Buhez ar Sent/1894/Jermen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Siriak, Larg ha Smaragd Jermen Lorans, Merzer   ►



ann naved devez a viz eost


SANT JERMEN, ESKOP
————



Jermen a ioa ganet e kear Aoserr e Frans a duda lignez huel. Goude beza bet er skol enn he vro epad meur a vloaz, ez eaz da Rom da ober he studi evit beza

alvokad, hag eno e timezaz. Neuze e tistroaz da Aoserr, hag

e oue lakeat da gabiten var ar zoudarded. Hogen, eur goall jaseour oa, ha p’en deveze lazet eul loan gouez bennag o chaseal, e stage he benn a-istribill oc’h skourrou eur vezenn vraz a ioa e kreiz kear. E kement-se ec’h heulie giz ar baianed, hag ann dra-ma a ioa eur skouer fall evit ar gristenien. Setu perak ann eskop, he hano Amator, a skandalaz ar c’habiten. Mes hema ne reaz van evit he glevet, hag ann eskop a ordrenaz pilat ar vezenn.

Jermen a egaraz pa oue kountet d’ezhan petra ioa great ; rak var ar meaz edo d’ann ampoent. Mes Doue a roaz da anaout da Amator e tlie ar c’habiten iaouank-se beza eskop var he lerc’h, ha setu hen raktal da Aotun da c’houlenn kounje digant ar gouarner da reseo Jermen e renk ar glouer. Obten a eure dioc’htu ar pez a c’houlenne, ha pa oue distro da Aoserr, e trouc’haz he vleo d’ar c’habiten hag e viskaz d’ezhan sae ann dud a iliz.

Amator o veza maro prest goude, Jermen a oue choazet gant ann holl evit eskop. Divar neuze e chenchaz evel eunn all enn he blas. He bried ne oue mui evithan nemed eur c’hoar, ha n’en devoa nemed disprij evit gloar ar bed. Pedi a rea heb ehana, kouls lavaret ; ne zebre nemed bara heiz, ha ne eve morse banne guin ebed. Eur c’houriz reun a zouge bepred, ha n’en doa ken guele nemed ar plench gant eur guiskad ludu var c’horre. Bemdez e iune betek ar pardaez-noz, hag avechou zoken ne rea nemed eur pred er zizun. Erfin, kement tra en devoa a ioa d’ar paour ; he di a ioa digor d’ann holl, hag he-unan e voalc’he ho zreid d’ar re a deue da c’houlenn lojeiz diganthan.

D’ar mare-ze ez oa e Bro-Zaoz eur rumm heretiked ha ne espernent netra evit gounit Bretouned ar vro-ze d’ho fals kredennou. Sant Jermen a oue karget gant ar pab da vont di da zikour ar Vretouned da zifenn ho feiz. En em lakaat a eure raktal enn hent, hag, o veza treuzet ar mor, e tiskouezaz ker sklear d’ann heretiked-se n’edo

ket ar virionez gantho ma teuaz ar Vretouned holl da
drei kein d’ezho. Ann heretiked ho-unan a oue ken mezek

ma ne zigorjont mui ho ginou da lavaret eur ger a enep ar relijion gatholik.

Etre daou, ar Zaozon hag eur bobl all dioc’h kostez ann Hanter-Noz a ioa saillet var douar ar Vretouned, hag ar re-ma a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit. Sant Jermen n’en doa ket c’hoaz ankounac’heat he vicher a gabiten, hag a glaskaz ann tu da rei ar viktor d’ar Vretouned heb na vije skuillet berad goad ebed. En em lakaat a reaz er penn araok euz ho arme, enn eur lavaret d’ar zoudarded leusker a benn teir guech diochtu ar iouc’hadenn a laoskche he-unan da genta, kerkent ha ma vije guelet ann enebourien o tostaat. Ar Zaozon hag ho c’hamaladed o veza en em ziskouezet var eunn dorgenn, ar Zant a griaz a bouez-penn : « — Alleluia ! alleluia!! alleluia!!! » Rak ann dra-ma a ioa enn amzer Bask. Kerbuhan ar Vretouned a zirollaz da grial eveldhan : « — Alleluia! alleluia!! alleluia!!! » Ekleo ar menez a gasaz ar griadenn-ze penn-da-benn d’ann draonienn gant eunn trouz estlammuz, hag ann enebourien a oue ker spountet o klevet ann trouz-ma ma kemerjont holl ann teac’h enn eur lezel ho armou var ho lerc’h.

Goude ar viktor-ze, sant Jermen a zistroaz d’he eskopti. Goulskoude mont a eure da Vro-Zaoz eur vech all evit diskar a nevez ann heretiked, a felle d’ezho adarre sevel ho mouez. Enn eur zont ac’hano, e oue pedet gant roue Breiz, hor bro-ni, da c’houlenn gras evithan digant ann impalaer Valantinian, trede euz ann hano. Roue Breiz hag he zujidi a ioa troet a enep ann impalaer-ma, ha Valantinian, drouk ennhan, en doa digaset eunn arme da ober brezel dezho. Sant Jermen a ieaz da genta da ziarbenn ann arme-ze, ha goudeze e skoaz etrezek Raveenn enn Itali, el leac’h m’edo ann impalaer o chom.

Ne c’houfe den lavaret gant pebez henor e oue digemeret eno ; mes ive ober a rea ken aliez a virakl hag a gammed. N’en devoue ket a boan eta oc’h obten pardoun

evit ar Vretouned. Mes koueza a eure klanv

he-unan, hag a benn eunn nebeut deveziou ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou abostolik. He varo euruz a erruaz d’ann 31 a viz gouere euz ar bloaz 448, hag he gorf a oue digaset da enterri da Aoserr, el leac’h m’oa bet eskop epad tregont vloaz ha pemp devez var ’nn ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma en deuz roet kalz sikour d’ar Vretouned euz he amzer, da Vretouned Bro-Zaoz enn eur zifenn ho feiz a enep ann heretiked, ha d’ar re a ioa dija o chom enn hor bro-ni enn eur lakaat ar peoc’h etre ann impalaer Valantinian hag hi. Abalamour da ze hon tadou koz o deuz bet ato eunn devosion vraz evithan, hag o deuz savet meur a iliz ha meur a japel enn he henor. Rak kredi a reant ne c’helle ket Jermen ankounac’haat er baradoz eur bobl hag en doa bet kement a druez outhan epad m’edo c’hoaz var ann douar. Bezomp bepred hon-unan devot da eur zant hag en deuz great kement a vad d’hon tadou koz, hag eveldho e vezimp sikouret ganthan, enn ezommou hor c’horf hag enn ezommou hon ene.