Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Donasian ha Rogasian

Eus Wikimammenn
◄   Ubald Donasian ha Rogasian Ann Introun-Varia-a-Vir-Zikour   ►



ann trede var ’nn ugent a viz mae


SANT DONASIAN HA SANT ROGASIAN, MERZERIEN
————


Donasian ha Rogasian a ioa daou zen iaouank a lignez huel, o chom enn Naoned enn amzer ann impalaer Dioklesian. Breudeur oant, hag ho daou o devoa troet kein d’ann doueou faoz evit heul ar relijion gristen ; mes Rogasian n’oa ket badezet c’hoaz, ha Donasian, er c’hountrol, en doa dija resevet ar vadiziant.

Ann impalaer Dioklesian o veza roet urs da lakaat ar gristenien d’ar maro, gouarner Frans a deuaz euz he berz d’ann Naoned da ober eunn enklask euz ann dud fidel. Donasian a oue diskuillet raktal d’ar gouarner-ze, ha galvet da vont d’he gaout. « — Donasian, eme ar gouarner, var a glevann, c’houi ne fell ket d’ehoc’h adori hon doueou, ha kement-se zoken n’e ket aoualc’h d’ehoc’h. Lavaret a rit a bep seurt traou anezho, ha ne ehanit da alia ar re all d’ho disprijout enn eur embann e peb leac’h ne c’heller beza salvet nemed o kredi enn eunn den hag a zo maro var ar groaz. »

« — Guir a livirit, eme Zonasian ; karout a rafenn guelet ar Zalver-ze servichet gant ann holl: rak n’euz nemethan hag a virit beza adoret gant ann dud. »

« — Peoc’h var gement-se, eme ar gouarner, pe heb dale me lakaio fin d’ho puez. »

« — N’em euz ket aoun rak ar maro, eme Zonasian ; ar maro ne d-eo spountuz nemed evit ar re a jom evel dhoc’h-hu aheurtet enn ho fals kredennou. »

O klevet eunn hevelep respount, ar gouarner a re chadenna ar c’hristen kalounek hag he deuler er prizoun.

Prest goude, Rogasian a oue kaset d’he dro dirak ar gouarner, hag hema, o c’houzout n’oa ket badezet c’hoaz, a glaskaz he c’hounit dre bromesaou kaer. « — Mar kirit, emezhan, adori adarre hon doueou, ne vanko netra d’ehoc’h enn amzer da zont; rak ann impalaered ho kargo a vadou hag a henor dreist ar pez a c’hellit da zonjal. » Mes Rogasian ne reaz ket muioc’h a van euz a bromesaou ar gouarner eget n’en doa great Donasian euz he c’hourdrouzou. Neuze ar gouarner a ordrenaz he deuler ive er prizoun el leac’h m’edo dija he vreur.

Goulskoude Rogasian n’oa ket eaz he spered abalamour n’en doa ket c’hoaz resevet ar vadiziant. Mes Donasian a reaz evithan arbedenn-ma da Zoue : « — Aotrou Jezuz-Krist, dirazhoc’h-hu kaout c’hoant a dal kement hag ober. Grit eta dre ho kras ma servicho da vadiziant d’am breur ar feiz a zo enn he galoun, ha ma vezo goalc’het he ene gant he c’hoad egiz ma vije bet goalc’het gant dour ar zakramant. » Ann daou vreur a dremenaz ann noz oc’h en em gennerzi ann eil egile dre ar zonj euz ar gurunenn gaer a ioa ouz ho gortoz enn env.

Antronoz-vintin, ar gouarner a lavaraz da genta ho astenn var eur stern koat evit ma vije torret ho izili outho, ha goudeze e roaz urs d’ho dibenna. Evit ober muioc’h a boan d’ezho, ar bourreo a zankaz beg he zabrenn enn ho gouzoug abarz distaga ho fenn dioc’h ho diouskoaz. Mont a rejont evelse ho daou asambles d’ar baradoz, Donasian foug ennhan abalamour m’en doa great eur c’hristen euz he vreur ; rak petra bennag m’oa ar iaouanka, hen eo en doa gounezet Rogasian d’ar feiz ; ha Rogasian euruz dioc’h he gostez abalamour ma c’helle kaout perz e gloar hag e rekoumpans Donasian. Ho merzerenti a erruaz e tro ar bloaz 290 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Donasian ha sant Rogasian eo ann daou genta euz a Vreiz o deuz skuillet ho goad evit Jezuz-Krist. Ma ne vezomp ket galvet hirio rei testeni euz hor feiz dirak ar varnerien, on euz leac’h ato, hag aliez zoken enn amzer-ma, da anzao ar feiz-se dirak ar bed hag he c’hoaperez, dirak ar fals doktored hag ho lavariou fallakr. Diskouezomp ez oump bugale d’ar Zent o tifenn hon relijion eveldho heb aoun ebed rak ann dud, hag o veza prest da c’houzanv kement hag hi, mar be red, kentoc’h eged ober netra hag a ve eunn dismegans evit eur c’hristen.