Buhez ar Sent/1894/Siriak, Larg ha Smaragd

Eus Wikimammenn
◄   Kajetan Siriak, Larg ha Smaragd Jermen   ►



ann eizved devez a viz eost


SANT SIRIAK, SANT LARG HA SANT SMARAGD, MERZERIEN
————


Ann impalaer Maksimian, o veza roet urs da zevel eur palez kaer e Rom, a goundaonaz ar gristenien da zarbar ar vansounerien. Ar gristenien geiz-se a ioa truez ho doare ; rak dougen a renkent sammou mein hag a bep seurt traou all var ho chouk, ha n’o doa ket hanter-voued da zibri. Mes eunn den pinvidik euz a gear, hag hen kristen ive, a lakea kas boued d’ezho dre guz, hag evit ar gefridi-ze a drugarez ec’h en em zerviche euz a Ziriak, Larg ha Smaragd.

Ar re-ma a ioa tri zen iaouank leun a feiz, hag enn eur gas d’ann darbarerien pe a dra da rapari nerz ho c’horf, ne espernent netra ken nebeut evit rei eunn nerz nevez d’ho c’haloun. Ar pab sant Marsellin, o veza klevet hano euz ar vadelez a ziskouezent e kenver ho breudeur paour ha reuzeudik, a reaz Siriak avieler.

Mes eunn nozvez e ouent paket o kas boued d’ann darbarerien, ha raktal e ouent koundaonet da labourat eveldho. Hogen, Siriak, Larg ha Smaragd n’oa ket aoualc’h d’ezho dougen ho beac’hiou ho-unan ; dougen a reant c’hoaz beac’hiou ar re all, ha dreist holl, beac’hiou ar re a ioa dija sempl ha kabac’h. Gant ann dra-ze e vezent ato laouen e kreiz ho foan, ha ne ehanent da gana meuleudiou ann Aotrou Doue.

Ann impalaer Maksimian, o veza klevet petra reant, a ordrenaz ho zeuler enn eur prizoun tenval ; mes eno Doue a roaz da Ziriak ann donezoun a viraklou, hag eur maread tud klanv a oue pareet ganthan enn eur feson burzuduz.

Ann impalaer Dioklesian en devoa eur verc’h, he hano Artemii, hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf. Eunn devez, ann diaoul a lavaraz dirak ann impalaer ne d-aje ket euz a gorf ar brinsez nemed galvet e vije var al leac’h ann avieler Siriak. Dioklesian a lakeaz kerc’hat ar Zant dioc’htu, ha Siriak, o veza erruet e kambr Artemii, a gomzaz evelhenn ouz ann drouk-spered : « — Enn hano Jezuz-Krist, me ro urs d’id da guitaat korf ar brinsez-se. » « — Merk d’inn eta eur plas all, eme ann diaoul, mar ec’h euz c’hoant ez afenn kuit ac’hann. » « — Deuz em c’horf-me mar gellez, eme ann avieler. » « — Ne c’hellann ket mont enn da gorf-te, eme ann drouk-spered, abalamour m’ema siell Doue varnhan. » « — Mad, eme Ziriak, hast affo neuze kuitaat korf ar brinsez-se, evit ma vezo ive e stad da reseo ar Spered-Santel. »

Kerkent ann diaoul a dec’haz kuit enn eur iudal. Kerkent ive Artemii a anavezaz ar virionez euz ar relijion gristen, ha Siriak he badezaz dirak he zad hag he mamm goude beza he c’helennet egiz ma’z oa dleet. Evit rekoumpansi ann avieler santel, Dioklesian a roaz d’ezhan eunn ti e Rom, hag enn ti-ze e vevaz eur pennad e peoc’h asambles gant Larg ha Smaragd ; rak ann daou-ma a ioa bet laosket ive da redet dre urs ann impalaer.

Mes etre daou Siriak a oue klasket adarre da vont d’ar Pers var dro merc’h ar roue Sapor, a ioa eat ive ann diaoul enn he c’horf. En em lakaat a eure enn hent raktal asambles gant he zaou vignoun, hag enn eur erruout er vro-ze e kasaz ann drouk-spered euz a gorf merc’h ann impalaer. Mes er Pers n’e ket hebken merc’h ar roue a oue gounezet d’ar feiz dre eunn hevelep mirakl ; he zad a oue gounezet ive, ha ganthan ouspenn pevar c’hant all, ken goazed, ken merc’hed. Siriak a vadezaz ann holl baianed-se, ha goudeze e tistroaz da Rom.

Eno Larg, Smaragd hag hen a vevaz eur pennad all e peoc’h. Mes, ann impalaer Dioklesian o veza roet ann dilez euz hedron, ne zalejont ket da veza prizouniet evit ann eil guech, hag enn dro-ma e ouent koundaonet ho zri da veza dibennet. Siriak a oue skuillet da genta pek bero var he benn. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 303 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ann tri zant-ma, o veza bet koundaonet da labourat evel ann dararerien geiz ma kasent boued d’ezho dre guz, n’oa ket aoualc’h evitho dougen ho beac’hiou ho-unan, dougen a reant c’hoaz beac’hiou ar re all, ha dreist holl beac’hiou ar re a ioa dija sempl ha kabac’h. Pebez karantez a ioa neuze etouez ar gristenien, ha pegen nebeut a zo brema etouez ann amezeien hag ar breudeur zoken ! Nag a bed den dic’hras a diavis ne gaver ket bemdez, ha ne fell d’ezho ober netra evit ho nesa ! Goulskoude Doue a gemer evel great evithan he-unan ar pez a reomp evit hon nesa. Bezit eta prest ato da zikour ar re all, da ober vad pe blijadur d’ezho, hag evelse e viot paet mad eunn deiz gant ann Tad oc’h euz enn env, hag a vel ar garantez a zo enn ho kaloun evit o nesa.