Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Remon Pennafort

Eus Wikimammenn
◄   Skolastik Remon Pennafort Janned a Valoa   ►



an unnekved devez a viz c’houevrer


SANT REMON PENNAFORT, EUZ A URS SANT DOMINIK
————


Remon a ioa ganet er C’hatalogn, e Spagn, a dud a lignez huel. Douget oa d’ar vertuz azalek he vugaleach, ha pa oue echu he studi ganthan, ec’h en em lakeaz he-unan da ober skol d’ar re all evit netra. Goudeze ez eaz da zeski al lezennou da skolach braz Bologn, enn Itali, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e oue hanvet da rejant er skolach-se. Mes eskop Barseloonn, oc’h anaout he virit hag he vouiziegez, her pedaz da zistrei d’ar Spagn. Eno e oue great chaloni, hag er garg-ma e servichaz da skouer d’ann holl dre he aked da zont d’ann offis, dre he garantez evit ar beorien ha dre he zevotion evit ar Verc’hez.

Evit ren eur vuez santeloc’h ha nebeutoc’h a vel d’ann dud e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik. Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz er stad-se d’ar relijion ha d’he vro. Da genta, e skrivaz eul levr kaer evit kelennadurez ar gonfesored. Goudeze e sikouraz sant Per Nolask ha roue Aragon da zevel eunn Urs nevez a venac’h evit prena ar gaptived kristen a ioa er prizoun pe enn esklavach etouez ann Turked. Labourat a eure he-unan da c’hounit d’ar feiz ann Turked hag ar Iuzevien a ioa o chom e mesk ar gristenien gatholik, ha poania a reaz dreist pep tra da viret na vije touellet ar re-ma gant ann dud divadez-se. Ne skuize morse o prezeg hag o kovez, ha redet a eure dre gement korn a ioa er C’hatalogn, enn Aragon hag e rouantelez Kastill evit alia ar bec’herien da ober pinijenn hag ho unani gant Doue. Erfin, dre he guzuliou ato leun a furnez, e lakeaz ar rouaned hag ar brinsed da zougen meur a lezenn evit gloar ann Iliz ha mad ho zujidi.

Etre daou sant Remon a oue galvet da vont da Rom gant ar pab Gregor Naved. Ar pab-ma her choazaz raktal evit he gonfesour, hag her c’hargaz da zastum dioc’h renk liziri hag ordrenansou ar pabed a ioa bet enn he raok, evit ober eul levr anezho. Pa oue echu al labour-ze ganthan, Gregor Naved a zonjaz he henvel da arc’heskop e Tarragoonn; mes ar Zant ne falvezaz ket d’ezhan kounsanti a briz-ebed. Neuze e kouezaz klanv, hag ar vedisined a lavaraz en doa ezomm da gemeret ear he vro evit parea. Lezet e oue eta da zistrei d’ar Spagn, ha kerkent e teuaz he iec’hed da veza ker krenv ha biskoaz.

Goulskoude, ar vuez a rene Remon enn he gouent a ioa kaled meurbed. Chom a rea da bedi betek pell enn noz, ha var ar zizun ne zebre morse nemed eur vech bemdez. Aoun en doa ato da veza trec’het gant ann ourgouill, hag abalamour da ze ne ehane da gastiza he gorf dre ar binijenn. Er bloaz 1238, e oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs. Ne gemeraz ar garg-se nemed enn eur vouela, ha kenta ma kavaz ann dro, e roaz ann dilez anezhi. Epad ann daou vloaz ma oue superior jeneral, ez eaz var he droad da vizita ann holl gouenchou m’en doa da velet varnho.

Mes, kaer en devoa tec’het araok ann henoriou, dalc’h-mad en deveze eur gefiridi vraz bennag da ober euz a berz ar pabed. E kement leac’h ma veze eur gudenn bennag da zirouestla, sant Remon eo a veze karget euz ann dra-ze. Roue Aragon a gendalc’he ive da c’houlenn kuzul diganthan. Ar roue-ma her pedaz eunn droiad da vont da ober koumpagnunez d’ezhan da enez Majork. Ar Zant a ieaz petra bennag m’oa koz dija. Mes eur vech digouezet eno e klevaz ez oa eur vaouez a re oc’h heul ar roue, ha raktal e lavaraz kas haunnez kuit. Ar roue a respountaz her graje ; mes n’her greaz ket dioc’htu, ha Remon ne falvezaz ket d’ezhan chom pelloc’h enn enezenn.

Goulskoude, difenn a ioa, dindan boan a varo, da rei bag d’ezhan da zistrei d’ar gear. « — Ah ! evelse eo, eme ar Zant; rouaned ann douar n’o deuz ket a c’hoant e treuzfenn ar mor ; mad, Roue annenva bourveo. » Var gement-se e led he vantel var ann dour, hag o veza great sin ar groaz, ec’h en em astenn varnhi gant fizians. Ann avel a boulz araok ar vag-se a c’hiz nevez, hag a benn c’houec’h heur goude Remon a ioa erruet e Barseloonn. Hogen, Barseloonn a zo teir leo hag hanter-kant dioc’h enez Majork. Ar mirakl-ma a zigoraz he zaoulagad d’ar roue, ha lakaat a eure er meaz var ann heur ar vaouez a re a zalc’he enn he balez.

Sant Remon a vevaz betek ann oad a naontek vloaz ha pevar-ugent. He glenved diveza ne oueket hirr, ha mervel a reaz e peoc’h d’ar c’houec’h a viz genver euz ar bloaz 1275. Roue Aragon ha roue Kastill a deuaz ho daou d’he enterramant.


SONJIT ERVAD

Roue Aragon a gasaz kuit dioc’htu ar vaouez a re a zalc’he enn he balez pa glevaz hano euz ar mirakl en doa great Doue e kenver sant Remon. Ne c’hortozit ket e rafe Doue eur mirakl evelse evit kas divar ho tro ar re a c’hellfe beza kaoz d’hoc’h d’en em zaoni, pe evit tec’het hoc’h-unan dioutho. Selaouit petra lavar d’eomp var gement-se hor Zalver Jezuz-Krist enn Aviel, ha lakit ar c’homzou-ma doun enn ho spered hag enn ho kaloun : « — Mar d-eo ho lagad kaoz d’ehoc’h da offansi Doue marvelamant, diframmit anezhan euz ho penn ha stlapit-hen pell diouzoc’h ; rak guell e d’ehoc’h mont d’ar baradoz gant eul lagad hebken eget mont d’ann ifern da zevi gant ho taou lagad. » Al lagad ama a zinifi eunn den, goaz pe vaouez, nag a garer kement ha mab al lagad. Mar d-eo ann den-ze kaoz d’ehoc’h da offansi Doue marvelamant, e renkit hasta affo her pellaat diouzhoc’h pe en em bellaat diouthan : anez, e chomit ato var hent ann ifern.