Buhez ar Sent/1894/Kajetan

Eus Wikimammenn



ar seizved devez a viz eost


SANT KAJETAN
————


Kajetan a ioa ganet e kichen Veniz enn Itali, hag a oue goestlet d’ar Verc’hez gant he vamm kerkent ha ma teuaz er bed. Ker fur ha ken devot oa enn he vugaleach ma ne reat nemed ar Zantik anezhan. Pa oue echu he studi ganthan, e oue resevet doktor e Padou, ha goudeze e tistroaz d’ar gear. Neuze, gant sikour he vreur kosa, e reaz sevel eur chapel tost da vaner he dad, hag e paeaz eur belek dalavaret ann offerenn er chapel-ze, da zul ha da c’houel, evit ann dud divar dro ; rak truez en doa ouz ann dud keiz-ma abalamour m’edont re bell dioc’h ho iliz parrez. Mes c’hoant mont da velek en doa he-unan, ha setu hen da Rom.

Eno ar pab Jul, eil euz ann hano, a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, hag eur vech belek n’en devoue mui ken sonj na ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa. Evit tec’het araok ann henoriou, e kuiteaz Rom hag ec’h en em dennaz adarre e kostez Veniz. He vrasa plijadur oa beza etouez ann dud paour, ar vicherourien hag ar goueriated geiz pe al labourerien douar. Prezeg a rea d’ezho gant kalz a nerz, hag ho alia a rea dreist peb tra da dostaat aliez ouz ar zakramanchou.

Implij a eure darn euz he zanvez evit sevel hospitaliou, hag he-unan ec’h entente ouz ar re glanv, n’euz fors peger speguz e vije ho c’hlenved. Evel eunn eal oa pa veze var ho zro, hag er gador-zarmoun oa evel eunn abostol. N’e ket souez eta ma c’houneze ann holl galounou da Zoue, ha ma veritaz reseo al leshano kaer a Jaseour eneou.

D’ar c’houlz-ze Doue a lakeaz enn he spered sevel eunn Urs nevez a venac’h pe eur goumpagnunez nevez a veleien evit servichout da skouer d’ann holl dud a iliz. Enn Urs pe er goumpagnunez nevez-se e tliet beva ato divar ann aluzenn ; mes difennet oa mont da glask, hag ar venac’h pe ar veleien a renke gortoz ken na deuje eunn den mad bennag da zigas d’ezho pe a dra da zibri. Setu aze peger striz oa ar reolenn a vuez a roaz Kajetan d’he ziskibien. Goulskoude niver ar re-ma a greskaz kement e berr amzer ma oue red sevel peder gouent evitho, unan e Rom, eunn all e bro ar Zant, eunn all e Veniz hag eunn all e Napl.

Kajetan a ioa e Rom pa oue kemeret ar gear-ze gant arme impalaer ann Allemagn. Ar zoudarded a zaillaz var he gouent enn esper kaout eno berniou aour hag arc’hant ; mes, o veza ne gavent netra, e rejont a bep seurt iudazerez d’ar Zant hag her c’haschont erfin d’ar prizoun. Kajetan en em istime euruz abalamour m’en doa bet eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; mes Providans Doue a veille bepred varnhan, hag heb dale e oue laosket da redet.

Kaloun ar Zanta verve dalc’h-mad gant tan karantez Doue. Tremen a rea betek eiz heur dioc’htu o vedita, hag epadann amzer-ze e skuille eur mor a zaelou. Aliez e veze douget a spered betek ann env, hag eur blavez, da noz Nedelek, en devoue ama eur da reseo ar Mabik Jezuz etre he zivreac’h euz a zaouarn ar Verc’hez, a greiz m’edo o pedi enn iliz.

Kajetan a gastize ive he gorf dre bep seurt pinijennou, hag enn he glenved diveza zoken ne falvezaz d’ezhan kaout ken guele nemed al ludu hag ann douar noaz. « — Va Zalver, emezhan, a zo maro var ar groaz, he benn toullet gant spern, he zaouarn hag he dreid treuzet gant tachou. Nebeuta a c’hellann da ober evithan eo mervel var al ludu gant eur zae reun enn dro d’am c’horf. »

He varo euruz a erruaz d’ar 7 a viz eost euz ar bloaz 1547, er seizved blavez ha tri-ugent euz he oad. Doue a ziskleriaz be zantelez dre eunn niver braz a viraklou, hag ar pab Klemant X hen lakeaz var roll ar Zent er bloaz 1661.


SONJIT ERVAD

Enn Urs a zo bet savet gant saut Kajetan e vever divar ann aluzenn ; mes n’euz ket a gounje da vont da glask, hag ar venac’h a renk gortoz ken na blij gant eunn den mad bennag digas d’ezho pe a dra da zibri. Goulskoude, abaoue ouspenn tri c’hant vloaz zo m’eo bet savet ann Urs-se, n’euz bet biskoaz manket netra d’ann Tadou a zo ennhan : Providans Doue e deuz ato pourveet d’ho holl ezommou. Goude eunn hevelep kentel, piou a c’hellfe difiziout euz a Brovidans Doue ? Mar bezit bepred aketuz da zervicha Doue, Doue en devezo ive soursi ac’hanoc’h bepred, hag ober a rafe kentoc’h eur mirakl enn ho kenver eged ho lezel enn abandoun.