreac’h evit beva ; mes tud a zoujans Doue oant. Daouzek mab o devoue, ha Per oa ann unnekved anezho. Eunn devez m’edo he vamm o kaozeal ganthan ha gant he vreudeur hag he c’hoarezed, e lavaraz evelhenn d’ezho: « — Ha guir e ve em be-me lakeat ken aliez a grouadur er bed heb na zeufe nikun anezho da veza eur zervicher braz da Zoue ? » Per a respountaz raktal: « — Evidon-me n’em euz ken ioul nemed da zervicha Doue euz a greiz va c’haloun. » Ar vamm devot a oue joa ganthi klevet eunn hevelep respount, ha kerkent, e kasaz he mab d’ar skol. N’e devoue ket a geuz, rak Per a reaz henor d’ezhi dre he aked da studia, ha muioc’h c’hoaz dre he furnez hag he vertuz.

Mes n’en em gave ket enn he eaz er bed, ha pa oue echu he studi ganthan, ec’h en em dennaz enn eur plas distro evit beva he-unan gant Doue. Tri bloaz a dremenaz eno e kleuz eur garrek, el leac’h ma c’helle a veac’h sevel enn he za hag astenn he zivesker da c’hourvez. Iun a reaz bemdez epad ann amzer-ze, ha n’en doa ken guele nemed ann douar, na ken dillad nemed eur zae reun.

Goulskoude ann drouk-spered n’hen lezaz ket e peoc’h. Tentet e oue enn eur feson skrijuz, kaer en devoa kastiza he gorf dre ar binijenn. Mes ann elez a deue d’he velet aliez hag a roe nerz d’he ene. Abarz ar fin unan bennag a lavaraz d’ezhan a vije krentoc’h c’hoaz a enep ann drouk-spered ma vije belek, abalamour dar gommunion a raje bemdez. Per a heuliaz ann ali-ze, ha prest goude ez eaz da Rom da reseo ann Ursiou sakr.

Eur vech belek, e chomaz pemp bloaz enn eunn toull a ioa enn douar dindan menez Morroni, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue eno gant ann naoun, ar zec’hed, aan dommder hag ar ienien. Ouspenn-ze, ann drouk-spered a glaskaz rei d’ezhan da gredi n’oa ket din da lavaret ann offerenn bemdez, hag ann dra-ma a lakeaz eur beac’h-enkrez spountuz var he goustians. Mes kounta a eure d’he gonfesour e pe seurt nec’hamant ec’h en em gave, ha ker buhan e oue dizammet euz ar beac’h-enkrez-se.

Ar c’heuneud a ioa enn dro d’he ermitach o veza bet trouc’het, ar Zant en em dennaz var menez Majella gant daou ziskib hag o doa c’hoant da gemeret skouer diouthan ha da veva enn he goumpagnunez. Heb dale n’e ket daou ziskib hebken en devoue, mes kement a ioa anezho ma oue red sevel eur gouent evit ho loja. Ar gouent-se a oue savet var menez Morroni ha setu aze penaoz e teuaz Per da veza ar penn, pe ar foundatour, euz a eunn Urs nevez a venac’h. Araok he varo, ez oa dija betek c’houec’h kant manac’h euz ann Urs nevez-ma, hanvet a-c’houdevez Urs ann Tadou Selestined.

Etre daou e varvaz ar Pab Nikolas IV, hag ar Zant a oue choazet evit delc’her he blas. Kenta tra a reaz, pa glevaz ar c’helou-ze, a oue klask mont da guzat ; mes miret e oue outhan. Senti a reaz eta ouz ar gardinaled ; sakret e oue eskop, ha goudeze e oue lakeat var he dron evel Pab. Neuze eo e kemeraz ann hano a Zelestin.

Mes Doue n’oa falvezet d’ezhan e vije choazet Per evit pab nemed evit hen lakaat e tro da rei d’ar bed eur skouer braz a humilite. Al labour hag ann tregas en doa gant gouarnamant ann Iliz ne lezent mui ganthan kement a amzer da bedi ha da vedita. Aoun en doa, a hent all, ne raje ket mad he zever abalamour n’oa ket boaz dioc’h ar c’hudennou en deveze aliez da zirouestla. Ann traou-ze holl a reaz d’ezhan kaout keuz d’he gouent, hag a benn pemp miz hag eiz devez goude m’oa bet hanvet da bap e roaz ann dilez euz he garg evit distrei da venez Morroni.

Evelato ne jomaz ket eno da vervel; kaset e oue da eur plas all el leac’h m’en devoue kalz da c’houzanv epad ann nemorant euz he vuez. Mes ar boan a blije d’ezhan, ha lavaret a rea aliez : « — N’em euz biskoaz c’hoanteat netra var ann douar nemed eunn toullik kambr, ha great zo d’inn hervez va c’hoant. » Euz ann toull-kambr-se eo ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, d’ann 19 a viz mae euz ar bloaz 1296, oajet a bemzek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez, araok ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma en deuz roet ann dilez euz ar garg huela a zo er bed ; pebez kentel evit ar re ne glaskont nemed ann henoriou, evit ar re n’o deuz ken ioul nemed da veza savet dreist ar re all ! E leac’h aviout ann henoriou hag ar c’hargou huel, e tlefemp kentoc’h kaout aoun razho evel ar Zent, abalamour ma’z euz ennho muioc’h a riskl d’en em goll dre ann ourgouill ha goasoc’h kount da renta da Zoue goude ar vuez-ma.